Er yezhoniezh e vez implijet an termen taravadur (saoz.: spirantization) war tachennoù ar fonologiezh hag ar vorfologiezh evit komz eus un doare blotadur, da lâret eo ur c'hemmadur kensonennel, ma vez "taravaet" ur gensonenn, da lâret eo e teu ur gensonenn dre serriñ pe ur gensonenn dre fic'hal da vezañ ur gensonenn dre daravat, da skouer [b] → [v].

An taravadur a c'hell talvezout da berzh yezhadurel ur yezh bennak, evel da skouer ar c'hemmadurioù er yezhoù keltiek, pe talvezout a c'hell da displegañ ur c'hemm a-hed ar wezh, da skouer alofonennoù ar c'hensonnenoù dre serriñ etrevogalennek distaget dre daravat: [g] → [ɣ]

Gwelit ivez: kemmañ