Henry David Thoreau

Henry David Thoreau ( ganet David Henry Thoreau) a zo ur prederour, naturour ha barzh amerikan, bet ganet d'an 12 a viz Gouhere 1817 e Concord (Massachusetts) ha marvet er memes kêr d'ar 6 a viz Mae 1862.

Henry David Thoreau
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHenry David Thoreau Kemmañ
Anv ganedigezhDavid Henry Thoreau Kemmañ
Anv-bihanHenry, David Kemmañ
Anv-familhThoreau Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Gou 1817 Kemmañ
Lec'h ganedigezhWheeler-Minot Farmhouse Kemmañ
Deiziad ar marv6 Mae 1862 Kemmañ
Lec'h ar marvConcord Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvtorzhellegezh Kemmañ
Lec'h douaridigezhSleepy Hollow Cemetery Kemmañ
TadJohn Thoreau Jr. Kemmañ
MammCynthia Dunbar Kemmañ
Breur pe c'hoarSophia Thoreau Kemmañ
Priedtalvoud ebet Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Bet war ar studi eHarvard College, Skol-veur Harvard Kemmañ
Lifestylevegetarianism Kemmañ
RelijionUnitarianism Kemmañ
Kleñvedtorzhellegezh Kemmañ
Oberenn heverkWalden, Civil Disobedience Kemmañ
Diellaouet gantBeinecke Rare Book & Manuscript Library Kemmañ
LuskadPrederouriezh ar C'hornôg Kemmañ
Tachenntranscendentalism Kemmañ
Prizioù resevetHall of Fame for Great Americans Kemmañ
Prantad19th-century philosophy Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.tekstowo.pl/wykonawca,thoreau.html Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadMinneapolis Institute of Art Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken, Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Facial hairchin curtain Kemmañ
Henry David Thoreau
e 1856

E vuhez berr-ha-berr

kemmañ

E oberenn vrasañ, Walden pe ar vuhez er c'hoadoù ("Walden or Life in the Woods"), a zo ur preder diwar-benn an ekonomiezh, an natur, hag ar vuhez simpl kaset a-gostez ar gevredigezh, skrivet pa oa o chom en ur gabanenn en doa savet war ribl ur stank. E skrid-arnod Disentidigezh keodedel, a ziskouez un tu a-enep an aotrouniezhioù sklavelour eus ar c'houlz-se, o deus awenet an oberezhioù a-stroll kaset gant Gandhi ha Martin Luther King Jr. a-enep hanbarzh ar gouennoù.

Thoreau a gas sklavelezh ar re zu, ha diskouez ar gristeniezh hag a vestron en un doare ofisiel n'eo nemet brizhkredenn, hag ar politikourion n'int ket luskedet gant al «lezennoù-uhel». Soñjal a ra gant un adreizh divezouriezh ar gevredigezh dre an di-genlabouradeg gant an direizhder ar gouarnamantoù, met chom a ra pell atavik diouzh pep oberenn pe aozadur sokial.Goude an taol-esae c'hwitet gant John Brown evit sevel un emsavadeg a-du gant ar freuzidigezh, ur salver bras a ra gantañ ha harp anezhañ a-wel d'an holl. En em gavout a reas neuze, e dibenn e vuhez, e tarzh Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, a-du gant ar c'hedveno muioc'h muiañ boutin, hag a kroge da grediñ d'ar freuzidigezh ar sklaverezh dre an hentenn stard, hep en em lakaat koulskoude.

Lesanvet ar «barzh-naturour» gant e vignon William Ellery Channing (1818-1901), Thoreau a zo sot gant an darvoudennoù dreistnatur ha stummoù ar vuhez disheñvel, al louzawouriezh peurgetket, ha skriv en e gazetenn, leuniet a-hed an ugent vloaz tremenet, e selladennoù dre ar munud hag e santimantoù c'hoarvezet enno rakañ. Gant ar bloavezhioù tremenet, ur sell reizhiadekoc'h, skianteloc'h, hag an hini a oa gwalennataer en deus gallet ijinañ, un tamm, ar goataouriezh hag an ekologiezh. Ar garantez hag an doujañs ouzh an natur hag e treuskas a zo deuet da vezañ, a-feur ma veze embannet hag anavezet, ur stivell evit an awen an naturourion amatour heg an ekologourion ; kement hag e vennozhioù diwar an ekonomiezh hag ar politikerezh a zedenn an oberelourion sokial hag arre a blij dezhe an eeunded youlek.