Broadelouriezh saoz

Eus ar Grennamzer d’an amzer vremañ

kemmañ

Kemmet he deus ar vroadelouriezh saoz he neuz a-hed an istor :

  • Adalek ar Grennamzer e voe techet ar rouaned saoz da astenn o beli war trobarzhioù keltiek Breizh-Veur hag enezeg an Inizi Predenek zoken. Pa ne oa ket graet kement-se e anv ar vreizhveuradelezh e kemere neuze ar vroadelouriezh saoz ur stumm impalaour
  • Kempred gant eskoridigezh ar broadelouriezhioù keltiek, ha dreist-holl abaoe 1997 e kemmas krenn ar vroadelouriezh saoz he dremm : en en sevel a ra bremañ a-enep keal ar vreizhveuradelezh hag e c’houlenn evit Bro-Saoz gwirioù kevatal ha re Skos, Kembre ha Iwerzhon an Norzh.

Termenadur hag arouezioù ar vroadelouriezh saoz

kemmañ
 
Banniel Sant-Jord

En em termen a ra ar vroadelouriezh saoz evel ur santad ez eur Saoz a-raok bezañ Breizhveurad, pe Saoz hepken zoken. Aleze ar youl da lakaat arouezioù broadel Bro-Saoz war wel, evel :

Arc’hadurioù politikel

kemmañ

E orin arc’haduioù ar vroadelouriezh saoz ez eo Kudenn Kornôg Lodainn : direizh e kav d’ar vroadelourion saoz e c’hallfe kannaded dilennet e Skos, Kembre pe Iwerzhon an Norzh kemer e Ti ar C'humunioù disentezioù arbennik a sell ouzh Bro-Saoz, pa ne c’hallont ket ar gannaded dilennet e Bro-Saoz kemer disentezioù kevatal a zo dindan veli Dael Skos, Bodadenn Vroadel Kembre pe Bodadenn Iwerzhon an Norzh : Goulenn a ra ar vroadelourion saoz eta, da vihanañ, ma vefe lakaet en e blom un Dael saoz emren. Lod anezho a c’houlenn zoken dizalc’hidigezh Bro-Saoz ha freuz ar Rouantelezh-Unanet. En em sevel a ra a-enep digreizennañ Gouarnamant Tony Blair war-zu 9 Rannbarzh e Bro-Saoz. A-enep dezho e tifenn diouzh un tu unded Bro-Saoz ha diouzh un tu all ar c’hontelezhioù hengounel.

 
Kontelezhioù hengounel
 
Rannbarzhioù Bro-Saoz











Arvezioù ar vroadelouriezh saoz

kemmañ

Arvezioù herverk zo ar vroadelouiriezh saoz :

  • Peurvuiañ ez eo enepunanoureuropaour
  • Peurvuiañ ez eo kentoc'h tuet war an tu dehoù, pa 'z eo ar broadelouriezhioù keltiek war an tu kleiz (pezh a zo gwir evit da vihanañ Mebyon Kernow e Kernev-Veur ha Plaid Cymru e Kembre ; n'eo ket ken anat evit SNP e Skos ha Sinn Féin e Iwerzhon).
  • Ez-damkanel n'int ket an darempredoù gant ar broadelouriezhioù keltiek dislavarus. Kement-se zo splann evit ar broadelouriezhioù skosat hag iwerzhonat. Diasterioù zo gant ar vroadelouriezh gembreat, pa embann ar vroadelourion saoz ez eo Sir Fynwy ul lodenn eus Bro-Saoz. Dislavarus-krenn eo ar vroadelouriezh saoz gant ar vroadelouriezh gerneveurat, pa gav d'ar vroadelourion saoz ez eo Kernev-Veur ul lodenn ivez eus o bro, daoust ma touj Strollad Rannvroelour Wessex ouzh dibarded Kernev-Veur.


Sontadegoù a-zivout santad ar bobl saoz

kemmañ
Evit un Dael saoz emren Evit Dizalc'hidigezh Bro-Saoz
Gouere 2006 41 % 31 %
Du 2006 68 % 48 %

Mammennoù :

41 % : Sontadeg MORI diwar goulenn Strollad an Demokrated Saoz ha ar Stourmadeg evit un Dael Saoz

31 % : Sontadeg ICM Omnibus diwar goulenn an aozadur enklaskoù skosat Progressive Partnership

68 % ha 48 % : Sontadeg ICM diwar goulenn ar Sunday Telegraph


An Aozadurioù

kemmañ

Aozadurioù liesseurt a stourm evit gwirioù Bro-Saoz, a c'hall bezañ :