Osijek
kêr Kroatia
Osijek (distaget [ˈɔsjɛk] e kroateg, Осек pe Осијек e serbeg, Eszék en hungareg, Esseg en alamaneg) eo ar pevare kêr vrasañ e Kroatia ha kêr-benn kontelezh Osijek-Baranja eo. Kêr vrasañ rannvro istorel Slavonia eo. Emañ Osijek war ribl dehou ar stêr Drava ha 25 km diouzh kember ar stêr-se gant an Danav. Enni ez eus 114 616 a dud o chom (niveradeg 2001).
N’he deus ket gouzañvet re kêr Osijek diwar ar brezel etre « Yougoslavia » (Serbia) ha Kroatia etre 1991 ha 1995. Met aet ez eus kalz serbegerien kuit. E 1991 e oa 165 253 a annezidi : 110 934 Kroat (67,1%), 33 146 Serb (20%), 3 156 Hungarad (1,9%). Hervez niveradeg 2001 e oa 114 616 a annezidi en Osijek : 86,58% a Groated, 7,65% a Serbed ha 1,01% a Hungariz.
Gevellet eo Osijek gant
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Lec’hienn ofisiel kêr Osijek (e kroateg ha saozneg)
- Lec’hienn unofisiel kêr Osijek (e kroateg)