Jean-Édouard Dargent’’', ganet e Sant-Servez-Landivizio d'an 15 a viz Here 1824 ha marvet e Pariz d'an 19 a viz Du 1899), a voe ul livour hag ur skeudennaouer breizhat hag en deus livet e vro c’henidik. Gant an an arallanv, Yan’ Dargent e reas e remzad arzel.

 
Kinkladur an Naeron
diwar ur dresadenn gant Yan' Dargent
Feilhañserezh HB Henriot, Kemper

Mab e oa da d'ur c'hivijer lorenat, Claude Dargent, a oa dimezet gant Marguerite Perrine Clémentine Robée, merc'h an ostiz ha moraer kozh, Pierre Robée, a zalc’he un ostaleri e Sant-Servez-Landivizio hag a voe maer ar gumun.

Daou vloaz hepken e oa Jean-Édouard pa varvas e vamm ha pan eas e dad da labourat war e vicher e Landerne. Addimeziñ a reas an tad e Kastell-Paol, hag en e dud-kozh e voe fiziet ar bugel. Gant e dad-kozh Pierre Robée e voe kaset da Blouared ma voe skoliataet gant un eontr-kozh a oa mestr-skol eno. Unan eus e genskolidi e voe ar barzh Fañch an Uhel, a chomas e vignon a-hed e vuhez. Mignon e voe ivez gant Prosper Proux ma reas e boltred dezhañ.

D'a skolaj Landerne ez eas da c'houde, kent mont e 1836 da skolaj Kastell-Paol. Goude-se e tistroas da Landerne da vevañ gant e dad en-dro. Fellout a rae da bPierre Robée ober ur moraer diouzh e vab-bihan, hogen hennezh a gave gwelloc'h an tresañ hag ar jedoniezh.

Da 16 vloaz, e 1840, e voe Jean-Édouard Dargent treser er gompagnunezh labourioù foran Deniel e Brest kent mont e melestradur ar Pontoù hag an Hentoù ; diwezhatoc'h e voe gopret gant Kompagnunezh ar C'hornôg (Compagnie de l’Ouest) evit ober savleoù glennadurel a-benn sevel un darn eus al linenn-houarn Brest-Roazhon etre Montroulez ha Brest.

E 1846, hag eñ 22 vloaz, e oa enseller al labourioù evit an hent-houarn e Montereau, e-kichen Orléans. Eno e kejas ouzh Jules-Nicolas Schiltz, a oa kelenner war an tresañ e likez Troyes, broudet gantañ da labourat war an arzoù. Un emzeskad e voe Jean-Édouard Dargent adal neuze, ha biskozah n'eo bet ezel eus skol pe skol, ar pezh a lakaas un harz d'e resped hep mar.

E 1849 en devoe ur mab, Ernest, gant e serc’h Aimée Louise Eulalie Crignou, met ne anzavas anezhañ nemet pa varvas Aimée e 1861.

E 1850, pa voe goulennet digantañ mont da Spagn da labourat war chanter ul linenn-houarn, e kavas gwelloc'h treiñ war-du al livañ, diwar levezon Charles-Paul Furne, mab d'an embanner parizian Charles Furne (1764-1859). Reiñ e zilez a reas, hag ez eas da chom e Pariz. Da neuze e tibabas Jean-Édouard Dargent sinañ an anv Yan' Dargent[1].

Dek bloavezh-pad e livas taolennoù a voe war ziskouez e Saloñs Paris bep bloaz, hep ober berzh bras, nemet e voe prenet pemp taolenn gant Ministrerezh an Deskadurezh foran.

E 1861 e kinnigas peder zaolenn : Les Lavandières de la nuit, Souvenir de collège, Les pilleurs de mer à Guissény ha Pâtres des plaines de Kerlouan[2]. Gounezet brud gantañ a-benn an diwezh, hep gallout bevañ diwarni avat.

Dre skeudenniñ levrioù, un daou c'hant bennak anezho, e kavas Yan' Dargent an tu da c'hounez arc'hant en un doare reoliek. Skeudennoù a-vil-vern evit kazetennoù evel La France illustrée, La vie à la campagne, Magasin pittoresque, Musée des Familles a reas ivez. Lakaat sevel ti a reas e Krec'h-an-Drev nes da Gastell-Paol.

D'an 3 a viz Gouhere 1867, d'an oad a 43 bloaz, e timezas gant Eugénie Antoinette Stéphanie Mathieu, ur sonerez a oa merc'h d'al livour Eugène Mathieu, rener ar gelaouenn « La France illustrée".

Adalek 1868 betek 1878 e voe karget da ginklañ ilizoù Sant-Servez-Landivizio, Landerne, Montroulez, Gwitalmeze ha chapelioù ouestlet iliz-veur Kemper, a roas labour dezhañ seizh bloavezh-pad.

E 1885, pa varvas e wreg Eugénie Mathieu, en em stalias da vat e Kastell-Paol.

E 1898, pa voe krouet Kevredigezh Vroadel Breizh e Montroulez, ez asantas bezañ e penn rann an Arzoù-kaer.

Pa voe skoet gant ar baourentez, e dibenn e vuhez, e voe degemeret gant e vab. E Paris e varvas d'an 19 a viz Du 1899, hag e Sant-Servez-Landivizio e voe beziet.

Hêrezh

kemmañ

Kent e varv en devoa Yan' Dargent goulennet bezañ beziet e Sant-Servez-Landivizio ; goulennet en devoa ivez ma vije e glopenn lakaet e karnel ar barrez, a oa bet kinklet gantañ, e-kichen relegoù e vamm ha re e dud-kozh. D'an 8 a viz Here 1907 e voe graet, gant aotre an Iliz. Prosez a voe graet d’ar person ha da vab Yan' Dargent gant kerentiad e gwreg en abeg ma vije bet forzhet ar bez ; gounezet e voe ar prosez gant Ernest Dargent, a varvas pevar devezh diwezhatoc'h. Er garnel emañ klopenn al livour c'hoazh.

  • Holl oberennoù Yan' Dargent en iliz-veur Kemper a voe nevesaet e deroù ar bloavezhioù 2000[3].

Oberennoù meur

kemmañ

Livadurioù

kemmañ
 
Ar C'hannerezed-noz, 1861
Mirdi an Arzoù-kaer, Kemper, Breizh
 
Al lontegezh, circa 1870
(Engravadadur hervez an daolenn orin)
  • Ancien calvaire de Killinen, près Quimper
"Kalvar kozh Kilinenn, e-kichen Kemper"[4],[5]
(eoul war lien, 99 x 60 cm - 1893)
  • Brizeux et Marie
"Brizeug ha Mari"
  • Dahut enlevée par une lame
"Ahes sammet gant un doenn-vor"
(eoul war lien, 202 x 160 cm, dastumad prevez)
  • Légende du Folgoët
"Mojenn ar Folgoad"
  • La Falaise de Pen-Hir, Camaret
"Tevenn Penn-Hir, Kameled"[6]
(glaouenn, 96 x 57 cm)
  • Le menhir
"Ar peulvan"
  • Le soir aux grèves de Roscoff
"Da serr-noz war aodoù Rosko"[6]
(eoul war lien, 49 x 80,5 cm — circa 1865-1870)
  • Le Travail
"Al labour"[5]
(eoul war lien, 126 x 251 cm - 1875)
  • Les lavandières de la nuit
"Kannerezed an noz"[5]
(eoul war lien, 75 x 150 cm - 1861)
  • L'intempérance
"Al lontegezh"[5]
(eoul war lien, 123 x 245 cm - circa 1870)
  • Mort du dernier barde breton
"Marv ar barzh breizhat diwezhañ"
  • Saint-Houardon
"Sant Houarzhon"[7]
(huile sur toile 253 x 487 cm - 1859)
  • Paysage à Goulven en Plounéventer
"Gweledva e Goulven e Gwineventer"[8]
(eoul war lien, 88 x 120 cm - 1899)
  • Sauvetage à Guisseny
"Saveteadenn e Gwiseni"
  • Portrait de Prosper Proux
"Poltred Prosper Proux"[5]
(eoul war goad, 20 x 16 cm)
  • Un soir sur la lande
"Da serr-noz war al lann"
  • Vue de la Roche-Maurice
"Ur gwel war Ar Roc'h-Morvan"

Levrioù skeudennaouet

kemmañ
  • Contes, ar vreudeur Grimm, Éditions Garnier, 1921
  • Nouveaux contes, Hans Christian Andersen, Éditions Garnier, 1875
  • Le Nouveau Robinson suisse, Éditions Hetzel, 1866
  • Histoire fantastique du célèbre Pierrot, Alfred Assolant, Éditions Furne & Boivin

Enorioù

kemmañ
  • Ur mirdi, Mirdi Ÿan’ Dargent, a zo gouestlet dezhañ e Sant-Servez-Landivizio.
  •  Marc’heg Lejion a enor (1877)
  •  Straedoù m’eo bet roet e anv dezho :
    • Yan’ Dargent (anv rik) : Sant-Servez, en e gumun c'henidik
    • Yan D’Argent pe Yan Dargent (skrivet fall) :  Brest, Douarnenez, Gwiseni, Kastell-Paol, Landerne, Landivizio, Montroulez, Ploeneg, Plougastell, Plouvien, Roazhon, Rosko

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. Diwar penndroc'h eil n an anv Yann e teu ar skrab e Yan' ; goude marv al livour e vo gwelet e anv skrivet *Yan Dargent pe *Yan D'Argent dre fazi.
  2. "Ar c'hannerezed-noz", "Eñvorenn eus ar skolaj", "Preizherien-vor Gwiseni" ha "Bugulien kompezennoù Kerlouan".
  3. D'an 12 a viz Kerzu 2008 e voe echuet al labourioù
  4. E Landrevarzeg emañ kalvar Kilinenn.
  5. 5,0 5,1 5,2 5,3 ha5,4 Mirdi an Arzoù-kaer, Kemper.
  6. 6,0 ha6,1 Mirdi an Arzoù-kaer, Brest.
  7. Iliz Sant-Houarzhon, Landerne.
  8. Mirdi ar Jakobined, Montroulez.