An termen kentyezh (saoz. proto-language) a c'hell ober dave da zaou dra zisheñvel:

  • ur sistem evit mont e darempred gant an dud dre gomz (yezh) en ur stad diorroadur izel (glotogoniezh), (kentyezh absolut) pe ;
kentyezh
languoid class, doare yezh
Iskevrennad eusyezh Kemmañ
Studiet ganthistorical linguistics Kemmañ
Roll elfennoùlist of proto-languages Kemmañ
  • ur yezh (aet da vann peurgetket) hag he doa ganet meur a yezh all (kentyezh relativel).

Peurliesañ e vez implijet an termen evit komz eus yezhoù o doa talvezet da sevel yezhoù nevez diwarno.

Peurliesañ ez eo aet da get ha menel a ra nebeudig-tre a roudoù fetis eus ar c'hentyezhoù-se. Rankout a reont bezañ adsavet neuze dre geñveriañ ar yezhoù bet diorroet diwarno kenetrezo. Adsavet e oa bet ar c'hentindezeuropeg (alies PIE), da skouer, dre geñveriañ perzhioù ha strukturioù boutin etre ar yezhoù indezeuropek komzet hiziv pe marv met chomet roudoù war o lerc'h (al latin d.s.). Implijet e vez un hentenn ijinet gant August Schleicher en XIXvet kantved.