Alexander Elliot Anderson Salmond, anavezetoc'h evel Alex Salmond, zo ur politikour skosat dilennet e penn Strollad Broadel Skos etre 1990 ha 2000 hag adarre adalek miz Eost 2004 betek 2014, ha kentañ ministr Bro-Skos etre 2007 ha 2014.

Alex Salmond
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAlex Salmond Kemmañ
Anv-bihanAlexander, Elliot, Anderson Kemmañ
Anv-familhSalmond Kemmañ
MoranvAlex Salmond Kemmañ
Deiziad ganedigezh31 Kzu 1954 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLinlithgow Kemmañ
Deiziad ar marv12 Her 2024 Kemmañ
Lec'h ar marvOhrid Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
TadRobert Salmond Kemmañ
MammMary Stewart Salmond Kemmañ
PriedMoira Salmond Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherekonomour, politiker, autobiographer Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of St Andrews, Linlithgow Academy Kemmañ
Honorific prefixThe Right Honourable Kemmañ
Lec'h labourLondrez Kemmañ
Strollad politikelScottish National Party, Alba Party, 79 Group Kemmañ
RelijionChurch of Scotland Kemmañ
Ezel eus79 Group Kemmañ
Darvoud-alc'hwezsuspension from the House of Commons Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.alexsalmond.scot/ Kemmañ
Alex Salmond

Ganet e oa Alex Salmond d'an 31 a viz Kerzu 1954 e Linlithgow, e-kichen Dinedin. Graet en doa e studioù e Skol-Veur Saint-Andrews, e-lec'h m'en doa bet diplomoù armerzh hag istor. Goude ur respet armerzhour e Royal Bank of Scotland e oa bet dilennet kannad e kambr Kumunioù ar Rouantelezh-Unanet.

Daoust ma veze kavet e oa re a-gleiz gant al lodenn vrasañ eus tud e strollad e voe lakaet e penn ar strollad e 1990. En amzer-se n'en doa an SNP nemet pevar depute er parlamant, met diwar neuze e tapas e strollad kaout muioc'h a vouezhioù.

E 1997 goude trec'h Strollad al Labour e Londrez e kabalas evit kaout ur Parlamant digreizennet. Ur soñj diaes a oa, peurgetket evit emsaverien daer e strollad; met un trec'h e voe a-benn ar fin pa votas tri Skosad diwar bevar evit ur parlamant digreizennet.

E 2000 e voe souezhet an dud pa zilezas e blas rener SNP. Displegañ a reas e oa poent neveziñ ar renerien pa oa bet dek vloaz e penn ar strollad.

Koulskoude e chomas e penn bodad parlamentel e strollad e Westminster. Eñ a oa a-enep ar brezel en Irak o tamalliñ da dTony Blair bezañ gaouiad.

Goude dilez John Swinney eus penn SNP e tiviz advont e penn ar strollad ha dilennet eo evit an eil gwech e 2004.

D'an 3 a viz Mae 2007 e oa bet dilennet da gannad da barlamant Skos evit pastell-votiñ Gordon, e norzh Aberdeen hag anvet eo da gentañ ministr Bro-Skos d'ar 16 a viz Mae 2007. Er bloaz 2012 e tiviz reiñ lañs d'ur referendom war dizalc'hiezh Bro-Skos, dalc'het d'an 18 a viz Gwengolo 2014. Ned a ket an tu kreñv gant ar "ya" er referendom-se, hag en deiz war-lerc'h e ro da c'houzout ne glask ket bezañ addilennet e penn an SNP e-kerzh ar C'hendalc'h eus ar strollad e miz Du 2014, hag e tilez e garg kentañ ministr Skos da heul. Kemeret eo e lec'h evit an daou bost-se gant Nicola Sturgeon.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.