Strollad Broadel Skos

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn ur strollad politikel europat ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar Scottish National Party (Pàrtaidh Nàiseanta na h-Alba, "Strollad Broadel Skos") zo ur strollad politikel eus an tu-kleiz a glask gounit frankiz bro-Skos. An eil strollad pouezusañ er vro eo, pe a-wechoù an hini kreñvañ hervez ar votadegoù. Gant Plaid Cymru en deus liammoù kreñv ha kenlabourat a ra o c'hannaded e parlamant Westminster. Un ezel eus Emglev Libr Europa eo.

Istor Aozañ
Krouet e voe ar Scottish National Party e 1934 dre unvaniezh an National Party of Scotland hag ar Scottish Party. E sez kentañ a c'hounezas e 1945 met nac'hañ a reas Robert McIntyre mont d'ar parlamant breizhveuriat ha koll a reas e sez tri miz diwezhatoc'h.Ur sez nevez a c'hounezas e 1967 pa voe dilennet Winnie Ewing da gannadez e pastell-vro Hamilton. Ur strollad pouezus e lakaas an dra-se ar SNP da zont da vezañ hag abeg aozadur ar C'hilbrandon Commission e voe. E zisoc'hoù gwellañ a c'hounezas e 1974 pa zegemeras war-dro 30 % eus ar mouezhioù. 11 kannad en doa bet neuze e parlamant Westminster.
Goude aozadur Parlamant Bro-Skos e 1999 e oa aet ar SNP d'ar strollad-eneberezh pennañ e Bro-Skos. Emañ bremañ o ren ar vro, abaoe 2007, pa oa aet ar maout gantañ er votadeg evit Parlamant Skos. E 2011 eo bet kreñvaet c'hoazh, p'en deus tapet 69 sez diwar 129 e Parlamant Skos, ha tost ur "chelem meur" en deus graet ar strollad da geñver votadegoù Parlamant ar Rouantelezh-Unanet e miz Mae 2015 gant 56 sez diwar 59.
D'ar 6 a viz Mae 2021 eo trec'h ar strollad en dilennadeg evit ar Parlamant.
Renerion Aozañ
- Alexander MacEwan (1934-1936)
- Andrew Dewar Gibb (1936-1940)
- William Power (1940-1942)
- Douglas Young (1942-1945)
- Bruce Watson (1945-1947)
- Robert McIntyre (1947-1956)
- James Halliday (1956-1960)
- Arthur Donaldson (1960-1969)
- William Wolfe (1969-1979)
- Gordon Wilson (1979-1990)
- Alex Salmond (1990-2000)
- John Swinney (2000-2004)
- Alex Salmond (2004-2014)
- Nicola Sturgeon (2014-2023)
- Humza Yousaf (2023-bremañ)
Liammoù diavaez Aozañ
- (en) Lec'hienn ofisiel