Isabel Clara Eugenia

Isabel Clara Eugenia (Segovia, 1566 – Brusel, 1633), a oa infantez Spagn, arc'hdugez Aostria, ha dugez Bourgogn. Merc'h e oa da Felipe II ha d'e bried Isabel de Valois. Evel dugez Bourgogn e renas en Izelvroioù katolik, war un dro gant he fried ha kenderv Albrecht Aostria, etre 1598 ha 1621. Goude e varv e chomas er vro evel gouarnourez an Izelvroioù (1621-1633).

Isabel Clara Eugenia.
Isabel Clara Eugenia e 1573, da 7 vloaz.
Isabel Clara Eugenia, Gouarnerez an Izelvroioù.
An infantezed Isabel Clara Eugenia (en tu kleiz) hag he c'hoar Caterina, poltredet gant Sofonisba Anguissola e 1570
Isabel Clara Eugenia gant he c'horr.

He bugaleaj kemmañ

Merc'h e oa da Felipe II ha d'e drede pried, ar briñsez c'hall Elesbed Bro-C'hall (1545-1568), anavezet e Spagn evel Isabel de Valois. Merc'h-vihan e oa da Carlos Iañ Spagn, Roue Spagn hag Impalaer Santel, ha da Isabel de Portugal a-berzh he zad, ha da Herri II (Bro-C'hall) ha da Caterina de' Medici a-berzh he mamm.

Stad vras a oa en he zad Felipe pa voe ganet, a-hervez en doa diskleriet e oa laouenoc'h eget pa vije bet gant ur mab. Ur mab en doa bet ar roue digant e bried kentañ Maria Manuela Portugal, Don Carlos Spagn, ur bugel klañvidik ha distabil, a varvas er vac'h en 1568, da 23 bloaz: kavout a rae d'e dad e oa oc'h irienniñ a-enep dezhañ. Diwar-se eo Isabel a zeuas da vout pennhêrez.

Ur c'hoar he doe, Catalina Micaela. Diwar genel anezhi eo e varvas o mamm.

En 1589 e klaskas Katoliked Unanet Bro-C'hall reiñ ar gurunenn dezhi dre ma oa merc'h-vihan da Herri II (Bro-C'hall) just a-walc'h.

Danvez Dugez Breizh kemmañ

Klask a reas he zad Felipe he lakaat da vezañ anvet Dugez Breizh. Pa voe lazhet ar roue Valois diwezhañ, Herri III (Bro-C'hall), en 1589, eo e nizez Isabel an hini a oa an tostañ kar da hêred duged Montfort Breizh. He mamm a oa merc'h da Herri II, ha hennezh a oa mab-bihan da Anna Vreizh, a oa neuze mamm-you dezhi.

Talvoudus e oa da listri Spagn gallout kavout gwarez e Breizh, p'emañ-hi war o hent da Flandrez, kenkoulz evit al listri-kenwerzh evel evit ar morlu.

En 1590 e reas Felipe emglev gant Philippe-Emmanuel de Lorraine, dug Mercœur (gouarnour Breizh ha breur-kaer d'ar roue Herri III, bet lazhet), ha dilestrañ a reas Spagnoled e tri lec'h: Kraozon (rak-tal da gêr Brest), en aber ar Blavezh (el lec'h m'emañ Porzh-Loeiz) ha Krac'h-Lokmaria-Kaer (e-kichen an Alre). Teir gwikadell a voe savet, ha bepred e c'haller gwelout hini Porzh-Loeiz.

Ne zeue ket Mercœur a-benn da gaout e greñv e Breizh, gounit tachenn a rae Herri IV hag e gostezenn. E 1598 ec'h adlestras ar Spagnoled da sachañ o skasoù gante, hag Isabel ne voe ket Dugez Breizh.

Danvez pennhêrez kurunenn Bro-C'hall kemmañ

En 1593, e Pariz, e voe bodet Stadoù Bro-C'hall gant Kevre ar Gatoliked, en sell da zibab ur roue nevez evit ar vro, rak ne oa ket anavezet Herri Navarra gant an darn vrasañ eus ar vro c'hoazh. Adalek Spagn e klaske Felipe II pouezañ da lakaat reiñ ar gurunenn d'e verc'h Isabel, dre ma oa merc'h-vihan d'ar roue kozh Herri II.

En desped d'al lezenn salek a veze o virout ouzh ar maouezed da ren e Bro-C'hall e kave da roue Spagn e c'hallfe lakaat e verc'h Isabel da rouanez. Da vihanañ eo sur e timezo d'an hini a vo dibabet da roue, rak gwazed an tiegezh Guise, ha n'o deus gwir ebet war gurunenn Bro-C'hall, a vefe laouen o timeziñ gant an infantez. E-touez an danvez-rouaned emañ Charlez Iañ Guise, dug Guise ha daou vloaz warn-ugent dezhañ, ha Charles Emmanuel de Savoie-Nemours, dug Nemours ha c'hwec'h vloaz warn-ugent dezhañ.

Souverenez an Izelvroioù kemmañ

 
An infantez Isabel e leanez klaris

Goude sinañ Feuremglev Vervins gant Bro-C'hall e fellas da Felipe II diskouez youl vat ouzh ar vro-se o reiñ o frankiz d'an Izelvroioù spagnol, hag ar gurunenn d'e verc'h ha d'e vab-kaer. Ma ne vez ket a vugale avat e vo adkemeret an Izelvroioù gant Madrid.

Dimeziñ kemmañ

 
Poltredoù an Infantez Isabel hag he fried, an Arc'hdug Alberzh, gant ul livour dizanv eus ar XVIIvet kantved, diwar livadurioù orin gant Frans Pourbus ar Yaouankañ.
 
Isabel hag Alberzh, he fried.

Felipe II a zimezas Isabel d'an arc'hdug Alberzh, mab d'an Impalaer santel Masimilian II. Hennezh a oa bet savet e lez Spagn hag anvet da gardinal en e yaouankiz, hep bout beleget, ha goude da c'houarnour an Izelvroioù. Un eured etre ur priñs hag ur briñsez un tamm war an oad e oa : 41 bloaz e oa an arc'hdug, 33 an infantez.

Izelvroioù kemmañ

Marv he fried kemmañ

 
Isabel Clara Eugenia, aet da leanez. Poltred gant Rubens.

Pa varvas he fried Alberzh e 1621 ez eas da leanez klaris. He zad a anvas anezhi da c'houarnerez an Izelvroioù.

Bod a roas da Gaston d'Orléans ha d'e bried Marguerite de Lorraine a oa tec'het dirak konnar o enebour, ar C'hardinal Richelieu.

He marv kemmañ

Mervel a reas e 1633, ha goude se e voe echu gant marevezh ar peoc'h en Izelvroioù. Dre n'o doa bet bugel ebet, ha pennhêr ebet, e tistroas an Izelvroioù dindan veli Spagn.

Levrlennadur kemmañ

  • Martha Walker Freer: Elizabeth de Valois. Queen of Spain and the Court of Philip II. Hurst & Blackett, London 1857 (2 Bde.)
  • Brigitte Hamann (Hrsg.): Die Habsburger. Ein biographisches Lexikon. Piper, München 1996, ISBN 3-492-03163-3.
  • Richard Reifenscheid: Die Habsburger in Lebensbildern. Von Rudolf I. bis Karl I. Piper, München 2007, ISBN 3-492-24753-9.
  • Paul Graf Thun-Hohenstein: Philipp II. von Spanien in Briefen an seine Töchter. Verlag Alber, München 1947.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.