Ifigeneia

(Adkaset eus Ifigenia)

Ifigeneia (Ἰφιγένεια / Iphigéneia e gregach), Ifianassa (Ἰφιάνασσα / Iphianassa) gant Homeros, a oa merc'h da Agamemnon ha Klytaimnestra, c'hoar da Orestes, Elektra ha C'hrysothemis. Evel diskennadez da Atreüs e oa mallozh an doueed warni evel war holl dud he ziegezh, an Atrided.

Ifigeneia (e kreiz) kaset d’an aberzh dirak an diouganer Kalc'has (en dorn dehoù) hag Agamemnon he zad (en dorn kleiz) a c’holo e benn da ziskouez e c’hlac’har. Artemis a weler en oabl, ganti un heizez a gemero lec’h ar plac’h. Hirlivadur war blastr, war-lerc’h 62 goude JK. Dont a ra eus porrastell Ti ar Barzh (VI, 8, 3.5) e Pompei. Miret e Mirdi Broadel Hendraouriezh Napoli.

Mojenn

kemmañ

Gant he zad, war ali an diouganer Kalc'has, e oa bet divizet e vije aberzhet d'an doueez Artemis, a oa o terc'hel listri ar C'hresianed en Aolis, hag a vire outo da skeiñ war-du Troia.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.