Skizhad (yezhoniezh)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen skizhad (saoz.: segment) evit komz eus an unanenn fonologel pe fonetikel bihanañ, da lâret eo ur vogalenn, ur gensonenn. Er c'hontrol, n'heller ket sellet ouzh an ton pe an taol-mouezh e-giz unanennoù kemm-digemm ; lavaret e vez int fedoù dreistskizhadel (en: ''suprasegmental'').


Gwelit ivez

kemmañ
  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.