Davor Šuker
Davor Šuker, bet ganet d'ar 1añ a viz Genver 1968 en Osijek (Yougoslavia d'ar mare-se), a zo bet ur melldroader etrebroadel kroat.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/fc/Football_against_poverty_2014_-_Davor_%C5%A0uker_%28cropped%29.jpg/200px-Football_against_poverty_2014_-_Davor_%C5%A0uker_%28cropped%29.jpg)
Daoust dezhañ bezañ c'hoariet div wech (ouzh Turkia hag ouzh an inizi Faero) gant skipailh broadel Yougoslavia, gant hini Kroatia an hini eo en devoa kemeret perzh er muiañ a grogadoù avat : nav ha tri-ugent en holl.
Dilennet e oa bet da brezidant Kevread mell-droad Kroatia d'ar 5 a viz Gouere 2012.
Argader e bost dezhañ war an dachenn en devoa kemeret perzh e daou zalc'h :
- dibabet e oa bet gant Miroslav Blažević pa oa bet aozet Kib vell-droad ar bed 1998 e Bro-C'hall : gant c'hwec'h pal (e-kerzh seizh krogad) e teuas da vezañ gwellañ paler ar genstrivadeg-mañ,
- Kib vell-droad ar bed 2002 bet aozet e Japan ha Republik Korea.