Meurvor Arktika

meurvor

Meurvor Arktika[1] (pe Meurvor skornek Arktika) en em led war 14 000 km². Emañ etre ar Pol Norzh ha Kelc'h Arktika. Goloet eo an darnvuiañ anezhañ gant ar vorskorneg, dezhi ur gorread o kreskiñ-digreskiñ hervez ar c'houlzioù-amzer. N'eus harz ebet etre Meurvor Arktika hag ar Meurvor Atlantel na gant ar morioù a-hed Norvegia, Rusia hag Alaska : Mor Lincoln, Mor Barents, Mor Kara, Mor al Lapteved, Mor Retersibiria ha Mor an Dchouchked) hag ivez Mor Beaufort a-hed Tiriadoù ar Gwalarn e Kanada.

Meurvor skornek Arktika
Meurvor skornek Arktika

Emañ un nebeud enezegoù a kreiz ar meurvor : Novaya Zemlya (Rusia), inizi Svalbard (Norvegia), Douar Franz-Josef, Inizi Sibiria-Nevez hag an Enezeg kanadian.

A-hed an aodoù n'eus ket kalz a dud o chom nemet e Norvegia hag e Gwalarn Rusia (Ledenez Kola gant Arc'hangelsk). E Siberia n'eus nemet geunioù ken ez eo kazi digenvez an aodoù.

Pa oa ar Brezel yen e oa an takad dindan an urzh vilourel pa oa meur a ziaz-lu kostez an URSS koulz ha kostez Norvegia. Listri-spluj soviedel ha stadunanat a rae o ged-tro er meurvor a-bezh. E 1958 e reas un taol-kaer al lestr-spluj atomel stadunanat Nautilus pa dreizhas ar meurvor en ur splujañ dindan ar vorskorneg tev a zo dindan ar Pol Norzh.

E Gouere 2007 e kasas gouarnamant Rusia ul lestr-spluj evit plantañ banniel Rusia e foñs ar meurvor, 4 000 m donder eno. Evit pouezañ war al lodenniñ pinvidigezhioù kuzhet an islonk da zont eo bet graet an dra-se p'eo ar vorskorneg o tigreskiñ dre efed tommadur hinad ar bed. Pep bro staliet war aodoù ar meurvor a reklemm e lodenn. Ar Stadoù-Unanet o deus embannet e tlefe Tremen ar Gwalarn bezañ un tremen etrebroadel, met n'emañ ket a-du Kanada ha gouarnamant ar riez-se en deus embannet e stalio un diaz-lu nevez dindan un nebeud bloazioù evit e gontrolliñ just goude splujadenn ar Rusianed.

Sell ivez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Mikael Bodlore-Penlaez & Divi Kervella, Atlas de Bretagne/Atlas Breizh - An Douar-Kartenn bolitikel, Coop Breizh, 2011, pajennoù 30-31.