Prosper Proux
Prosper Proux zo ur skrivagner brezhonek bet ganet e Poullaouen d'an 20 a viz Here 1811 ha marvet e Montroulez d'an 11 a viz Mae 1873[1]. Brudet eo evel saver kanaouennoù.

Poltred gant Yan' Dargent
Prosper Proux a save sonioù skañv ha fentus, d'ober goap alies, ouzh ar veleien a-wechoù.
Kenlabourat a rae gant ar gelaouenn Bretagne et Vendée. Un toullad eus e oberennoù a vije aet da goll.
Kanet e vez lod eus e oberennoù er festoù-noz :
- Kimiad ur soudard yaouank, gant ar Vreudeur Morvan ;
- Son ar merc'hetaer, gant Marcel Gwilhoù (kemmet ar pozioù) ;
- An Amzer Dremenet, gant Lomig Doniou.
Ur ganaouenn anvet "Margodig koant", brudet da vezañ an hini lousañ e brezhoneg, a vije bet skrivet gantañ, met skolveuridi zo a lavar n'eo ket gantañ eo bet savet.
E vuhez Aozañ
E dad a rae war-dro mengleuzioù Poullaouen, hag a voe maer er gumun. Emzivad e voe en-yaouank, ha kaset d'ober e studi da skolajoù Kastell-Paol, Sant-Brieg, hag An Oriant.
Monumant Aozañ
Ur monumant en enor dezhañ a voe kizellet gant René Quillivic, ha savet e Gwerliskin en 1919[2].
Enrolladurioù Aozañ
- Prosper Roux, Kimiad ar soudard yaouank (L'Adieu du jeune soldat), PDF / MP3
Oberennoù Aozañ
N'eus nemet div levrenn :
Levrlennadur Aozañ
- Prosper Proux.Studiadenn var e vuez, e lizerou, e varzoniez, tezenn gant Frañsez Jaffrennou, Roazhon, 1913.
- Oberoù klok Prosper Proux, Preder, 1975.
- Prosper Proux, 1811-1873 : un poète et chansonnier de langue bretonne : vie, œuvres, correspondance comprenant de nombreux inédits, kinniget gant Yves Le Berre, Jean Le Dû ha François Morvannou, Brest, Centre de recherche bretonne et celtique, 1984, 343 fajenn, levrlennadur p. 337-342. Bodet eo skridoù brezhonek an div levrenn, troet e galleg gant ar skolveuridi.
Notennoù Aozañ
- ↑ (fr) Notice d'autorité de la Bibliothèque nationale de France.
- ↑ Le Temps n° 21259 du 22 septembre 1919 (consultable en ligne sur Gallica).