Er yezhoniezh e vez implijet an termen gweuzadur (saoz.: labialisation) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ar fed ma vez kemmet stumm an diweuz pa broduer ur sonenn all gant ar genoù ha/pe ar fri. Implijet e vez an termen "gweuzadur" pa gomzer eus kensonennoù keit ha ma vez implijet an termen ront evit ober dave d'ar fed ma vez kemmet stumm an diweuz pa distager ur vogalenn.

An perzh distagañ a eil renk muiañ-kavet e-touez yezhoù ar bed an hini eo ivez. Diforc'het e vez doareoù gweuzadur disheñvel e yezhoù kaokazek ar gwalarn, er yezhoù atabaskek, er yezhoù salichek hag ivez e meur a yezh indezeuropek, da skouer e saoznek amerikanek e kaver tri derez gweuzadur fonetikel:

Peurront: /w, ɹ/
Damront (pe digor-ont): /ʃ, ʒ, ʧ, ʤ/
Nann-ront (pe "plaen")

Doareoù gweuzadur

kemmañ

Rontadur ar c'hensonennoù distaget gant kein an teod, d.s. /k, g, q/ eo an doare gweuzadur kavet ar pep aliesañ etre yezhoù ar bed evel e brezhoneg "gwell" kv. "gell".

Peurliesañ, met n'eo ket dre ret, pa vez gweuzet kensonennoù all e vezont drekstaonekaet ivez war un dro, da lâret eo e teuont da vezañ gweuzet-drekstaonekaet.

Setu ur roll eus doareoù distagañ a eil renk bet deskrivet evel doaroù gweuzadur kavet e yezhoù ar bed, peurliesañ evel alofonennoù met a-wezhoù ivez evel fonemoù:

E arrernteg ar reter e c'hell bezañ gweuzet an holl lec'hioù distagañ hag ivez an holl doareoù distagañ.

Treuzskrivadur

kemmañ

Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel e c'heller implijout ur sin diakritek skrivet dindan un arouezenn bennañ evit merkañ ar fed ma vez rontaet keit ha ma c'heller merkañ ar fed ma vez rontaet-krenn ur vogalenn dre skrivañ ur "w" bihañ a-us ha d'an tu-dehoù dezhi, da skouer e houpaeg ma vez diforc'het etre tri derez rontder: [x x̹ xʷ] pe [x x̜ʷ xʷ]. Div arouezenn ispisial all ez eus el LFE ledanaet: /ɹ͍/ evit merkañ diweuz stegnet nann-ront ha œ] evit merkañ sonennoù ront-digor.

Bez' ez eus ivez un arouezenn evit treuzskrivañ sonennoù dent gweuzet: /tʋ/.

Pa ranker spisaat an doare gweuzadur resis, evel da skouer pa dreuzskriver an abc'hazeg hag an oubic'heg, e c'heller implijout an arouezennoù implijet dre voas evit treuzskrivañ kensonennoù dre daravat skrivet bihanoc'h a-us hag a-dehoù d'an arouezenn gensonennel pennañ, d.s.: [tv], [tβ], [tʙ], [tp].

Evit merkañ ar gweuzadur eeun hepmuiken e vez implijet c'hoazh gant yezhonourion/ezed 'zo ur sin diakritek ([ ̫]) bet skarzhet gant al LFE, d.s. e choneg /s̫/ ha /z̫/ enebiet ouzh /s/ ha /z/ hag enebiet e rannyezhoù 'zo ivez ouzh /sw/, /zw/, /s̫w/, /z̫w/].

Heñveladur

kemmañ

Alies e vez produet evel disoc'h an heñveladur, da lâret eo e vez gweuzet ur gensonenn dindan levezon sonennoù gweuz tro-dro pe tost outi, da skouer:

/k/ > /kʷ/ dindan levezon un /o/ tost outanñ pe /a/ > /o/ dindan levezon ur /p/ pe ur /kʷ/ tost outañ.

E yezhoù kaokazek ar gwalarn hag ivez e yezhoù 'zo komzet en Aostralia eo deuet da vezañ dirontaet ront a-gent keit ha ma oa deuet da vezañ ront pe gweuzet ar c'hensonennoù stok oute dindan o levezon. Kavet e vez neuze meur a gensonenn gweuzet er yezhoù-se da heul an heñveladur-se keit ha m'eo aet kalz war digresk an niver a vogalennoù, betek div vogalenn fonemek a-wezhoù nemetken.

Gwelit ivez

kemmañ
  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.