Da Feiz hon Tadoù Kozh

Da Feiz hon Tadoù Kozh zo ur c'hantik brezhonek, anavezet en Eskopti Kemper ha Leon dreist-holl, savet gant ar beleg leonat Loeiz Jozeb Mari Abyann (1876-1932), war don ur c'hantik gallek anvet Sainte Religion. En amzer-se e oa kure an oberour e Goulien (Bro ar C'hab), e-kerzh ar votadegoù-kêr e 1904, ha brudet e-kerzh ar stourm a-enep lezenn disparti ar Stad hag an Iliz, e 1905.

Anavezet mat eo e-touez ar gatoliked vrezhonek ha kanet e vez en ilizoù, evit an obidoù hag er pardonioù dreist-holl[1]. Anavezet-mat eo e Leon hag ivez e Kernev, e Bro ar C'hab dreist-holl (lesanvet “Bro “Da Feiz hon Tadoù kozh”)[2]). Ken anavezet eo dre eno ma veze kanet evel ur seurt kan broadel breizhek (da geñver ar stourm a-enep raktres kreizenn nukleel Plougoñ da skouer)[3].

Arouez al liamm etre ar feiz hag ar yezh eo. Test eo eus ur mare ma oa ar feiz katolik o ren e Breizh-Izel, ha dreist-holl betek dibenn ar bloavezhioù 1950, pa veze leun an ilizoù bep Sul.

Pozioù Da Feiz hon Tadoù Kozh

kemmañ


Da Feiz hon Tadoù Kozh
Loeiz Jozeb Mari Abyann, 1904

Diskan :
Da feiz hon tadoù kozh, ni pôtred Breiz-Izel

Ni zalc'ho mat atao;

'Vit feiz hon tadoù koz hag en-dro d'he banniel,

Ni holl en em stardo.

Feiz karet hon tadou, morse ni n'ho nac'ho,

Kentoc'h ni a varvo, Kentoc'h ni a varvo, kentoc'h ni a varvo!


1. D'ar c'hrouadur bihan, e kichenig e gavell.

E lakait ur vamm vat, en deiz evel en noz;

Er boan hag en anken, hi a daol buan eur zell

War groaz santel Jezuz, he soñj er baradoz.


2. D'ar pôtr, d'ar plac'h yaouank, c'hwi ziskouez hent ar furnez,

C'hwi lavar : "It gantañ, hep krenañ dirak den;

Bezit, tud yaouank Breizh, bezit e-pad ho puhez,

Atav gwir gristenien, treitourien birviken !


3. D'an den kozh, gwenn e benn, e korn an tan azezet

O skuilh daeloù a geuz war e amzer gentañ

War-lerc'h kalz a boanioù, c'hwi lavar, Salver karet,

Er baradoz e vo eürusted evitañ


4. D'an den diwar ar maez, kenkoulz ha d'an den a vor

C'hwi a ro nerzh-kalon da stourm er boan atav

Gouzout a reont, en neñv e kavint holl dor zigor :

Ar vuhez vo bet tenn ; d'an drubuilh, kenavo !


Ar c'hantik

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveennoù ha notennoù

kemmañ
  1. http://www.kan-iliz.com/da-feiz-hon-tadou-kozh/
  2. lec'hienn ar C'hab
  3. Ibidem.