Kib vell-droad ar bed 2006
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Kib vell-droad 2006 Deutschland 2006 | ||
---|---|---|
Skipailhoù war ar renk | 198 (Tournamant diwezhañ : 32) | |
Lec'h | Alamagn | |
Kampion | Italia | |
Krogadoù da vezañ dalc'het | 64 | |
Palioù bet | 145 (2,3 dre grogad) | |
Niver a arvesterien | 757.655 (50.510 dre grogad) | |
Gwellañ paler | 5 pal : |
Kib vell-droad ar bed 2006 a zo ur gevezadeg-sport hag a oa bet dalc'het en Alamagn eus an 9 a viz Mezheven d'an 9 a viz Gouere 2006. An eil gwech e voe da Alamagn degemer ar genstrivadeg-mañ o vezañ ma oa bet aozet ganti e 1974 c'hoazh. An dekvet gwech e oa da Gib ar bed bezañ aozet en Europa da-heul an dalc'h kent en Asia (Japan ha Republik Korea) e 2002. War ar renk e oa kevreadoù mell-droad Suafrika, Brazil, Maroko hag ar Rouantelezh-Unanet evit hec'h aozañ ivez. Evel kustum e oa bet daou vare enni hag a zeuas an eil war-lerc'h egile : ur prantad perzhegañ hag ur prantad gourfenniñ. Dalc'het e oa bet ar gourfenn e Berlin. Da-geñver an 18vet kevezadeg-mañ e oa bet 32 skipailh mell-droad broadel o klask tapout ar gib.
Perzhidi
kemmañSkipailhoù bet perzheget (e 2005)
|
|
Kêrioù ha stadoù mell-droad
kemmañDibabet e oa bet daouzek kêr dre Alamagn da zegemer ar c'hrogadoù mell-droad : München, Leipzig, Kaiserslautern, Köln, Stuttgart, Nürnberg, Dortmund, Hannover, Hamburg, Gelsenkirchen, Frankfurt ha Berlin.
Roll diwezhañ
kemmañ8vet gourfennoù | Kardgourfennoù | Hanter-c’hourfenn | Gourfenn | |||||||||||||||
24 Mez 5e - München (I) | ||||||||||||||||||
A | 1añ | Alamagn | 2 | |||||||||||||||
30 Mez 5e - Berlin (1) | ||||||||||||||||||
B | 2l | Sveden | 0 | |||||||||||||||
Alamagn | 1 (4) | |||||||||||||||||
24 Mez 9e - Leipzig (II) | ||||||||||||||||||
Arc'hantina | 1 (2) | |||||||||||||||||
C | 1añ | Arc'hantina | 2 | |||||||||||||||
4 Gou 9e - Dortmund (A) | ||||||||||||||||||
D | 2l | Mec'hiko | 1 | |||||||||||||||
Alamagn | 0 | |||||||||||||||||
26 Mez 5e - Kaiserslautern (V) | ||||||||||||||||||
Italia | 2 | |||||||||||||||||
E | 1añ | Italia | 1 | |||||||||||||||
30 Mez 9e - Hamburg (2) | ||||||||||||||||||
F | 2l | Aostralia | 0 | |||||||||||||||
Italia | 3 | |||||||||||||||||
26 Mez 9e - Köln (VI) | ||||||||||||||||||
Ukraina | 0 | |||||||||||||||||
G | 1añ | Suis | 0 | |||||||||||||||
9 Gou 8e - Berlin | ||||||||||||||||||
H | 2l | Ukraina | 0 | |||||||||||||||
Italia | 1 (5) | |||||||||||||||||
25 Mez 5e - Stuttgart (III) | ||||||||||||||||||
Frañs | 1 (3) | |||||||||||||||||
B | 1añ | Bro-Saoz | 1 | |||||||||||||||
1añ Gou Gelsenkirchen (3) | ||||||||||||||||||
A | 2l | Ecuador | 0 | |||||||||||||||
Bro-Saoz | 0 (1) | |||||||||||||||||
25 Mez 9e - Nürnberg (IV) | ||||||||||||||||||
Portugal | 0 (3) | |||||||||||||||||
D | 1añ | Portugal | 1 | |||||||||||||||
5 Gou 9e - München (B) | ||||||||||||||||||
C | 2l | Izelvroioù | 0 | |||||||||||||||
Portugal | 0 | |||||||||||||||||
27 Mez 5e - Dortmund (VII) | ||||||||||||||||||
Frañs | 1 | Krogad 3de plas | ||||||||||||||||
F | 1añ | Brazil | 3 | |||||||||||||||
1añ Gou 9e - Frankfurt (4) | 8 Gou 8e - Stuttgart | |||||||||||||||||
E | 2l | Ghana | 0 | |||||||||||||||
Brazil | 0 | Alamagn | 3 | |||||||||||||||
27 Mez 9e - Hannover (VIII) | ||||||||||||||||||
Frañs | 1 | Portugal | 1 | |||||||||||||||
H | 1añ | Spagn | 1 | |||||||||||||||
G | 2l | Frañs | 3 | |||||||||||||||
Gwelet ivez
kemmañ- Kib vell-droad ar bed 2006 : Strollad A
- Kib vell-droad ar bed 2006 : Strollad B
- Kib vell-droad ar bed 2006 : Strollad C
- Kib vell-droad ar bed 2006 : Strollad D
- Kib vell-droad ar bed 2006 : Strollad E
- Kib vell-droad ar bed 2006 : Strollad F
- Kib vell-droad ar bed 2006 : Strollad G
- Kib vell-droad ar bed 2006 : Strollad H
Renkadur ar balerien wellañ
kemmañ- Loreet e vez gwellañ paler ar gevezadeg gant Botez aour Adidas (Adidas Golden Shoe Award) e dibenn an tournamant. Aet e oa gant Miroslav Klose ( ) en devoa plantet 5 pal.
- Gant Ronaldo ( ) e oa aet da-geñver Kib vell-droad ar bed 2002. Plantet en devoa eizh pal an taol-se. E bempekvet pal en devoa lakaet e-korf 8vet gourfenn Kib 2006, a-enep da skipailh Ghana.
- Rekord an niver a balioù bet plantet e-kerzh un tournamant a zo bepred dalc'het gant ar c'hoarier gall Just Fontaine ( ), bet plantet 13 pal gantañ e-doug Kib vell-droad ar bed 1958.
Ger-stur ar skipailhoù
kemmañKavet e vez da-heul roll ar skipailhoù gant o ger-stur.
Skipailh | Ger-stur e brezhoneg | Ger-stur en e yezh orin | Notennoù[1] |
Alamagn | Evit Alamagn, dre Alamagn | Für Deutschland - durch Deutschland | |
Bro-Saoz | Ur vroad, ul lore, unnek leon | One Nation, One Trophy, Eleven Lions | |
Angola | Diskouez a ra Angola he hent. Hor skipailh eo hor pobl | Angola vai em frente a Selecção é a tua gente | |
Arabia Saoudat | Didrec'h eo ar falc'huned gwer | الاخضر صقور خضر بهمهم وين ما حلو ضاهوا القمم | |
Arc'hantina | Arc'hantina, war-sav ! | Pónganse de pié, Argentina avanza | |
Aostralia | Australia's Socceroos – En hent evit ar gloar | Australia's Socceroos - Bound for glory | |
Brazil | Gwetur dindan evezh 180 milion a galonoù brazilian | Veículo monitorado por 180 milhões de corações Brasileiros | |
Sukorea | Korea unvan, ur vojenn beurbadel | [2] | |
Costa Rica | Hor skipailh eo hol lu, hon arm eo ar volotenn. Deomp d'en em daol penn, kil ha troad en Alamagn | Nuestro ejército es la sele, nuestra arma es el balón, vamos todos al mundial a dar alma y corazón | |
Aod an Olifant | Bec'h dezhi Olifanted ! Bezit trec'h o c'hoari dilikad | Allez les Éléphants ! Gagnez la coupe du monde avec le foot élégant | [3] |
Kroatia | En hent evit ar gourfenn, tan en hor c'halonoù | S vatrom u srcu do finala | |
Ecuador | Ecaduor eo ma buhez, ar vell-droad ma fasion, ar Gib ma youl-sevel | El Ecuador mi vida, el fútbol mi pasión, copa mi meta | |
Spagn | Spagn. Ur vro, ur pal | España. Un país, una ilusión | |
Stadoù-Unanet | Unvan e c'hoariomp, Unvan ez omp trec'h | United we play, United we win | [4] |
Frañs | Frankiz, kevatalted, Jules Rimet ! | Liberté, égalité, Jules Rimet ! | |
Ghana | Bec'h dezhi Black Stars, stered hor bed | Black Stars Monko, Yån Wiase Mu Nsroma | |
Iran | Stered Persia | ستاره هاى پارس | |
Italia | Foug glas enni, eo Italia en hor c'halonoù | Orgoglio azzuro Italia nel cuore | |
Japan | Dihunit spered ar Samourai ! | 燃やせ!サムライ魂!! | |
Mec'hiko | Skipailh Mec'hiko : pasion Aztek dre ar bed | Selección Mexicana: pasión azteca que cubre el mundo | |
Paraguay | Deuet eus kreiz Amerika... ar spered Guarani | Del Corazón de América... ésta es la garra Guaraní | |
Izelvroioù | Orañjez en hent evit an aour | Oranje op weg naar goud | |
Polonia | Gwenn ha ruz, dañjerus ha kalonek ! | Biało-czerwoni! Waleczni i niebezpieczni! | |
Portugal | Ur banniel dre ar prenestr hag ur vro war an dachenn - BEC'H DEZHI PORTUGAL | À janela uma Bandeira, no relvado uma nação inteira - FORÇA PORTUGAL! | |
Republik Tchek | Kalon ha fiziañs, evit bezañ trec'h hag evit hor suporterien | Budem se rvát jako lvi, pro vítězství a fanoušky | |
Serbia ha Montenegro | Karantez evit ar c'hoari | Za ljubav igre | |
Sveden | Roit bec'h ! Kalon ! Tan dezhi ! Sveden a-bezh a zo war o lerc'h ! | Kämpa! Jobba! Visa glöd. Ni har svenska flokes stöd! | |
Suis | 2006, eo degouezhet tro Suis ! | 2006, it's Swiss o'clock! | |
Togo | Youl dreistmuzul da drec'hiñ ha c'hoant meurbet da zont da benn vat ! | La rage de vaincre et la soif de réussir ! | |
Trinidad ha Tobago | Erru eo ar Soca Warriors – Brezelerien Karib | Here Come the Soca Warriors, the Fighting Spirit of the Caribbean | |
Tunizia | Erered Kartago... dalc'hmat pelloc'h, bepred kreñvoc'h | ||
Ukraina | Gant hor skoazell, n'hall ket ar maout difloupañ da Ukraina (ger-ha-ger : Klañv omp evidomp-ni, Ukraina o vezañ e-touesk ar re wellañ) | Вболіваємо за наших, Україна серед кращих Vbolivayemo za nachykh, Oukraïna ceret krachtchykh |
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Evit gwelet an holl balioù bet plantet, kit war lec'hienn internet KEME : [1]
- ↑ Da lakaat e koreeg. Ere : amañ
- ↑ War karr-boutin skipailh Aod an Olifant ez eus ur fazi reizhskrivadur. Lakaet eo bet "... élegant" hep tired lemm war an eil e. Sellit ouzh ar skeudenn
- ↑ Karr-boutin skipailh ar Stadoù-Unanet eo ar c'harr-boutin nemetañ a glask chom divrud, hep an disterañ banniel, hep menegiñ anv ar vro warnañ kennebeut, ha kement-se evit e surentez. Ar ger-stur a c'haller lenn warnañ koulskoude. Sellit ouzh ar skeudenn