Tristan hag Izold (Langleiz)
Tristan hag Izold zo ur romant brezhonek savet gant Langleiz diwar-benn mojenn vrezhon Tristan hag Izold.
E 1958 an hini eo e oa bet embannet evit ar wech kentañ gant Al Liamm, a-raok bezañ adembannet e miz Gouere 1972 gant an hevelep ti-embann. Daou c'hant ur bajenn ha tregont ennañ e oa bet skeudennaouet al levr war-bouez ugent tresadenn (e gwenn ha du) savet gant ar skrivagner e-unan. Hervez a oa bet skrivet gant Langleiz e dibenn e romant e oa bet kroget da skrivañ e Roazhon e 1945 ha peurechuet e Surzhur e 1950.