Albrecht VII Aostria
Albrecht Aostria (1559–1621), pe Albrecht VII, a oa arc'hdug Aostria. Ouzhpenn-se e voe kardinal ar Santa Cruz de Jerusalén, besroue hag inkizitour meur Portugal, arc'heskob Toledo, souveren an Izelvroioù, ha kont Bourgogn (1598–1621).
E vuhez
kemmañPempvet mab an Impalaer Santel Masimilian II (1527–1576) e oa Albrecht. Da 11 vloaz e voe kaset da lez Madrid ma voe desavet gant e eontr Felipe II, roue Spagn. Lakaet e oa da studiañ da vezañ den a Iliz. En 1577, da 18 vloaz, e voe anvet da gardinal gant ar pab Gregor XIII, hep bezañ beleg. Biken ne voe beleget.
Dimeziñ
kemmañDimeziñ a reas e 1599 d'an infantez spagnol Isabel Clara Eugenia (1566-1633), merc'h da Felipe II, Roue Spagn.