Ur pennad Morvan zo ivez.
Goulven Morvan
Obererezh Kazetenner, troour, barzh, skrivagner
Ganedigezh d'an 12 a viz Kerzu 1819
er Forest-Landerne,
Bro-Leon Bro-Leon
Marv d'ar 16 a viz C'hwevrer 1891
e Brehant-Loudieg,
Bro-Sant-Brieg Bro-Sant-Brieg
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Kenteliou hag istoriou a scuer vad evit ar Vretoned

Goulven Morvan a zo ur beleg, ur skrivagner hag un troour brezhonek, ganet d'an 12 a viz Kerzu 1819 er Forest-Landerne, ha marvet en Abati Timadeg e Brehant-Loudieg d'ar 16 a viz C'hwevrer 1891, d'e 71 vloaz.

E vuhez

kemmañ

Genidik e oa Goulven Morvan eus ar Forest-Landerne. Goude bezañ beleget e voe kure e meur a barrez : Kerien, Brasparzh, Plouigno, an Treoù. Goude-se e voe anvet gant eskob Kemper e penn ur gelaouenn sizhuniek nevez, Feiz ha Breiz. Diwezhatoc'h e voe anvet da berson e Penharz. E 1876 ez eas da vanac'h da Abati Timadeg hag eno e varvas, pa oa priol. Sevel a reas levrioù a zevosion.

Feiz ha Breiz

kemmañ

Gantañ e voe krouet ar gelaouenn Feiz ha Breiz e 1865. Chom a reas da rener betek 1875. Neuze ez eas da vanac'h da Dimadeg. Gant Gabriel Morvan e voe kemeret e lec'h e penn ar gelaouenn.

Troidigezhioù

kemmañ
  • Alexis Lefebvre, Scol ar maro mad pe levr Breuriez ar Maro mad (diwar La science de bien mourir : manuel de l'Association de la bonne mort), Kemper, 1865
  • François Giry, Buez hor Zalver Jesus-Christ ha buez ar Verc'hez Santel (diwar Vie de N.-S. Jésus-Christ et de la très-sainte Vierge), A. de Kerangal, 1868
  • Émile Souvestre, Ar garrek toul (diwar La roche percée[1]), moulet war Feiz ha Breiz, 1869, pp. 53-55 ha 61-62.
  • Gabriel de La Landelle, Perrina Cadoret (diwar Perrine Cadoret, tennet eus Quatrièmes Quarts de nuit, Tablettes navales), moulet war Feiz ha Breiz, 1874.
  • Jean Lander, Ar votezik prenn (diwar Le petit sabot)[2], moulet war Feiz ha Breiz niv. 220, 17 Ebrel 1869, pp. 85-87.
  • Jean Loyseau, Couent Vicovaro (diwar Le couvent de Vicovaro), moulet e meur a damm war Feiz ha Breiz, 1875.
  • A. Kalvez, Sant Convoyon, kenta abad couent Redon (diwar Saint Conwoion, premier abbé de Redon[3]), moulet e meur a damm war Feiz ha Breiz, 1869.
  • Pierre Lallemant, Buez Santez Jenovefa (diwar La vie de sainte Geneviève), moulet e meur a damm war Feiz ha Breiz, 1869.
  • Alexandre de Lamothe, Colibri (diwar Colibri), moullet e meur a damm war Feiz ha Breiz, 1872.
  • Caterina Fieschi Adorno, Tabut etre ar c'horf hag an Ene (diwar Dialoghi dell'anima e del corpo), moulet e meur a damm war Feiz ha Breiz, 1873.
  • Gabrielle d'Éthampes
    • An inkin benniget (diwar Le Fuseau bénit), moullet e meur a damm war Feiz ha Breiz, 1870.
    • Mari ar vudez (diwar Marie la Muette), moullet e meur a damm war Feiz ha Breiz, 1871.
    • Labousik Doue (diwar L'Oiseau du bon Dieu), moullet e meur a damm war Feiz ha Breiz, 1871.
    • Pouez eur Gurunen (diwar Le poids d'une couronne), moullet e meur a damm war Feiz ha Breiz, 1871.
    • Brettik (diwar La petite Brette), moullet e meur a damm war Feiz ha Breiz, 1871.
    • Aluzennou Franseza a Amboaz (diwar L'aumonière de Françoise), moullet e meur a damm war Feiz ha Breiz, 1872.
  • Raoul de Navery, An den ne c'hell ket bennigen (diwar L'homme qui ne peut pas bénir), moulet e meur a damm war Feiz ha Breiz, 1875.

Oberennoù

kemmañ

E-leizh a bennadoù hag a droidigezhioù a embannas e Feiz ha Breiz.

Notennoù

kemmañ