Lucius Verus
Lucius Verus a oa impalaer Roma adalek ar 7 Meurzh 161 betek fin miz C'hwevrer 169, gant Marcus Aurelius.
Lucius Ceionius Commodus a oa ganet d'ar 15 a viz Kerzu 130. E familh, eus renk ar senedourien, a oa ginidik eus Etruria, eus kêr Faenza, war a seblant.
Pa voe advabet gant an impalaer Hadrian, e miz Kerzu 136, e voe adanvet Lucius Aelius Caesar.
A-raok mervel e c'houlennas Hadrian digant Antoninus Pius advabañ Lucius Aelius Caesar d'e dro.
Marcus Aurelius ha Lucius Aelius a zo bet anvet august (= impalaer) d'ar 7 Meurzh 161. Adalek an deiz-se, Lucius Aelius a gemeras evitañ an anv Lucius Verus.
Marcus Aurelius a zimezas e verc'h Ania Lucilla da Lucius Verus er bloaz 164.
Brezel a savas er bloaz 163 etre Roma hag ar Barted, diwar-benn Kappadokia hag Armenia. Aloubet e voe ul lodenn vras eus douar ar Barted (Mezopotamia, Media) gant Marcus Aurelius ha Lucius Verus. D'an 12 a viz Here 166 e voe lidet an trec'h e Roma.
Ur pennadig goude, e oa ret dezho mont da vrezeliñ e Pannonia a-enep Germaned. En em staliañ e reont en Aquileia.
Lucius Verus, kouezhet klañv, e varvas e Altinum, ouzh genou ar stêr Piave, e fin miz C'hwevrer 169[1]
Daveoù
kemmañ- ↑ François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994