Anveliouriezh

ideologiezh politikel ha prederour

Anveliouriezh n'eo ket Frankizouriezh !


An anveliouriezh, pe anarkouriezh, zo ur gealiadurezh politikel a zo he fal tremen hep gouarnamant ebet ha diskar forzh peseurt beli a vefe (ar Stadoù, dreist-holl)[1],[2],[3].

Kalz eilstummoù zo, evel evit an darn vrasañ eus ar c'healiadurezhioù politikel, hag an anveliourien a c'hell kaout mennozhioù liesek diwar-benn petra eo an anveliouriezh.

Bez' ez eus kalz hengounioù en anveliouriezh[4],[5], ha n'int ket holl digenglotus[6].
Evel ur gealiadurezh eus an tu kleiz pellañ e vez gwelet an anveliouriezh[7], hag an darn vrasañ eus an armerzh anveliour hag he frederouriezh lezennel a zistaol deveizadurioù nann-aotrouniel eus ar gomunouriezh, eus ar gengladelezh pe eus ar sindikaderezh.

Atav ez eus bet ur skourr hiniennek en anveliouriezh[7], n'eo ket enebet ouzh ar gevalaouriezh pe ouzh aozadurioù kenglotus gant ar gevalaouriezh[8],[9],[10].
Reoù arall, evel an hollanveliourien, na ginnigont stumm ebet eus un aozadur kevredigezhel, hag asantiñ a reont da n'eus forzh peseurt furm gevredigezhel, eus an hinniennelouriezh betek ar gengladelezh.[11]

Bez' ez eus anveliourien a sav a-enep an holl stummoù a rediusted, tra ma'z eus reoù arall a implij ar feulster da grouiñ un utopiezh diveliour.

Gwrizioù an anveliouriezh

kemmañ

Un gealiadurezh nevez a-walc'h eo an anveliouriezh pa reer ul luskad politikel hepken ganti, peogwir e voe ganet an anveliouriezh politikel en XIXvet kantved a-gevret gant ar vroadelouriezh hag ar stadelouriezh, gant ar pal stourm outo.
Mar greer ganti un doare da vevañ ha da gompren ar bed avat e ranker ledanaat ar sell ha mont da furchal an Istor.

Henamzer

kemmañ
 
Zhuang Zhou

E Sina an Henamzer, er VIvet kantved kent Jezuz-Krist, e vevas ar prederour sinat Lao Zi, a ziazezas an Daoegezh, a lakaer d'un damkaniezh eus ar frankiz par d'an anvelouriezh.[12]
Da vare Marevezh ar Stadoù Brezelour e Sina ivez e vevas ar prederour Zhuang Zhou (* –369, † –286), a zo brudet dindan al lesanv Zhuang Zi "Mestr Zhuang" ; div lavarenn bet distaget gantañ zo deuet betek ennomp : « Ar bed n'en deus ket ezhomm bezañ gouarnet ; e gwirionez, arabat eo e vefe gouarnet. » ha « A-emdarzh e teu urzh Doue pa vez lezet an traoù en o unan ». Hervez an armerzhour, istorour ha prederour politikel Murray Rothbard e voe Zhuang Zhou « marteze an anveliour kentañ »[13].

En Henc'hres, da heul kelennadurezh ar prederour Antistenes (* c. –445, † c. –365) a erbede d'e skolidi chom distag-krenn diouzh ar gevredigezh ha diouzh he lezennoù, e voe staliet luskad ar ginegezh en enep da zamkaniezh ιδέαι idéai "ideennoù" Platon ; hervez ar gineien n'emañ ket gwirionez ar bed e ἀρχέτυπον arkhétupon "pimpatrom" meizadus Platon, da lavaret eo en anien c'henadel ar boudoù, hogen en hiniennoù a ya da sevel ur spesad ne lavarent ket. Hervezo c'hoazh e oa rekis da bep den klask bezañ emren hag emvastus. Diogenes Sinopeüs eo a ergerzhas tachenn ar mennozhioù-se betek he harzoù pellañ.
Gant stoikourien Zenon Kitium (* –335, † –263) e voe degemeret lod eus mennozhioù ar gineien : "fiziet ennañ e-unan" e vez pep den, dav eo da bep den klask bezañ emren, bevañ diouzh lezennoù an Natur enebet ouzh re ar Geoded, chom distag diouzh madoù danvezel ar bed, bezañ "keodedour ar bed".[12][14]

Krennamzer

kemmañ
 
Gioacchino da Fiore

Ne oa Stad ebet en Europa ar Grennamzer e gwirionez, ken stlabezet ma oa an tiriadoù, ar galloud politikel hag an hini armerzhel. An Iliz hepken a oa galloudus-kenañ, koulz war an teir zachenn-se ha, dreist-holl, war an dachenn sevenadurel ; an Iliz e oa ar bennaenn-unaniñ, ne veze tamm galloud politikel ebet e-maez anezhi.
En Europa a-bezh ar mare-se avat e kaver testenioù eus ul luskad a zo bet anvet "Spered-Frank" pe "Frankiz Speredel" ; heskinet e voe gant an Iliz, a lakae al luskad-se da zisivoud. Gnostiked e oa izili ar Frankiz Speredel, n'o devoa pal ebet estreget o silvidigezh-i, hogen ur silvidigezh anveliour a nac'he kement redi ha kement harz a oa.[15]
Dre ur manac'h koulskoude e teuas ul luskad all, anvet ar "Ar Re Speredel". Gant Gioacchino da Fiore (* c. 1130, † 1202) e oa bet savet un damkaniezh doueoniel istorel a zegasas heuliadoù pouezus. Tri fredad stummet diouzh an Drinded kristen zo en istor ar Gristeniezh, hervezañ : an Testamant Kozh, ma oa an Tad o ren hag o c'hourc'hemenn ur sujidigezh divrall ; an Testamant Nevez, ma c'houlenn ar Mab ma vije fur an dud ; ha, da zont, an "Trede Ren", hini ar Spered Santel, da lavaret eo donedigezh ar frankiz c'hourzrec'hus. Er Bibl e-unan e kavas ar manac'h skor d'e vennozh, pa lenner en Testamant Nevez, dindan pluenn an abostol Paol Tars : « Hogen an Aotrou eo ar Spered, hag el lec'h m'emañ Spered an Aotrou emañ ar frankiz. »[16].

Azginivelezh

kemmañ
 
François Rabelais

Er XVvet kantved e tec'has ar Brotestanted diouzh bac'h an Iliz katolik roman hag e kreñvajont keal ar Stad, rak disrannañ a rejont o feiz diouzh an oberoù danvezel. Tro a voe d'an dud neuze da dennañ splet eus madoù an Natur evit pinvidikaat hep ma teufe an divezouriezh pe ar gravez da lakaat harz d'o c'hlask war-lerc'h ar gounid : "mad pe fall" a voe erlerc'hiet ouzh "berzh-mat pe zroukverzh"[17].
Buan avat e teuas ar Brotestanted da vezañ ker reut hag o mac'homerien a-wechall : e 1525 e voe moustret un emsav kouerien gant ar pennadurezhioù politikel diwar c'houlenn Martin Luther, e 1553 e voe devet an doueoniour Miguel Servet e Geneva en abeg d'e skridoù a-enep an Drinded kristen ha diwar atiz Jean Calvin.
Adarre e rankas ar speredoù frank mont da guzhat. An advadezouriezh en em strewas en Impalaeriezh santel roman german etre 1525 ha 1550[18] tra ma padas husouriezh Jan Hus betek 1567[19].

Dreist al luskadoù relijiel e voe an Azginivelezh ur mare ma lakaed an Natur da vammenn dihesk plijadurezhioù ha frankiz evit mab-den.
François Rabelais a skrivas e 1534 e levrenn 52 Gargantua : « [Jean des Entommeures] ne vouloit charge ny gouvernement, car comment (disoit-il) pourroy je gouverner aultruy, qui moi mesme gouverner ne sçaurois », hag el levrenn 57 : « [Buhez ar venec'h] estoit employée non par loix, statuz ou reigles, mais selon leur vouloir et franc arbitre [...]. En leur reigle n'estoit que ceste clause : FAY CE QUE VOULDRAS. »[20]

Amzerioù modern

kemmañ

A-hed marevezh an Amzerioù modern e kreñvaas galloud ar Stadoù, betek bezañ aozet a-ratozh gant ar jakobinegezh ha reizhiataet gant Napoleon Iañ.
Er mare-se e vevas unan eus diaraogerien an anvelouriezh : Jean Meslier, person Étrépigny (Ardennes), a ziskulias en e destamant penaos e oa bet un andoueour anezhañ, hag ar pezh a soñje diwar-benn ar pennadurezhioù relijiel ha politikel : « Elles s'entendent comme deux coupeurs de bourse. [...] La religion soutient le gouvernement politique, si méchant qu'il puisse être. Le gouvernement politique soutient la religion, si sotte et si vaine qu'elle puisse être. »[21],[22]. E-kerzh Emsavadeg Mae 1968 e voe klevet ha lennet un aspadenn eus unan eus mennozhioù Jean Meslier, a felle dezhañ « que tous les grands de la terre et que tous les nobles fussent pendus et étranglés avec des boyaux de prêtres. »[21]

Dispac'h Gall

kemmañ

A-hed an Dispac'h Gall ec'h enebas an dispac'herien a bep tu ouzh al luskad raganveliour Les Enragés, bet kaset gant ar beleg Jacques Roux (lesanvet "le curé rouge"), Jean-François Varlet ha Théophile Leclerc d'Oze.
Hervez J. Roux e oa bet trubardet ar bobl gant an dispac'herien : frankiz ebet, rak bepred a c'helle renkad ar vourc'hizien naonegañ ar beorien ; kevatalder ebet, pa c'halle ar binvidien lazhañ ar beorien ; republik ebet, pa bade ar reizhiad kozh dre briz an danvezioù bevañs re uhel evit yalc'h ar beorien. Goulenn a rae groñs ma vije lakaet taosoù war prizioù an danvezioù, ma vije kastizet an dud a lakae danvezioù da zibaotaat evit ma kreskje o frizioù, ma vije berzet an arvrokerezh. Ar Vodadenn vroadel a damallas da J. Roux « atizañ ar bobl da derriñ kement doare gouarnamant » ha « dont dirak ar Vodadenn da zisplegañ pennaennoù euzhus an anveliouriezh ».[21]
Jean-François Varlet a embannas skidoù ma c'houlenne ar werinelezh didro ha ma vefe adingalet ar glad.[21]
A-du gant J. Roux e savas Théophile Leclerc d'Oze : en e gazetenn L'Ami du peuple par Leclerc e c'houlennas ma vije lakaet un usvevenn da bep priz.[21]
Hag anveliourien e voe Ar Re Gounnaret ? A-dra-sur, pa stourmjont evit ma vije ar galloud gant ar bobl hag evit ma vije didro oberiantiz ar galloud-se : bewech ma nac'her youl ar bobl e lamer he frankiz diganti, emezo. Hollveliour dre natur eo pep gouarnamant, emezo c'hoazh, pa vez techet bepred da genkizañ frankiz ar bobl[23].

Tostoc'h dimp

kemmañ

Da heul al luskadoù diframm-se e voe daou zen dibar o soñjoù, a oa hunvreoù e gwirionez : ar prederour saoz William Godwin (1756-1836) a voe diazezer an anvelouriezh prederouriezhel[24] hag ar prederour amerikan Henry David Thoreau (1817-1862) a lakaas e soñjoù-eñ e pleustr dre vevañ er-maez eus ar gevredigezh.

 
William Godwin

Mab d'ur pastor protestant a-du gant Jean Calvin hag enebour d'an Iliz anglikan e oa William Godwin, a voe pastor d'e dro war roudoù e dad. Evel Immanuel Kant e voe skodeget gant mennozhioù an Dispac'h Gall : el levr a skrivas da ganañ meuleudi dezhañ[25] en ur ziskar skrid Edmond Burke, Reflections on the Revolution in France (1790), a save enep ar reveulzi[26], e kinnigas W. Godwin ma vije « pleustret a-zevri war ur gouarnamant an eeunañ ar gwellañ ».[27]
Hervez W. Godwin e vir ar Stadoù ouzh diorroadur hag embreg poell pep den, daoust d'ar poell bezañ perzh dibar mab-den ; atav e vez erlerc'hiet galloud ar Stadoù ouzh skiant-varn hag emskiant pep den, hag enebiñ ouzh lusk spered mab-den a ra al lezennoù rak mard int poellek ez int didalvez evit an dud poellek, ha mar n'int ket ez int direizhwir hag hollveliour.[27]

 
Henry David Thoreau

Pimpatrom an den dishual e voe Henry David Thoreau. Pa oa an Dispac'h Greantel oc'h erruout e Stadoù-Unanet Amerika e klaskas adkavout ha diskouez al liamm a zo etre an dud hag o endro naturel. Daou vloavezh-pad e vevas en e unan en ul loch a savas war ribl ul lenn e-kichen Concord (Commonwealth of Massachusetts) ma sellas pizh ouzh an Natur[28].
En tu-hont da vezañ un diaraoger e-touez an ekologourien e c'hounezas H. D. Thoreau brud dre ar bed a-bezh a-drugarez d'e stourm a-du gant ar frankizoù hiniennel – re ar Vorianed ha re an Indianed e-barzh – hag a-enep kammimplij galloudoù ar Stad. « Gwellañ gouarnamant ar bed eo an hini a c'houarn an nebeutañ », emezañ ; e 1847 e voe bac'het pa nac'has paeañ tailhoù en abeg da Vrezel Mec'hiko (1846-1848). E 1849 ez embannas skrid ur brezegenn anvet "Harz ouzh gouarnamant keodedel 1849", a voe anavezet er bed a-bezh e 1866 dindan an talbenn "A-zivout an dever a zisentidigezh keodedel"[29].
Hervez an aozer n'eo pep demokratelezh nemet lezenn ar brasañ niver o voustrañ ar bihanniver, ha pa vez keodediz oc'h heuliañ lezennoù ar pennadurezhioù en em lakaont da gendorfedourien pa vez ar Stad o ren brezelioù, direizhderioù ha heskinadurioù.

Diorroadur kelennadurezh an anveliouriezh

kemmañ
 
Kartenn-ezel K. E. L. (1869),
gant pal ar Gevredigezh e teir yezh.

Gwitibunan e lavar damkanourien an anveliouriezh ec'h eo Pierre-Joseph Proudhon(1809-1865) "tad an anveliouriezh". Max Stirner hepken a vefe par dezhañ evel diazezer ar gelennadurezh, hervez Georgiy Valentinovitch Plekhanov (1856-1918)[30], met mennozhioù Proudhon eo a luskas emdroadur Kevredigezh Etrebroadel al Labourerien (K. E. L.)[31], anvet an "Etrebroadelenn Gentañ" ivez.

Kilezelour e voe Kentañ Kendalc'h K. E. L. an 3 a viz Gwengolo 1866 e Geneva hag an Eil ivez d'an 2 a viz Gwengolo 1867 e Lausanne, diwar levezon Proudhon a stourme evit ma vefe reishoc'h an darempredoù armerzhel, dre ziazezañ ar prizioù war ar c'hementad a labour a zo rekis evit ar c'henderc'hañ ha dre gevatalder an eskemmoù : traez evit traez, servij evit servij, amprest evit amprest, hag all. Ar c'hontrol da lezenn ar c'hinnig hag ar goulenn ar gevalaouriezh eo kilezelouriezh Proudhon.
An Trede Kendalc'h (Brusel, 6 a viz Gwengolo 1868) a gaougantas an tremen eus ar gilezelouriezh d'ar gengladelezh ha d'ar sindikaderezh.[15]
Diwezhatoc'h, da heul ar Pevare Kendalc'h e Basel d'ar 6 a viz Gwengolo 1869, e savas ur muianiver a-du gant ur "gengladelezh enep-aotrouniek" hag a-enep daou vihanniver a-du gant Proudhon pe gant Karl Marx.[15]
Un disrann a voe e K. E. L. goude ar Pempvet Kendalc'h, e Den Haag d'an 2 a viz Gwengolo 1872 pa savas Mic'hail Bakounin a-enep Karl Marx, a lakaas da "aotrouniek" hag a damallas bezañ techet da vezañ ker fall hag ar renkadoù ren a oa bet K. E. L. o stourm outo. Kement-se a c'hoarvezas pa nac'has Karl Marx ha Kuzul-ren K. E. L. degemer kinnig Kevread Jurasian ar suis James Guillaume (1844-1916) : terriñ ar C'huzul-ren ha terriñ kement pennadurezh en Etrebroadelenn. Skarzhet eus K. E. L. e voe M. Bakounin ha J. Guillaume neuze.[15][32]

 
James Guillaume

Ur sizhunvezh goude, d'ar 15 a viz Gwengolo 1872, en em vodas 15 dilennad eus 5 kevread disrannat e Saint-Imier (Suis) : 6 Italian, 4 Spagnol, 2 C'hall, 2 Jurasian hag 1 Amerikan.[33]
E Saint-Imier e voe ganet an anvelouriezh politikel e gwirionez, pa voe diskêriet gant izili ar C'hendalc'h :

1. Distruj kement galloud politikel eo dever kentañ ar broleteriezh.
2. Un touellerezh e vije kement aozidigezh ur galloud politikel seurtanvet "da c'hortoz" ha "dispac'her" gant ar pal degas an distruj-se, a vije ken arvarus evit ar broleteriezh hag an holl c'houarnamantoù a zo hiziv.[33]

Evit a sell ouzh an harz-labour, da "venveg prizius er stourm" eo lakaet gant ar gendalc'hidi, hogen "hep en em douellañ a-zivout e zisoc'hoù armerzhel".[33].

Goude Kendalc'h Saint-Imier e oa sez ofisiel Kuzul-ren K. E. L. e New York tra ma voe aozet ur 6vet Kendalc'h gant an disrannidi e Geneva e 1873, ma tivizjont terriñ ar C'huzul-ren ha reiñ o emrenerezh d'ar c'hevreadoù. Nebeud goude e tilezas Bakounin ar stourm, en abeg d'e yec'hed ha da zigasted ar pobloù, emezañ.[33] E 1877 e voe 9vet Kendalc'h K. E. L., an hini diwezhañ.
E Vevey, d'an 12 a viz Gwengolo 1880, e voe raktreset ar stourm anveliour : distruj an ensavadurioù dre feulster, brudañ an dispac'h dre an ober, ober en dilezennelezh, implijout barregezhioù an deknologiezh hag ar gimiezh, emrenerezh ar strolladoù hag an hiniennoù.
Kement-se a voe lakaet war baper da-geñver Kendalc'h kentañ ha diwezhañ ar Gevread Jurasian e La Chaux-de-Fonds d'an 9 a viz Here 1880[33]

Ur gelennadurezh hag ur strategiezh a oa d'an anvelouriezh neuze, hogen kemmet e oa ar gevredigezh abaoe Kendalc'h kentañ K. E. L. : mui-ouzh-mui a labourerien a oa er greanterezh a-c'houde an Eil Dispach Greantel, ha mui-ouzh-mui a dud a droe da broleterien.
Diaes e voe ar marevezh etre 1880 ha 1914 evit an anvelourien eta, p'en em gavjont disrannet diouzh ar yoc'hoù labourer a c'hortoze gwellaennoù digant ar Stadoù, ha pa veze spontet an dud gant ar gwalldaolioù dre vombezennoù.
Tamm-ha-tamm avat e strivas an anveliourien evit kemer perzh er sindikadoù, a yae war wanaat, ar pezh a neveshaas hag a nerzhekaas an daou luskad.[34]

Da vare Dispac'h Rusia 1917 e voe merket oberiantiz anveliour ar rusian Vsyevolod Mikhailovitch Eikhenbaum, a gemeras perzh ivez e Brezel Dieubiñ Ukraina. Politikel e oa e oberiantiz, hogen armerzhel ha kevredigezhel pergen e voe hini anveliourien e broioù all.
En Ukraina e krouas Nestor Makhno un doare anveliour ha kengladelour da verañ an douaroù-labour.
En Italia an Norzh e voe metalourien o terc'hel labouradegoù, a verjont diouzh reolennoù an emvererezh.

 
Ruz evit an dispac'h, du evit an anvelouriezh

E Spagn e voe al luskad anveliour o kengladelaat an douaroù-gounit hag ouzh o merañ hervez an emvererezh ; un nebeud labouradegoù a voe emveret ivez. Barcelona a voe dalc'het gant ar gevread sindikadel Confederación Nacional del Trabajo (CNT-AIT, "Kengevread Broadel al Labour-Kevredigezh Etrebroadel al Labourerien) ha gant ar Federación Anarquista Ibérica (FAI, "Kevread Anveliour Iberek"), pevar mizhvezh-pad e voe emveret al labouradegoù, an ijinourien hag ar galvezourien o vont a-du gant ar vicherourien.[34]

Prederouriezh an anveliouriezh

kemmañ

Ar frankiz

kemmañ

Ar frankiz eo pennkomz prederourien an anvelouriezh.
Un diac'hinad a zeu war wel pa studier o oberennoù : an darn vrasañ anezho a sav a-du gant ar savelegezh[Yezh 1] hag a-enep ar frankdivizout[Yezh 2], padal e vez mirourien alies eus dalc'hidi ar frankdivizout[35].
Kempoell e chom ar brederouriezh anveliour evelato, rak daoust dezhi bezañ disklêriet alies ar savelegezh hag an danvezelouriezh he deus stourmet dizehan ouzh ar frankdivizout trabedoniel rak pleustrek eo ar frankiz hervezi : n'eo ket "Ha frankiz am eus da ober kement-se ?" goulenn ar brederourien anveliour, hogen "Petra a rankan ober evit ren ma buhez, pa'z eus un den frank ac'hanon ?". Un dieubidigezh eo ar frankiz evito, ha trawalc'h eo bevañ evel un den frank evit diskouez ez eus eus ar frankiz. Dalc'hidi ar frankdivizout avat n'int ket chalet gant lakaat an dud en o frankiz, peogwir ez int frank dija dre ar frankdivizout a zo enno[36].

Ar jakobinelezh

kemmañ

Kelennadurezh politikel ar Jakobined eo ar jakobinelezh, da lavaret eo a Republik unvan dirannadus hag azeuladur ar Stad-Vroad.[Yezh 3]
Biskoazh ne oa bet ar Stad ken kreizennet ha ken kreñv ha ma oa bet da vare ar Jakobined e Bro-C'hall. Ne oa mui stadoù gant an dud (an noblañsoù, ar c'hloer, ar vourc'hizien, ar vicherourien, ar gouerien) pa oa pep den dindan beli ar Stad, a droas buan da Stad-Vroad.

Ar Stad a-vremañ

kemmañ

Adal an XIXvet kantved e teuas ar Stad-Vroad republikan da vezañ par da Stad ar Renad kozh : pa oa honnezh « dre lezenn Doue » e voe ar stad-Vroad « dre youl hollvedel », ha pa oa ar Renad kozh « dre ar c'hustum » e voe ar Stad-Vroad « dre youl ar bobl; ». Met neuze ne voe mui eus an hiniennoù dre o stad, ne voe anezho nemet dre ma vezent piaouet gant ar Stad-Vroad : ar Stad e oa benveg ar frankiz.[37]

Gwerinelezh hag hollveliouriezh

kemmañ

Dre vezañ keodedourien e vez an dud en o frankiz en ur Stad-Vroad neuze ; en ur werinelezh e vez droukvesket galloud ar bobl ha frankiz ar bobl. Hogen mar ren ar bobl ne vez gwech ebet o c'houarn : ur muianiver a zilennidi a ra al lezennoù a-enep ur bihanniver a zilennidi, n'eo « gouarnamant ar bobl gant ar bobl » nemet gouarnamant an holl en anv ur rann eus dilennidi ar bobl.
Gant ar velestradurezh e chom un tamm bras-divent eus ar galloud, ha pa vije kemmet pennadurezhioù ar Stad dre zilennadegoù. Ent-politikel, atebek eo en dilennidi dirak ar bobl, ar velestradurezh n'eo ket : ne chom frankiz politikel ebet gant ar bobl e-tal diatebegezh politikel ar velestradurezh : un distro da hollveliouriezh an Impalaeriezh roman eo bet kreizennelouriezh jakobin an Dispac'h Gall en diwezh.[37]
An anvelourien hepken o deus meizet kement-se : kreñvoc'h c'hoazh eo beli ar werinelezh eget hini ar Renad kozh ; peogwir e teu ar galloud kreiz eus youl ar bobl e laka pep den dindan beli al Lezenn ; hollveliek eo deur an holl, dister eo mad an hinienn.

Damkanourien an anveliouriezh

kemmañ

  Max Stirner

kemmañ
 

An hiniennelouriezh diharz, da lavaret eo bezoud pep den evel boud gwirion ha dibar, eo diazez sonjoù Max Stirner (Johann Caspar Schmidt, 1806-1856). Ar me hepken a zo gwirion hag a rank chom er-maez eus an arbennoù diavaez evel "Doue", "an denelezh", "ar wirionez", "ar frankiz" hag all : ret eo d'an den bevañ drezañ e-unan hag ober evitañ e-unan, arabat eo bevañ evit arbenn pe arbenn all.
Teir fazenn zo e buhez pep den, hervez Max Stirner : beziadek e vez en e vugaleaj, pa vez dedennet gant traezoù ar bed ; eorizhour e vez en e yaouankiz, pa vez dedennet gant ar soñjoù ; emgariat e vez en e oad gour.

[An den en e oad gour] a gemer ar bed evel m'emañ, hep gwelet droug pe zireizhder da reizhañ e pep lec'h, ha hep lavaret e stummañ diouzh e uhelvennad. Kreñvoc'h-kreñvañ e teu ennañ ar gredenn start ma rank an den ober gant ar bed diouzh e zeur ha n'eo ket diouzh e uhelvennad.[38]

Hiniennelouriezh

kemmañ

Ar veañs eo pennaenn preder Max Stirner. Dav eo d'an den diskouez e veañs a-wel d'an holl ha nac'hañ pep dever e-keñver Doue, an denelezh, ar gevredigezh, hag en e geñver-eñ zoken. Aze emañ alc'hwez ar frankiz wirion, emezañ.
Ar frankiz n'eo ket ar galloud difetis d'ober ar pezh a garer evel ma karer, ar galloud-se lakaet e pleustr war ar pemdez eo. Ret eo bezañ kent ober diouzh e c'hoant.

Frankizouriezh

kemmañ

Tri ivez eo niver ar stummoù eus ar frankizouriezh, hervez Max Stirner.

  • Ar frankizouriezh politikel
Enebet ouzh an hiniennelouriezh eo ar frankizouriezh politikel, rak a-c'houde reveulzi bourc'hizien an Dispac'h Gall ec'h eo ar Stad par d'an Den, ha ne dalvez an den hiniennel nemet dre e berzh a geodedour. N'eus eus an dud nemet dre o buhez foran, n'eus deur hiniennel ebet e-tal deur an holl. Un touell eo kevatalouriezh ar vourc'hizien, pa ne dalvez ket "deur hiniennel" kement ha "digevatalder" ha pa n'eo "Broad" ar vourc'hizien nemet beli ar Renad kozh o prientiñ donedigezh an hollveliouriezh. Gant ar vourc'hizien eo aet kement brient a oa gant ar stadoù kozh. Beli al Lezenn zo bet erlerc'hiet ouzh hini ar mistri.[38]
Ar broleterien ne ouzont ket eo kreñvoc'h o galloud eget hini an arc'hant : adkavout o frankiz wirion a rajent mar paouezjent gant pep labour ha mar perc'hennjent kement kenderc'h a zo.[38]
  • Ar frankizouriezh kevredigezhel
Daoust d'an dud bezañ kevatal an eil d'egile hervez ar frankizouriezh politikel e chom digevatal o madoù : dre e vadoù e termener an den, n'eo ket dre e berzhioù hiniennel. Un diskoulm zo da gement-se, eme Stirner :

Lamomp ar berc'henniezh hiniennel eta. Ra ne vo den ebet perc'henn war tra ebet, ra vo ur c'hork eus pep den. Ra vo dibersonel ar berc'henniezh. Ra vo perc'hennet gant ar Gevredigezh. [...] Ne lezer d'an hinienn nag ar gwir da ren, nag ar gwir da berc'hennañ : gant ar Stad e ya an eil, gant ar Gevredigezh e ya egile.[38]

Hervez Stirner bepred e ra ar frankizouriezh kevredigezhel ul labourer eus pep den, a zo ouzhpenn ar geodedour a zo bet graet anezhañ gant ar frankizouriezh politikel c'hoazh ; n'eus eus an dud nemet dre an eil re e-keñver ar re all, peogwir eo rannet al labour, hag al labour eo dinded an den, hag an den zo e servij ar gevredigezh dre e labour. Hogen ur benveg eo ar gevredigezh, ur pal n'eo ket, n'eus dever kevredigezhel ebet d'an den, deurioù hepken zo dezhañ. Par d'ar gravez eo lavaret e tle an dud pep tra d'ar gevredigezh.
  • Ar frankizouriezh denegour
Aberzhet e vez meañs an den evit mad ar youl hollek gant ar frankizouriezh politikel neuze, ha riet e vez evit mad ar gevredigezh gant ar frankizouriezh kevredigezhel ; ouzhpenn-se, isurzhiet d'ar preder difetis e vez e zibarded hiniennel gant ar frankizouriezh denegour, eme Stirner.[38]
Hervez ar frankizouriezh denegour ec'h eo fall ar veañs peogwir ne sav ket a-du gant frankiz mab-den. Hogen un touell eo an arguzenn-se, rak ne c'hall pep den nemet stourm evit e frankiz-eñ, n'eo ket evit frankiz mab-den. Meañsus-kenañ eo ar c'hoant a frankiz e gwirionez.[38]

  Pierre-Joseph Proudhon

kemmañ
 
Pierre-Joseph Proudhon

Pierre-Joseph Proudhon (1809-1865) a glaskas burutellañ an anvelouriezh en ur zegas mennozhioù savus dezhi war tachennoù an armerzh hag ar politikerezh.

Armerzh

kemmañ

Hervez Proudhon ec'h emdro gouarnamantoù kevredigezhioù an XIXvet kantved eus pennaennoù an doueoniezh hag ar politikerezh da re an armerzh hag ar sokiologiezh, alese e stourm evit ur werinelezh c'hreantel a vefe diazezet war ar sokiologiezh lakaet da skiant dik evel ar jedoniezh hag ar fizik. An armerzh eo pal pennañ an ober dispac'hel, emezañ.[39]
Ret eo neuze derc'hel kontoù resis pep kevredigezh, gant ar pal aozañ hec'h armerzh ha, dre-se, seveniñ ar gevatalouriezh.

  • Al labour
Pa c'houlenne Stirner ma vije dilezet pep labour, a lakae da arallekaus, e ra Proudhon eus al labour mesk disi buhez an den gant e veiz hag e frankiz. Gant al labour hepken e kenderc'her pinvidigezh ha, dre-se, ar gevredigezh. Pa grou dre e labour en em grou an den.
Abalamour da rannadur al labour ha da arwelladur ar mekanikoù e koll ar vicherourien un tamm eus o zalvoudegezh ha, neuze, eus o gopr ; evit un doare labour hepken, a vez graet buan, e stummer al labourerien e-pad bloavezhioù ha dic'houest e vint a-hed peurrest o buhez da zeskiñ ur vicher all ha disheñvel penn-da-benn. Ret eo neuze, eme Broudhon, adreiñ e vent sevenadurel d'al labour dre stummañ an dud war ar greanterezh en e bezh : ur gelennadurezh teknikel hag a ro ur sevenadur teknikel zo rekis eta. Ret eo e vefe sevenadur ar broleterien par da hini ar vourc'hizien, hogen war un dachenn all.
  • Ar berc'henniezh
Atav e chom al labourerien perc'henned war kement tra o deus kenderc'het, zoken goude bezañ bet gopret, rak n'eo ket ganto e vez gwerzhet frouezh o labour. Rekis eo diforc'hañ etre goprañ devezhioù labour hollad ar vicherourien ha goprañ pep a zevezh labour, pa chom gant ar vicherourien unaniezh ha kengerc'h o strivoù evit kenderc'hañ tra pe dra : mard eus ezhomm dek den evit kenderc'han un dra kemplezh en un devezh, ne c'hallo ket un den hepken kenderc'hañ an hevelep tra en ur ober dek devezh.
« Laeroñsi eo ar berc'henniezh » eme Broudhon, rak n'eus pennabeg ebet dezhi pa ne zeu na diwar al labour, na diwar ar gouzalc'h, na diwar al lezenn. Un arc'hwel eo ar berc'henniezh e penn kentañ, gwir ar gevredigezh hepken a c'hall he reizhwiriañ. Kement keodedour a c'hall kenderc'hañ, ha kement keodedour a rankfe bezañ perc'henn.
  • Ar gilezelouriezh
Diwar gement-se e savas Proudhon damkaniezh ar gilezelouriezh : ar c'hendarempredoù hag ar c'henlabour eo diazez pep kevredigezh ; n'eus ket eus ur "gevrat kevredigezhel" ; ne vez ket ijinet lezennoù, dizoloet e vezont.
Kement greanterezh, kement labour na c'hall bezañ graet nemet dre genlabour meur a arbennigour a ya da sevel ur gellig er gevredigezh, ha dre genlabour ar c'helligoù-se e vo kenderc'het traoù brasoc'h a vo perc'hennet gant an holl berzhidi gwitibunan hag en un doare dirannadus. Adsavet eo vo keal ar berc'henniezh neuze, a droio da c'halloud naturel enebet ouzh galloud kalvezadel ar Stad.
  • Ar greanterezh
Ret eo, hervez Proudhon, erlerc'hiañ ar gilezelouriezh ouzh ar c'hopradelezh : e-lec'h labourat evit ur patrom a vir ar c'henderc'hadoù en eskemm ouzh ur gopr e rank an dud labourat evito ha rannañ gounid ar werzh. Kenberc'hennet eo pep greanterezh eta.
Rekis eo avat e vefe harpet al labourerien gant arbennigourien war an aferioù – er penn-kentañ da nebeutañ, hag en ur ziwall da staliañ ur galloud mac'homer teknikel ha burevveliek.
  • Ar gounezerezh
A-fed labour-douar e sav Proudhon a-du gant perc'henniezh ar gouerien war kement douar a c'hallont labourat. Evit mirout ouzh bruzhunadur ar gorreadoù e kinnig ma vefent kenveret gant kevreadoù. Berzet eo arvrokañ war an douaroù dre o reiñ e feurm pe o arallaat.

Politikerezh

kemmañ

Un dra vat eo bet an Dispac'h Gall, eme Broudhon, met dic'houest eo bet ar C'hallaoued da rakwelet an heuliadoù anezhañ. Chomet int en entremar etre hengounioù Bro-C'hall an amzer dremenet ha Bro-C'hall an dazont. Mirourien ha dispac'herien war an dro eo ar C'hallaoued, hervezañ.

  • Renkad ar vicherourien
A-c'houde Bonreizh ar 4 a viz Du 1848 e voe 7 000 000 a C'halllaoued gant ar gwir da vouezhiañ. "Ha gouest e vo ar vicherourien da zivizout gant gouiziegezh vat war kement tra a denn d'ar gevredigezh ?" a c'houlennas Proudhon. "Ya" e voe e respont, pa c'haller lakaat an hevelep goulenn a-zivout an noblañsoù hag ar vourc'hizien.
Peogwir eo bet disrannet renkad ar vicherourien diouzh hini ar vourc'hizien gant ar gevalaouriezh e rank al labourerien divizout e-maez renkad ar vourc'hizien. Kement-se a gaver e skrid-diazez an Etrevroadelenn Gentañ : « Rekis eo e vefe digaezhadur al labourerien oberenn al labourerien o-unan ».
Politikel eo an disentez-se, hogen disheñvel eo mennozh Proudhon diouzh hini Marx, rak pa soñje d'an Alaman e oa ret d'ar vicherourien sevel ur strollad politikel evit bezañ mistri war an armerzh e lavare ar Gall e oa ret d'al labourerien bezañ mistri war an armerzh kent kemer ar galloud politikel. Anveliour da vat e oa Proudhon pa zisklêrie n'eus liamm ebet etre buhez ar gevredigezh ha hini ar Stad pe he melestradur.[39]
  • Komunouriezh
Enep ar gomunouriezh e savas Proudhon neuze, pa ne wele enni nemet un hent war-du hollveliouriezh ar Stad. Hervezañ e c'haller ober un dispac'h kevredigezhel dre « ziorroadur an ensavadurioù ha kenlabour ar meizoù » hep tremen dre ar gomunouriezh a lazh kement youl hiniennel en ur sevel ur youl hollek a lakaer da gannad soñjoù an hollad, « Gwerinelezh stank » a ra Proudhon eus kement-se, pa n'eus mui na diforc'h na buhez er gevredigezh, pa ne vez an dud nemet binvioù keal armerzhel ar Stad.
  • An urzh
Enep "Kevrat kevredigezhel" Jean-Jacques Rousseau[40] e savas Proudhon. Kement reizhiad politikel a zo bet divizet gant ur rann hepken eus ur gevredigezh zo bet techet d'he rivinañ, alese dispac'hoù niverus. Er c'hoari etre an hiniennoù, an elfennoù kontrol, ar mennozhioù emañ aozadur yac'h, urzh ha reizhded pep kevredigezh – an urzh eo an anveli e gwirionez, dre gendarempredoù an dud.[39]
  • An aotrouniezh
Muioc'h-mui a frankiz zo bet gounezet gant pobloù ar bed a-hed an Istor, an anvelouriezh e vo dibenn prendennus an argerzh hep dieiltro-se. Hag ezhomm zo eus ur gouarnamant evit ma vefe urzhiet ar gevredigezh ? Tamm ebet, eme ar prederour, hag eñ ha kinnig « aozadur kevratel an nerzhioù armerzhel » : mar gall ur gevrat bezañ staliet etre daou zen frank ha kevatal, petra a virje e vije kement all etre milionoù a dud ? Diwiriek eo kement lezenn a vez embannet gant ar gouarnamantoù, pa ne vez eskemm didro ebet etre ar Stad hag an hinienn.
Ur bennaenn hepken zo bastus da reoliañ buhez pep den ha neuze hini ar gevredigezh ; ul lezenn n'eo ket, hogen reolenn diazez ar reizhded ha kement darempred :

Na rit ket d'an hentez ar pezh na fell ket deoc'h a vefe graet deoc'h : grit d'an hentez evel ma fell deoc'h e vefe graet deoc'h.[39]

  Mic'hail Bakounin

kemmañ
 

Red an Istor e weler e skridoù Mic'hail Bakounin (1814-1876), an darvoudoù en deus bevet eo andon an damkaniezh en deus savet tamm-ha-tamm.
Hag eñ levezonet-don gant prederouriezh Georg Wilhelm Friedrich Hegel en he dilezas ez-yaouank, met meizadur daelerezhek ar veziadelezh a chomo gantañ a-hed e vuhez.[41]

Ar vuhez hag ar skiant

kemmañ

Kanmeuliñ ar vuhez a ra Bakounin, ha diskouez disfiz bras diouzh ar skiant rak da enebourezed e laka emdarzhegezh an eil ha gouiziegezh aozer heben. Ne c'hall ket an dud bezañ dindan beli ur gouarnamant "skiantel", pa rankfent sentiñ ouzh lezennoù na gomprenfent ket. Dav eo e vefe klok gouiziegezh ar skiant evit genel hevelep gouarnamant, ha dic'houest eo ar skiant da veizañ « boud diabarzh » kement tra a zo, da lavaret eo o hiniennelezh wirion er bed danvezel. Ne c'haller ket deskrivañ an hiniennelezh, emezañ.
Rekis eo ar ouiziegezh hag ar skiant da zigaezhadur ar broleterien, emezañ ivez koulskoude, met pa c'hall ar skiant kompren preder ar veziadelezh hag ar vuhez ne c'hall ket meizañ ar veziadelezh hag ar vuhez o-unan. « Atav e vez ar vuhez a-raok ar preder », hervez Bakounin.[41]

Ar frankiz

kemmañ

N'eus ster ebet d'ar frankiz hep ar vuhez kevredigezhel, da lavaret Bakounin. Hogen kenderc'het gant e vetoù e vez an den, da heul ar c'hengred e teu e frankiz neuze, a zo denekadur ar c'hengred.
A-enep an hiniennelouriezh e sav Bakounin, pa vez an den kenderc'her youl hag oberiantiz ar gevredigezh ha, war an dro, kenderc'het ganto. Liammet gant frankiz an holl dud eo frankiz pep den, rak ret eo e vefe an dud en o frankiz evit anzavout frankiz pep den. « Ne c'hallan bezañ em frankiz wirion nemet pa vez an holl dud a zo tro-dro din, gwazed ha maouezed, en o frankiz ivez », eme Vakounin.

Ar gravez hag an divezouriezh

kemmañ

Andoue e oa Mic'hail Bakounin, met hervezañ ec'h eo ar gravez « ur fazi istorel rekis » abalamour m'he deus tennet an dud er-maez eus stad al loened ; bremañ avat ec'h eo ker rekis all terriñ « yev vezhekaus ha poanius an doueelezh » rak n'eo Doue nemet an disoc'h eus galloud divent spered mab-den da c'houbarañ : krouet eo bet gant an dud, ha bremañ e kred d'an dud ec'h int bet krouet gantañ, ha dindan beli o c'hrouadur e vevont. Evel Hegel e soñj Bakounin ec'h eo bet savet ar gravez d'he feurvadelezh gant ar gristeniezh.

Nac'hañ a ra Bakounin keal un divezouriezh peurvat, a zo diazezet war pennaennoù difetis a-grenn : ne c'haller ket adsevel natur an den. Evitañ, kement reolenn a-fed divezouriezh zo bet goveliet er vann gant tud a fell dezho lakaat mab-den da "sevel" betek o divezouriezh-i, a vez diazezet war korvoerezh ar yoc'hoù labourer peurvuiañ. Ar yoc'hoù poblel n'o deus ezhomm ebet a gentelioù digant den ebet evit ar pezh a sell ouzh o deurioù, rak i eo danvez ar vuhez kevredigezhel, politikel ha buhezegezhel. A-hend-all, ganet marv eo kement soñj na sav ket diwar ar bobl : « gwiliouderien soñjoù don ar vuhez hag ar bobl e rank bezañ an damkanourien hag ar gefredourien, n'eo ket diskulierien, diouganerien, doktored pe grouerien », eme Vakounin. E natur loenel an dud emañ divezouriezh peurvat mab-den, n'eo an natur gevredigezhel nemet un heklev anezhi.
A-fed divezouriezh prevez e sav Bakounin a-du gant frankiz pep den, gant ar parder etre gwazed ha maouezed, gant erlerc'hiañ an unaniezh frank ouzh an dimeziñ, gant frankiz ar rev. War divoud ar vugale, a zo « perc'hennet gant o frankiz da zont » pa n'int piaouet na gant o zud na gant ar gevredigezh, e lavar ar prederour e vez o dazont diouzh ar gelennadurezh a vez roet dezho gant o zud ha gant ar gevredigezh.

Ar Stad hag an anveliouriezh

kemmañ
  • Kevredigezh ha Stad
Da "gengladelour anveliour" eo bet lakaet Mic'hail Bakounin, pa lavar ec'h eo ar gevredigezh anien mab-den : termenet eo pep den gant e frankiz hag e gendred en e vetoù. N'eo ar Stad nemet un ensavadur istorel ha tremen.
Da lavar enebourien an anvelouriezh ne c'haller ket bevañ en ur gevredigezh hep ur Stad aozet, rak brezel an holl a-enep an holl a vefe o ren evit en em zifenn ha klask piaouañ madoù an hentez. Er c'hontrol, eme Vakounin : ur fazi eo lakaat ar Stad da dredeogez a laka reolennoù da dalvezout evit reizhañ fallagriezh mab-den, rak ar Stad an hini eo a gas ar brezel, ar Stad a vez bepred oc'h aberzhiñ deurioù ar muianiver evit brasañ splet ur bihanniver a zo bet dibabet ganti. Dre aozañ an direizhded he deus ar Stad loc'het brezel ar renkadoù. Un touell eta eo lakaat ar Stad da warez frankiz pep den.
  • An dispac'h anveliour
Kement ha « brezel diabarzh » e talvez « dispac'h », eme Vakounin, ha « ya, brezel diabarzh a vo ». Evit tizhout o fal, da lavaret eo distruj kement beli a zo, e ranko an dispac'herien anveliour diazezañ o ober war emdarzhegezh ar bobl, atav hag e pep lec'h. Arabat dreist-holl eo dezho aozañ ar reizhded hag ar c'hevatalder diwar goust ar frankiz, ha pa vefe evit ur prantad berr, rak n'eus frankiz ebet hep ar c'hevatalder armerzhel ha kevredigezhel : ret eo e vefe staliet ar c'hevatalder « dre aozadur diredi hag emdarzhegezhel al labour hag ar c'henberc'hennañ, n'eo ket dre ober uhelañ ar Stad ». Hag eñ ha skrivañ ouzhpenn : « hollveliouriezh ar Stad eo ar c'hevatalder hep ar frankiz, ha ne c'hall ket ar Stad hollveliour bevañ un devezh hep na vefe da nebeutañ ur renkad korvoer ha brientek : ar vurevveliezh ».
Enep Karl Marx e sav Mic'hail Bakounin en degouezh-se : pa lavar an Alaman e rank ar broleterien piaouañ benvegad ar Stad hag ober gantañ evit kas renkad ar vourc'hizien da get, e respont ar Rusian e rank ar Stad bezañ diskaret kerkent ha kaset an dispac'h da bennvat.

  Lyev Tolstoy

kemmañ
 

Er bloavezhioù 1870 e kemmas emzalc'h ar c'hont Lyev Tolstoy (1828-1910), en devoa renet buhez ur romantour betek neuze : da anveliour kristen e troas, pa zivizas bevañ hervez an Aviel ha skrivañ evit ar gouerien hepken.

Ur gravez nevez

kemmañ

Hag eñ ur c'hristen pleustrer e skrivas Tolstoy en e zeizlevr, d'an 30 a viz Gwengolo 1879 :

N'eo an Iliz, abaoe an IIIe kantved, nemet gevier, krizder, darrizhadoù.[42]

Neuze en em ouestlas da enklaskoù biblek ha doueoniel betek treiñ an Avieloù en ur deurel pled d'o c'henglotadur ; e 1882, pa oa o kemer perzh e renabl poblañs Moskov, e reas anaoudegezh gant stad truezus ar beorien, ar pezh e lakaas da brezeg e zoare eeunaet eus ar gravez kristen, pemp gourc'hemenn hepken enni :

  1. Arabat eo mont e kounnar ;
  2. Arabat eo ober avoultrerezh ;
  3. Arabat eo leañ ;
  4. Arabat eo stourm ouzh an droug dre ar feulster ;
  5. Arabat eo bezañ enebour da zen pe zen.

Dizehan e kevenebas ar gelennadurezh kristen ha kelennadurezh ar bed. Evitañ da vezañ ur boyar ez embanne Tolstoy ne c'halled tizhout an hevoud nemet dre ar baourentez.

Ar berc'henniezh

kemmañ

A-du e sav Tolstoy gant Proudhon : « Laeroñsi eo ar berc'henniezh » ; digembez kenetrezo eo ar berc'henniezh hag ar gristeniezh, emezañ, pa lavaras Jezuz Nazaret :

Eürus oc'h-chwi, ar re baour, rak deoc'h eo rouantelezh Doue.[43]
Met gwa c'hwi, ar re binvidik, rak ho frealz hoc'h eus.[44]

Hervez Tolstoy ec'h eo an douar un elfenn naturel evel an aer hag an dour, arabat eo e vefe perc'hennet gant den pe zen estreget Doue. Un torfed eo ar berc'henniezh c'hladel neuze.

An argant

kemmañ

Pennabeg ar feulster hag ar galloud eo an argant, a gendalc'h ar brientoù. Gopret e vez barnerien evit kondaoniñ tud a zo kablus dre zireizhder aozadur ar gevredigezh ; gopret e vez burevidi evit enkefiañ tailhoù diwar al labour, a servijo da genderc'hel arouaregezh ar binvidien ha da ren brezelioù ; gopret e vez beleien evit prezeg ar c'houzañvidigezh d'ar beorien, hag all.

Ar gouarnamant

kemmañ

Evel Proudhon hag an holl anveliourien e lavar Tolstoy e fazier pa greder emañ galloud ar Stad evit mad an dud, rak gouest eo pep kevredigezh da vevañ hep Stad. Kasoni a vage ouzh hollveliegezh an Dsared, ha truez ouzh peorien Rusia ; landreidi ha torfedourien eo ar bolitikourien, fallakr eo kement gouarnamant.
Skolioù evit ar beorien a voe krouet gant Tolstoy, ma veze implijet dornlevrioù a skrivas a-ratozh-kaer abalamour ma soñje dezhañ e veze pennadurezhioù ar Stad hag an Iliz o kenderc'hel diouiziegezh ar bobl.

Enebarmeerezh

kemmañ

Evel ar prederour gall Pierre Bayle (1647-1706) e soñj da Dolstoy ne c'haller ket ober soudarded eus ar gristenien wirion[45], ar pezh a verzas pa oa-eñ ofiser war talbennoù Brezel Krimea ha Seziz Sevastopol (1854-1855)[46].
Enebarmeour e voe Tolstoy en eil tamm eus e vuhez : ret eo d'ar gristenien wirion nac'hañ dougen armoù, ne c'haller ket bezañ frank hag asantiñ lazhañ pe bezañ lazhet. Ken don e oa enebarmeerezh ar Rusian ma roas gwerzh gwirioù e levr Dasorc'hidigezh (Воскресение, 1899) da ranngredenn gristen an Douc'hobored, a nac'he groñs hec'h izili mont da soudarded, evit ma c'hallfent divroañ da Ganada ma kinnige ar gouarnamant reiñ douaroù dezho e proviñs Saskatchewan.[42]

Anveliouriezh

kemmañ

Hag anveliour e oa Lyev Tolstoy e gwirionez ? Mar boe degemeret e vennozhioù gant un niver bras a dud – e Rusia pergen, met da ziouganer e voe lakaet er bed a-bezh : tri burev post a voe rekis evit ober war-dro ar berniad lizheroù a reseve bemdez – e chomas un tamm diskred war meizad an anveliouriezh kristen, an eil termen anezhañ o tiskouez bezañ dislavar egile.
E 1900, da geñver Kendalc'h Etrebroadel al Labourerien Dispac'her e Pariz, e voe degemeret mennozhioù Tolstoy a-zivout ar gravez hag ar veli bolitikel, hogen nac'het e voe e zegemer evel anveliour.[33]. Ret eo anzav avat n'en deus biskoazh Lyev Tolstoy embannet bezañ anveliour.

  Pyotr Kropotkin

kemmañ
 

Hag eñ ur priñs, ha bet ur soudard, Pyotr Kropotkin (1842-1921), ur Rusian all, a zisklêrias bezañ anveliour.[47]
Ur skiantour e oa Kropotkin, en devoa redet bro dre e vicher a zouaroniour, hag a-hed e vuhez e klaskas sevel damkaniezh skiantel an anveliouriezh ha stourm evit ar gomunouriezh, ar pezh a lakaas ar anveliourien d'e bismigañ en abeg ma oa skiantelour, hag ar varksourien d'e chipotal peogwir e oa anveliour.

Skiant hag anveliouriezh

kemmañ

"Anveliouriezh komunour" eo an anv a roas Kropotkin d'e zamkaniezh eta. Anat e oa dezhañ e oa an denelezh o kerzhet a-dreuz hec'h Istor war-du an anveli, ha war-du ur gomunouriezh frank, pell diouzh komunouriezh kengladelour Karl Marx. Dibad eo ar c'humuniezhoù serr hag enep-kevredigezhel, hervezañ, ha tonket int da dreiñ da fall.
Terriñ pep Stad diouzhtu eo ar c'hammed kentañ war-du an anveliouriezh, ha terriñ ar c'hopradelezh kerkent ha torret ar Stad eo an eil.

Kenderderc'hañ ha beveziñ

kemmañ

En enep da Broudhon ha Marx e soñj da Gropotkin n'eo ket al labour kudenn bennañ ar gevredigezh hag an armerzh, ar beveziñ eo kentoc'h. Pouezusoc'h eget ar c'henderc'hañ eo an ezhommoù : dav eo bastañ diouzhtu ha puilh da ezhommoù an dud, ha diouzh ar beveziñ e yelo ar c'henderc'hañ en-dro.
Lakaet an traoù en o urzh reizh gant Kropotkin : an hevoud eo pal ar vuhez kevredigezhel ; an dud a genderc'h an traoù o deus ezhomm evit tizhout ar pal, da lavaret eo bod ha boued kent an dudi. Eilpennet eo bet an urzh-se gant ar gevalaourien, pa vez renet ar c'henderc'hañ evit mad ur bihanniver.

Trawalc'h e vefe d'an den labourat e-pad pemp pe beder eurvezh bemdez betek an oad a 45 pe 50 vloaz evit ma kenderc'hfe aes kement tra a zo rekis evit gwarantiñ aezoni ar gevredigezh.[48]

Kevret gant kudenn al labour eo hini ar c'hopradelezh, eme Gropotkin ; kengladekaat an douaroù hag al labouradegoù ne zegaso kemm ebet e buhez al labourerien, pa gemero ar Stad lec'h ar batromed ; al labour n'eo ket ur redi drezañ e-unan, an ezhommoù eo ar pal pennañ.
« Bevet rannadur al labour ! Setu aze ar vengleuz aour wirion evit pinvidikaat ar vroad ! » a skrivas ar prederour armerzhour Adam Smith[49], hag a-du gantañ e savas ar sokialourien, petra bennak ma'z eo ar binvidien a vez pinvidikaet gant rannadur al labour pa vez lakaet al labourerien da robotoù diskiant padal he deus pep gevredigezh dober a labourerien speredek hag ijinus. Gwir eo ec'h eo aesoc'h d'ar batromed gourlakaat o divizoù da labourerien diberzhek evit kaout an dizober anezho. Mar c'hoarvez an dispac'h sokialour e chomo digemm stad al labourerien. Uhelvennad ar gevalaouriezh eo an tailorekadur, an ardivinkadur e doare Frederick Winslow Taylor (1856-1915) :

Ar bugel e servij ur mekanik na c'hall ket kompren, hag arabat eo dezhañ kompren, hag evezhierien a gastiz [ar bugel] mar distegn e evezh e-pad ur pennadig eo [rannadur al labour]. [...] An den tikedennet, stampilhet a-hed e vuhez eo rannadur al labour.[48]

Marksouriezh hag anveliouriezh

kemmañ

Hervez Karl Marx e tleer diorroadur ar gevalaouriezh da lezennoù an armerzh hepken, al lezennoù-se o stummañ ar Stad ; dizarbennet eo bet an arguzenn-se gant Kropotkin, a lavar eo savet dizehan ar Stad a-du gant ar binvidien, kement-se o vezañ hec'h anien hag hec'h abeg istorel[50].
Enep "lezober" ar frankizouriezh e sav Kropotkin ivez, pa n'eus ket anezhañ : ar Stad eo a ren war ar vuhez armerzhel evit brasañ gounid ar gevalaourien, un touell eo "neptuegezh" ar Stad. Arabat eo he lezel da gevredikaat binvioù ar c'henderc'hañ rak da hollveliouriezh ar Stad e kasfe kement-se ; d'ar yoc'hoù labourar da aozañ stummoù nevez ar frankiz a-c'houde an dispac'h. Evel an holl anveliourien eta e soñj da Gropotkin ez eo pep Stad enep an dispac'h.
Pa lavar ar varksourien e ranker aozañ oberiantiz emdarzhek ar bobl dre ur Stad poblel savet ganto a-c'houde an dispac'h e respont Kropotkin hag an anveliourien all n'eo ar Stad nemet un aotrouniezh a zo bez frankiz ar bobl. Enep daelerezh ar varksourien – dre an aotrouniezh e vo ganet ar frankiz – e vez an anveliourien evel Kropotkin (ha Bakounin, daoust da zaelerezh Hegel) : ne c'hall forzh pe Stad nemet breinañ an dispac'h.

Kenskoazell

kemmañ

Brezelioù eo ar « stourm evit ar vuhez » bet deskrivet gant Charles Darwin[51] ha « stourm ar renkadoù » ar varksourien, eme Gropotkin. N'eo ket dre ar brezelioù-se hepken ez a an emdroadur en-dro, emezañ ivez, pa'z eo rekis e vefe kenlabour, kenskoazell hag emouestladur er gevredigezh.
Biskoazh n'eo bet diskuliet kement-se gant an istorourien, n'o deus deskrivet nemet c'hoari ar veleien, ar vilourien, ar bolitikourien hag ar binvidien evit staliañ o hollveliouriezh war pobloù ar bed.[48]

  Errico Malatesta

kemmañ
 

« Kantvedoù-pad eo bet rediet al labourerien, setu ec'h int boas da c'hortoz labour, ha bara neuze, digant ar vistri, ha da welet o buhez bepred e trugarez neb a zo perc'henn war an douar ha war ar gevala ; deuet int da grediñ ec'h eo a-drugarez d'ar vistri e c'hallont debriñ, ha hegredik e klaskont gouzout penaos e c'hallfent bevañ mar ne vije ket eus ar vistri », a skrivas an Italian Errico Malatesta (1853-1932).[52]

An aozadur

kemmañ

Pa glask al labourerien sevel Etrebroadelennoù ez eus dija eus "Etrebroadelenn ar gevalaourien" ; dizanv eo al luskad-se, hogen aozet eo, setu e prederias Malatesta war aozadur al luskad anveliour.
Boudoù kevredigezhel eo an dud, ne c'hall ket an den treuzvevañ drezañ e-unan. An aozadur eo alc'hwez ar vuhez neuze : ret eo d'an dud en em aozañ, pe en o frankiz oberiant ha dre genasant, pe dindan beli un urzh a zo bet aozet gant un nebeud tud a vez o korvoiñ ar yoc'hoù.
Droukveskañ "aozadur" ha "galloud" a ra an anveliourien hiniennelour pa ne welont nemet an eil doare ; mar bijent anveliourien wirion e vijent gouest da aozañ ar gevredigezh hep na vije dober gant pennadurezhioù uhelañ. A-raok lavaret staliañ an anveli e ranker gouzout bevañ enni, da lavaret eo gouzout aozañ ar frankiz.[53]
Ha hualet e vo an intrudu hiniennel mar ranker klask ar c'henurzh ha kenasant an hentez ? Tamm ebet, eme Valatesta, pa'z eo dre ar c'henlabour e c'hall pep den lakaat e varregezhioù e pleustr, da lavaret eo bezañ en e frankiz.
A-du gant Mic'hail Bakounin e sav Malatesta pa zispleg aozadur an anveli : strolladoù emren ha dizalc'h, kenstrolladoù, kevreadoù kenstrolladoù.

Strolladoù politikel ha sindikadoù

kemmañ

Da soñj an Italian, ne c'hall ket an anveliourien o-unan degas an dispac'h, ha ne c'hall ket strolladoù politikel an tu kleiz en ober kennebeut, setu e ranker sevel un talbenn hepken dre genemglev etre an daou luskad-se. Met arabat eo e teufe ur strollad politikel da vezañ er gouarnamant, rak kerkent e trofe da enebour an anveliourien. Ne c'hall ar c'henemglev padout nemet keit hag an ober darsavel eta.[53]

Ne c'hall ket ar sindikadoù o-unan seveniñ an dispac'h kennebeut, eme Valatesta, peogwir int elfennoù eus ar reizhiad armerzhel, politikel ha kevalaour ; aozadurioù lezennel zo anezho, ne c'hallont stourm nemet e framm strizh Stad ar vourc'hizien. Falsfrankizoù a vez gounezet ganto a vare da vare, tra ken.
Binvioù hepken eo aozadur stourmoù ar yoc'hoù labourer, an harzoù-labour, ar boikot, an ober didro, an tarverezh, an darsav zoken, da lavar Malatesta, rak an anveli eo ar pal ha, drezi, dishualded an denelezh.
En arvar e vez ar sindikadoù da dreiñ da aozadurioù ma vez gopret tud ha ma vez burevveliekaet oberoù ar stourmerien. Ne c'haller ket bezañ anveliour ha gopret gant ur sindikad – evel ma ne c'hall ket ur sokialour gwirion bezañ dilennad e breujoù ur Stad.

Daveoù

kemmañ
  1. Errico Malatesta (2004), Towards Anarchism (en).
  2. Anarchism en Encyclopædia Britannica (en)
  3. Anarchism, e The Shorter Routledge Encyclopedia of Philosophy, Routledge, 2005, ISBN 978-0-415-32495-3 (en)
  4. Peter Kropotkin, Anarchism: A Collection of Revolutionary Writings, Dover Publications, 2002, ISBN 978-0-486-41955-8 (en)
  5. R. B. Fowler (1972), The Anarchist Tradition of Political Thought, The Western Political Quarterly (en)
  6. Richard Sylvan, Anarchism, en A Companion to Contemporary Political Philosophy, Wiley-Blackwell Publishing, 2012, ISBN 978-1-4443-5087-6 (en)
  7. 7,0 ha7,1 Frank H. Brooks, The Individualist Anarchists: An Anthology of Liberty (1881–1908), Transaction Publishers, 1994, ISBN 978-1-56000-132-4 (en)
  8. Colin Moynihan, Book Fair Unites Anarchists. In Spirit, Anyway, e The New York Times, 16/04/2007 (en)
  9. Dennis Roddy, Anarchists: Can they get it together?, e Pittsburgh Post-Gazette, 02/02/2003 (en)
  10. Joseph Kahn, Anarchism, the Creed That Won’t Stay Dead; The Spread of World Capitalism Resurrects a Long-Dormant Movement, e The New York Times, 05/08/2000 (en)
  11. Carl Slevin, Anarchism, e The Concise Oxford Dictionary of Politics, Oxford University Press, 2003, ISBN 978-0-19-280276-7 (en)
  12. 12,0 ha12,1 Peter Kropotkin, "Anarchism", Encyclopædia Britannica]] 1910 (en)
  13. Murray Rothbard, Concepts of the Role of Intellectuals in Social Change Toward Laissez Faire, The Journal of Libertarian Studies (en)
  14. Cynics, gant Julie Piering (en)
  15. 15,0 15,1 15,2 ha15,3 Jean Préposiet, Histoire de l'anarchisme, Tallandier, Paris, 2005, ISBN 2-84734-190-0 (fr)
  16. Korintiz II, 3, 17. Troet diwar La Bible, Société Biblique de Genève, 2011, ISBN 978-2-608-12301-5 (fr) ; un droidigezh vrezhonek all gant Gwilh ar C'hoad a gavor amañ.
  17. Max Weber, L'éthique protestante et l'esprit du capitalisme, Pocket, 1989, ISBN 978-2-266-03402-9 (fr)
  18. Arnold Snyder, Graines d'anabaptisme – Éléments fondamentaux de l'identité anabaptiste, Éditions Mennonites, 2000, ISBN 978-2-904214-61-5 (fr)
  19. Daniel S. Larangé, La parole de Dieu en Bohême et Moravie, L'Harmattan, 2008, ISBN 978-2-296-06552-9 (fr)
  20. François Rabelais, Gargantua : texte intégral en ancien français et français moderne, Pocket, 2011, ISBN 978-2-266-22031-6 (fr)
  21. 21,0 21,1 21,2 21,3 ha21,4 Meneget gant Claude Harmel, Histoire de l'anarchie, des origines à 1880, Ivrea, 1984, ISBN 978-2-85184-145-2 (fr)
  22. Maurice Dommanget, Le curé Meslier, Coda Éditions, 2008, ISBN 978-2-84967-047-7 (fr)
  23. Maurice Dommanget, Enragés et curés rouges en 1793, Spartacus, 1993, ISBN 978-2-902963-31-7 (fr)
  24. Mark Philp, William Godwin, 2013, Stanford University (en)
  25. William Godwin (1793), An Enquiry Concerning Political Justice and its Influence on General Virtue and Happiness, Oxford University Press, 2013, ISBN 978-0-19-964262-5 (en)
  26. Edmond Burke (1790), Reflections on the Revolution in France, Dolphin, 1989, ISBN 978-0-385-26577-5 (en)
  27. 27,0 ha27,1 Max Nettlau, Histoire de l'anarchie, Éditions Tête de Feuilles, 1971 (fr)
  28. Henry David Thoreau (1854), Walden, Oxford University Press, 2009, ISBN 978-0-19-953806-5 (en)
    Walden ou La vie dans les bois, Gallimard, 1990, ISBN 978-2-07-071521-3 (fr)
  29. Henry David Thoreau (1849), On the Duty of Civil Disobedience, en Civil Disobedience, and Other Essays, Dover Publications, 2011, ISBN 978-0-486-27563-5 (en)
    La désobéissance civile, Mille-et-une nuits, 1991, ISBN 978-2-84205-062-7 (fr)
  30. G. V. Plekhanov, Anarchisme et socialisme, Éditions du Sandre, 2007, ISBN 978-2-914958-77-6 (fr)
  31. Internatinal Workingmen's Association, bet krouet d'an 28 a viz Gwengolo 1864 e Londrez.
  32. Diwar-benn ar Gevread Jurasian, gwelit : Mario Vuilleumier, Horlogers de l'anarchisme, Payot, 1988, ISBN 978-2-601-03042-6 (fr)
  33. 33,0 33,1 33,2 33,3 33,4 ha33,5 Jean Maitron (1951), Le mouvement anarchiste en France, Gallimard, 1992, ISBN 978-2-07-072498-7 (fr)
  34. 34,0 ha34,1 Daniel Guérin (1965), L'anarchisme, Gallimard, 2001, ISBN 978-2-07-032427-9 (fr)
  35. Pierre Naville, D'Holbach et la philosophie scientifique au XVIIIe siècle, Gallimard, 1967, ASIN B005GR133U (fr)
  36. André Vergez (1969), Faute et liberté, Les Belles Lettres, 2004, ISBN 978-2-251-60090-1 (fr)
  37. 37,0 ha37,1 Bertrand de Jouvenel (1972), Du pouvoir — Histoire naturelle de sa croissance, Hachette, ISBN 978-2-01-279306-4 (fr)
  38. 38,0 38,1 38,2 38,3 38,4 ha38,5 Max Stirner (1845), Der Einzige und sein Eigentum, Reclam, Ditzingen, 1986, ISBN 978-3-15-003057-8 (de)
    L'Unique et sa propriété, La Table Ronde, 2000, ISBN 978-2-7103-0996-3 (fr)
  39. 39,0 39,1 39,2 ha39,3 Pierre-Joseph Proudhon, Oeuvres complètes, BiblioBazaar, 2008, ISBN 978-0-559-17768-2 (fr)
  40. Jean-Jacques Rousseau (1762), Du contrat social, J'ai Lu, 2013, ISBN 978-2-290-07527-2 (fr)
  41. 41,0 ha41,1 Michel Bakounine, Oeuvres complètes (8 levrenn), Éditions Ivrea (fr)
  42. 42,0 ha42,1 Meneget gant François Porché, Portrait psychologique de Tolstoï, Flammarion, 1935, p. 299.
  43. Lukaz, 6, 20
  44. Lukaz, 6, 24
  45. Pierre Bayle (1697), Dictionnaire historique et critique, Belles Lettres, 2014, ISBN 978-2-251-15003-1 (fr)
  46. Léon Tolstoï (1855), Les récits de Sébastopol, Payot, 2005, ISBN 978-2-228-89967-3 (fr)
  47. Pierre Krotopkine, Oeuvres, Maspero, 1976 & La Découverte, 2001, ISBN 978-2-7071-3527-8 (fr)
  48. 48,0 48,1 ha48,2 Pierre Kropotkin (1890), La conquête du pain, Dialectics, 2013, ISBN 978-0-9886685-6-0 (fr)
  49. Adam Smith (1776), An Inquiry into the Nature and Causes of the Wealth of Nations: A Selected Edition, Oxford Paperbacks, 2008, ISBN 978-0-19-953592-7 (en)
    Enquête sur la nature et les causes de la Richesse des Nations, Presses Universitaires de France, 1995, ISBN 978-2-13-047181-3 (fr)
  50. Pierre Krotopkine (1894), Les temps nouveaux – Conférence faite à Londres, Au Bureau de la Révoltée, 1894, ASIN B001C6UIG2 (fr)
  51. Charles Darwin (1859), On the Origin of Species by Means of Natural Selection, or the Preservation of Favoured Races in the Struggle for Life, Penguin Classics, 2009, ISBN 978-0-14-043912-0 (en)
    De l'origine des espèces au moyen de la sélection naturelle, Maspero, 1983, ISBN 978-2-7071-1169-2 (fr)
  52. Errico Malatesta (1891), L'anarchie, Lux, 2012, ISBN 978-2-89596-151-2 (fr)
    Ar skrid en-linenn (fr)
  53. 53,0 ha53,1 Errico Malatesta, "Écrits choisis", Éditions du Monde Libertaire, 2006, ISBN 978-2-915514-01-8 (fr)
  1. Savelegezh : an holl zarvoudennoù a c'hoarvez er bed, oberennoù mad-den pergen, zo liammet kenetrezo ha devoudet gant an holl zarvoudennoù kent.
  2. Frankdivizout : galloud an dud da zivizout dre nerzh o youl-i hepken.
  3. Arabat eo droukveskañ jakobinelezh (ar gelennadurezh) ha jakobinegezh (ar spered).

Levrlennadur

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Buhezskridoù ha dastumadegoù

kemmañ

Keleier

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ