Feiz ha Breiz ar Vugale
Feiz ha Breiz ar Vugale a oa ur gelaouenn e brezhoneg evit ar vugale a veze embannet er bloavezhioù 1930. Yann-Vari Perrot e oa merour ar gelaouenn en deroù ha Herri Caouissin goude. Savet e veze an darn vrasañ eus ar pennadoù gant Herri ha Ronan Caouissin.
E 1932 ha 1933 e oa bet embannet un nebeud pajennadoù evit ar vugale e-barzh ar gelaouenn Feiz ha Breiz, renet gant an aotrou Perrot. Adalek 1934 e teuas er-maez ur gelaouennig distag, evit ar vugale hepken. Evel Feiz ha Breiz e oa awenet Feiz ha Breiz ar Vugale gant ar feiz katolik. Dont a reas er-maez betek 1939. En niverenn diwezhañ (nevez-amzer 1939) e oa ur galv d'al lennerien : S.O.S., Feiz ha Breiz ar Vugale a zo warnez mervel..., dre ziouer a lennerien ha dre ziouer a arc'hant.
Skeudennoù
kemmañ-
Here 1934
-
Du 1934
-
Kerzu 1934
-
Meurzh 1935
-
Per ar C'holin 1934
-
Poufer 1933