Kensonenn rotek
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn rotek (saoz.: rhotic consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus c'hensonennoù linkus nann a-gostez, da lâret eo kensonennoù "r"-heñvel.
Doareoù distagañ |
---|
Dre serriñ |
Klikoù |
Tarzhañ |
Strakal |
Entarzhañ |
Fic'hal |
Ruzennoù |
C'hwibanennoù |
Dassonennoù |
Fri |
Stlakat |
Froumal |
Tostaat |
Linkus |
Vogalennoù |
Hantervogalennoù |
Kostezennoù |
Daoust ha m'eo damheñvel o son ez eo lies-tre doare distagañ ar c'hensonennoù rotek implijet gant yezhoù ar bed, o vont eus kensonennoù dre daravat, dre dostaat hantervogalennek pe get betek kensonennoù dre serriñ zoken.
Peurliesañ e vez implijet an arouezenn /r/ evit treuzskrivañ an holl kensonennoù rotek nemet pa vez ezhomm resisaat o doare hag o lec'h distagañ resis.
Setu roll ar c'hensonennoù rotek pennañ implijet gant yezhoù ar bed:
- Dre froumal: bez' e c'hell bezañ staget gant beg an teod (treuzskrivet [r] hervez reolennoù al LFE) pe c'hoazh gant an huged (LFE: [ʀ]). Kavet e vez stank kensonennoù rotek distaget dre froumal e yezhoù ar bed, da skouer e rannyezhoù brezhonek 'zo, ar ruseg, an italianeg hag ar spagnoleg. Raloc'h e vez kavet kensonennoù dre froumal all, da skouer ř (LFE: [r̭]; kensonenn froumal dre daravat) e tchekeg ha rh (LFE: [r̥]; kensonenn dre frouml divouezh)) e kembraeg.
- Dre stlakat: heñvel a-walc'h o son diouzh hini ar c'hesnonenoù dre froumal daoust d'o doare distagañ disheñvel, da skouer e spagnoleg pero /ˈpeɾo/ ("met") kv.perro /ˈpero/ ("ki"). Ne rank ket talvezout dre ret seurt kensonennoù da kensonennoù rotek dre ret atav, da skouer pa dalvez ar gensonenn dre stlakat [ɾ] e rannyezhoù saoznek e da alofonennoù /t/ ha/pe /d/.
- kevig dre dostaat pe tro gil: an doare ma vez distaget al lizherenn r e saozneg peurliesañ, da lâret eo [ɹ] (kensonenn kevig dre dostaat) pe [ɻ] (kensonenn dre dostaat tro-gil).
- Huged pe drekstaon approximant or fricative: doare distagañ an r e galleg unvan (doare Pariz), en alamaneg hag e daneg. Bez' e c'hell bezañ distaget resisoc'h evel ur gensonenn huged pe drekstaon dre daravat mouezhiet pe divouezh pe c'hoazh evel ur gensonenn rakstaon dre dostaat.
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |