Hirder (yezhoniezh)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen hirder war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ar fed ma c'hell ur vogalenn pe ur gensonenn bezañ distaget berr pe hir.
Ne dalvez ket an hirder da berzh fonemek e meur a yezh. E meur a yezh all avat e talvez hirder ar c'hensonennoù ha/pe ar vogalennoù da diforc'hañ etre gerioù peurheñvel a-hendall, d.s.
- Hirder kensonennel:
- Hungareg
- berr: megy ("mont") kv. hir: meggy ("kerezenn but")
- Hirder vogalennel:
- Brezhoneg
- berr: mell kv. hir: mel
Ral a wezh e vez kavet yezhoù implijet gante hirder ar vogalennoù hag hirder ar c'hensonennoù war un dro war al live fonemek. Ouzhpenn-se e vez levezonet silabennoù a-bezh gant efedoù an hirder mar bez anezhañ kentoc'h evit ur vogalenn pe ur gensonenn resis.
Peurliesañ, pa dalvez an hirder da diforc'hañ etre gerioù en ur yezh bennak e vez implijet daou derez pennañ, da lâret eo vogalennoù berr/plaen enebiet ouzh vogalennoù hir/hiroc'h. A-wezhoù, dre vras abalamour da abegoù istorel, e kaver ivez yezhoù implijet gante tri derez, da skouer an estoneg (berr, hir, hir-tre).
Ez-resis evit ma talvez an hirder da berzh fonemek e rankfe an holl elfennoù all eus ar gerioù diforc'het dre an hirder vogalennek pe kensonennel-se bezañ peuzheñvel. Peurliesañ avat ar fed ma vez hir pe verr ur vogalenn pe ur gensonenn a degas ivez kemmoù all, dreist-holl evit a sell ouzh perzhioù ar vogalennoù all tro-dro pe tost oute, da skouer:
- Saozneg "i"
- berr: /ɪ/ kv. hir /iː/
- d.s. hit ("skeiñ") kv. heat
- Brezhoneg "e"
- berr: /ɛ/ kv. hir: /eː/
- d.s. krennañ kv. krenañ
(Notenn: N'eo ket bet merket ar friadur en treuskrivadur
Gwelit ivez:
kemmañPorched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |