Lucia Anguissola
Lucia Anguissola, ganet en 1536 pe 1538 en Cremona en Lombardia, e plaenenn ar stêr Po, marvet war-dro 1565, a-raok 1568, a oa ul livourez italian manierista, er XVIvet kantved. C'hoar e oa d'al livourez Sofonisba Anguissola.
He buhez
kemmañN'eo ket gwall anavezet he buhez, n'eus roud anezhi el levrioù-ganedigezhioù, met peurvuiañ ne lakaer ket arvar war he marv, da ugent vloaz bennak, er bloavezh 1565. N'anavezer ket kalz taolennoù savet ganti, ha div hepken a zo sinet.
Ganet e oa e Cremona, en Italia. An drede e oa eus c'hwec'h merc'h Amilcare Anguissola, a oa o anvioù Elena, Europa, Anna Maria, Minerva, Sofonisba, ha livourezed o-c'hwec'h. He zad a oa un den eus noblañs izel Genova, ha bod a roas d'e verc'hed da livañ. Lucia a voe desket war al livañ war un dro gant he c'hoar Sofonisba Anguissola ha tennañ a ra labourioù an eil da re eben evit a sell an doare-ober, dreist-holl er poltredoù. Lavaret e vez gant lod e oa muioc'h a zanvez e Lucia eget er c'hoarezed all.
Brudet ez eus bet unan eus he zaolennoù, Poltred Pietro Maria, medisin e Cremona, (e deroù ar bloavezhioù 1560)[1], marteze ar medisin a rae war he zro. Meulet eo bet gant Giorgio Vasari, a welas an daolenn en he zi pa reas e weladenn d'he zud war-lerc'h marv ar plac'h yaouank: un daolenn leun a gizidigezh eo, e livioù louet ha gell. An daolenn all sinet ganti zo un emboltred[2] (war-dro 1557). Livet he deus ivez ur Werc'hez gant he mabig, hag ur Poltred ur vaouez (e deroù ar bloavezhioù 1560, Roma, Galeria Borghese), a zo kontet da vezañ pe un emboltred pe ur poltred eus Lucia gant he c'hoar Sofonisba. Daou boltred (Pinacoteca Tosio Martinengo e Brescia ha Museo Poldi Pezzoli) e Milano, a c'hallfe bezañ pe diwar zorn Lucia pe diwar hini he c'hoar Minerva Anguissola.
Notennoù
kemmañ- ↑ Museo del Prado e Madrid.
- ↑ Castello Sforzesco e Milano.
Levrlennadur
kemmañ- Perlingieri, Ilya Sandra, Sofonisba Anguissola,, Rizzoli International, 1992 (ISBN 0-8478-1544-7)
- Harris, Anne Sutherland and Linda Nochlin, Women Artists: 1550-1950, Los Angeles County Museum of Art, Knopf, New York, 1976.