Islonk
An islonk (liester : islonkoù) a zo al ledennadoù izel ha toull a c'heller gwelout pe faltaziañ. Eus an uhelennoù, da lavaret eo war naou ar menezioù e vez merzet an islonkoù a zo en traoñ. Meur a zen a ya da vezevelliñ pa wel un islonk tost dezhañ. Kenster dezhañ eo ar ger isfont(où).
Toull didanzouar
kemmañUn toull dindanzouar eus ar re donnañ eo ivez ken ne c'heller ket gwelout e foñs. Ergerzhout an islonkoù naturel a gaver stank er menezioù graet gant mein-raz a zo obererezh ha plijadur ar speleologerien.
E Genver 2007 eo bet tizhet 2170 m dindanzouar e Kaokaz Kornôg.
Desachañ a ra alies soñj an islonk santidigezh un aon da gouezhañ ennañ pe da vezañ kollet. Skeudenn al lec'h ma vije kaset an dud kondaonet goude o marvioù eo ivez e relijionoù zo (Yuzevegezh, sellet ouzh Gehenna, Kristeniezh, sellet ouzh ifern).
Kouezhañ en un islonk a zo unan eus an huñvreoù boutinañ.
Islonkoù
kemmañIslonkoù ar mor ne vezont ket merzet nemet gant ar splujerien a c'hell mont don, pe en o unan pe gant ul lestr-spluj. Brasoc'h eo an holl islonkoù mor eget re ar menezioù pa 'z eus fozioù-mor donnoc'h eget an islonkoù a zo dindan an amzer (kaniennoù, kanyonoù, dinaou sonn).
Ster dre skeudennadur
kemmañEn un doare difetis e vez kaoz eus un islonk pa 'z eus merzerezhioù disheñvel-tre etre an dud e-keñver traoù damheñvel. Skouer : Etrezo ez eus un islonk e-keñver ar pezh a santont (pe a fell dezho kaout).