Evit ar rouantelezh kozh anvet East Anglia, sellit ouzh ar pennad Rouantelezh East Anglia.

Rannvro East Anglia.

East Anglia (a vefe Anglia ar Reter pe Reter Anglia e brezhoneg) zo ur rannvro e Bro-Saoz. Dont a ra an anv eus hini unan eus ar rouantelezhioù angl-ha-saoz, Rouantelezh East Anglia, anvet e-unan diwar pobl an Angled, deuet er Vvet kantved eus douar-bras Europa da reter Enez Vreizh.

E-pad pell eo bet diresis a-walc’h bevennoù ar rannvro-se. Hiziv ez eo ur rannvro implijet evit ar stadegoù hag a zo enni Norfolk, Suffolk, Essex, Hertfordshire, Bedfordshire, Cambridgeshire ha kêr Peterborough[1].

Kalz a zouaroù izel zo er rannvro, ha douaroù gleborek en o zouez (fenland e saozneg ar vro) , kenkoulz ha torgennoù izel e Suffolk ha Norfolk. E-touez ar c’hêrioù brasañ e c’haller menegiñ Norwich, an hini bouezusañ, Peterborough, Cambridge, kêrig Ely, a zo sez un eskopti, Ipswich, Colchester ha Huntingdon. Kalz a bouez zo c’hoazh gant al labour-douar er rannvro.

Notennoù

kemmañ
  1. Nomenclature of Territorial Units for Statistics and the statistical regions of Europe, Statistical Office of the European Communities, 26/02/2010

Gwelet ivez

kemmañ