Yezhoù monek-kmerek
familh yezhoù
Asambles gant ar yezhoù moundek ec'h eo ar yezhoù monek-kmerek (mon-khmer) unan eus daou skourr ar yezhoù aostrez-aziatek.
Isrannet e vez ar yezhoù monek-kmerek e 11 rumm disheñvel evel-hen:
- Vietnameg e Viêt Nam (66-73 milion)
- Kmereg (khmer) e Kambodia, su Viêt Nam ha mervent Tailand (15-22 milion)
- Orangasleg (orang asli) e Malaysia, isrannet d'e dro e tri isrumm: ar yezhoù djahaek (jahaic), ar yezhoù senoek hag ar yezhoù semelaek.
- Kmoueg (xmu pe khmu) e norzh Laos
- Katoueg e kreiz Laos
- Yezhoù banarek e Viêt Nam, Kambodia ha Laos
- Moneg e Myanmar (1 milion).
- Waeg war ar vevenn etre Sina ha Myanmar
- Yezhoù kasek (khasi) en India.
- Yezhoù nikobarek en Inizi Nikobar.
- Peareg war aodoù Kambodian
- Palaongeg (pe ta-ang) e norzh Tailand