Sofonisba Anguissola
Sofonisba Anguissola (Cremona, 2 a viz C'hwevrer 1532 – Palermo, 16 a viz Du 1625) a oa ul livourez italian. Dont a reas da vezañ livourez ofisiel e lez Spagn, un dra ral d'ur vaouez en amzer-hont.
Unan eus livourezed kentañ en istor arz Europa e voe Sofonisba Anguissola, goude ma n'eo ket ken brudet ha re all war he lerc'h, evel an Italianezed Artemisia Gentileschi (1593 – ~1656) ha Rosalba Carriera (1675 – 1757) pe ar Suisez Angelica Kaufmann (1741 – 1807).
Buhez
kemmañE Cremona, Lombardia, e voe ganet Sofonisba Anguissola e 1532. Bugel kentañ an tiegezh e oa, ha pemp c'hoar hag ur breur he doa.
He mamm, Bianca Ponzone, a diegezh uhel, a varvas pa oa Sofonisba en he 4 pe 5 bloaz. He zad, Amilcare Anguissola, a oa un den a noblañs izel eus Genova.
A-hed peder remziad e voe roet da vugale an tiegezh anvioù tud eus istor Kartada, alese an anv Sofonisba a voe roet dezhi.
Ton a roas Amilcare Anguissola d'e c'hwec'h merc'h (Sofonisba, Elena, Lucia, Europa, Minerva hag Anna Maria) da labourat da amprouiñ o donezonoù, hag un deskadurezh a-zoare a voe roet dezho. Peder anezho (Elena, Lucia, Europa hag Anna Maria) a oa livourezed, met Sofonisba a voe an hini vrudetañ.
Elena a yeas da leanez (Sofonisba a reas ur poltred anezhi) hag a rankas paouez da livañ. Anna Maria hag Europa a zilezas an arz pa zimezjont, ha Lucia, an arzourez wellañ eus c'hoarezed Sophonisba a varvas en he ugent vloaz. Minerva a voe skrivagnerez ha latinourez. O breur Asdrubale ne reas tamm war-dro al livouriezh, pa voe soner ha latinour.
Pevarzek vloaz e oa Sofonisba pa voe kaset, a-gevret gant he c'hoar Elena, da studiañ gant Bernardino Campi (1520-1591), ul livour eus ar skol lombard, brudet e boltredoù ha taolennoù relijiel, o chom e Cremona ivez. Pan eas Campi d'ur gêr all e kendalc'has Sofonisba gant he studioù gant al livour Bernardino Gatti (1495-1576), lesanvet Il Sojaro. Lakaat Sofonisba da zeskiñ gant livourien ar c'hornad a oa deroù un oadvezh nevez d'ar merc'hed a grogas dousik da vezañ degemeret evel studierezed war an arzoù. Krediñ a reer e chomas da studiañ gant Gatti e-pad tri bloaz (1551-1553, etre he 19 ha 21 bloaz).
Pouezusañ labour Sofonisba er mare-se eus he yaouankiz eo Bernardino Campi o livañ Sofonisba Anguissola, graet war-dro 1550, hiziv war ziskouez er Pinacoteca Nazionale e Siena, ma weler he c'helenner ouzh he foltrediñ.
E 1554, ha hi 22 vloaz, ez eas Sofonisba da Roma, ma kasas hec'h amzer o tresañ traoù ha tud a bep seurt. Eno e reas anaoudegezh gant Michelangelo a drugarez d'ul livour arall a anave he labour mat.
Livourez
kemmañSur eo e veze roet muioc'h a don da Sofonisba eget d'ar merc'hed all en hec'h amzer. N'eo ket evit kelo-se e veze lezet d'ober pezh ne oa ket aotreet d'ar merc'hed en he metoù. Hep studiañ ar gorfadurezh na tresañ krorfoù bev n'halle ket stagañ da ober livadurioù bras relijiel pe istorel, ha ne veze ket lezet ar merc'hed da welout korfoù noazh. E-lec'h se e klaskas doareoù all da boltrediñ, gant tud lakaet d'en em zerc'hel e doareoù divoas.
Un 50 oberenn bennak zo bet lakaet war gont Sofonisba. Gwelout anezho a c'haller e Bergamo, Budapest, Madrid (Museo del Prado), Naplez, Siena, hag en Uffizi Firenze.
Ster istorel
kemmañKalz arzourien zo bet levezonet gant oberennoù Sofonisba Anguissola. He foltred eus ar rouanez Isabel de Valois gant ur zibellino (feur ur mart gant ar penn hag an treid en aour) zo bet ur poltred adlivet aies-kenañ e Spagn, betek gant arzourien veur evel Peter Paul Rubens.
E Spagn
kemmañE 1559 ez eas Sofonisba da lez Felipe II, roue Spagn, evel itron e lez ar rouanez Isabel de Valois. Poltredourez an tiegezh roueel e voe betek marv he gwarezourez e 1568.
E Sikilia
kemmañE 1573 e timezas da Fabrizio Moncada, un noblañs eus Sikilia, hag ez eas da chom d'e balez e Moncada e Paternò. Pa varvas he fried war vor e 1578, p'edo o vont da ober ur gweled da lez Spagn, e kuitaas Sofonisba Sikilia da vont da Liguria.
Ur chomadenn a reas e Livorno hag eno ec'h addimezas da Orazio Lomellini, a oa un den a renk uhel eus Genova, e Pisa e 1579. E 1615 e tistroas gant he fried da Balermo, e-lec'h m'en devoa un tamm madoù.
Mervel a reas Sofonisba Anguissola d'ar 16 a viz Du 1625, ha beziet e voe en iliz San Giorgio e Palermo, un iliz a oa da "vroad Genova" (Nazione Genovese), m'he devoa labouret.
Levrlennadur
kemmañ- (en) Harris, Anne Sutherland & Linda Nochlin. Women Artists: 1550-1950. Los Angeles : Los Angeles County Museum of Art, 1976 (ISBN 978-0-394-41169-9)
- (en) Chadwick, Whitney. Women, Art, and Society. London : Thames and Hudson, 1990 (ISBN 978-0-500-20354-5)
- (en) Perlingieri Ilya Sandra. Sofonisba Anguissola – The First Great Woman Artist of the Renaissance. New York : Rizzoli International, 1992 (ISBN 978-0-8478-1544-9)
- (it) Sofonisba Anguissola e le sue sorelle ("Sofonisba Anguissola hag he c'hoarezed)", katalog an diskouezadeg graet e Roma e 1994, renet gant M. Gregori (ISBN 978-88-7813-512-3)
- (en) Ferino-Pagden, Sylvia & Kusche, Maria. Sofonisba Anguissola: A Renaissance Woman. Washington, D.C. : National Museum of Women in the Arts, 1995 (ISBN 978-0-940979-31-4)
- (it) Pizzagalli, Daniela. La signora della pittura : vita di Sofonisba Anguissola, gentildonna e artista nel Rinascimento. Milano: Rizzoli, 2003 (ISBN 8817995096)
- (it) Pinessi, Orietta. Sofonisba Anguissola – Un «Pittore» alla corte di Filippo II. Roma : Edizione Selene, 2003 (ISBN 978-88-86267-20-5)
Skeudennaoueg
kemmañ-
Mamm an arzourez, war-dro 1557
-
Poltred an tiegezh, gant an tad, Amilcare, ar c'hoar Minerva hag ar breur Asdrubale, 1559
-
Poltred ar roue Felipe II, 1573
-
Poltred Isabel Clara Eugenia, 1573
-
Poltred Isabel Clara Eugenia, 1599
-
Poltred Isabel de Valois, Rouanez Spagn, 1606
Pennadoù kar
kemmañ- Anguissola
- Scacchi: un daolenn bet livet gant Sofonisba Anguissola.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Isabel Clara Eugenia ha Catalina Micaela Aostria, merc'hed Felipe II, roue Spagn