Prizren (Prizren pe Prizreni en albaneg ; Призрен, Prizren e serbeg) zo ur gêr gozh eus Kosovo. Pennlec'h distrig Prizren eo. An eil kêr vrasañ eo er vro, gant war-dro 178 000 a annezidi e 2011. Albanegerien eo ar braz eus an dud (78% e 2011[1]).

Prizren

Emañ Prizren ouzh tor ar Menezioù Šar, e mervent ar vro, tost d'an harzoù gant Albania ha Makedonia.

Ur gêr gozh eo. En amzer ar Romaned, en Eil kantved kent JK e oa eno ur gêr anvet Theranda. Er Vvet kantved e voe graet meneg anezhi, evel Petrizên, gant Prokopios Caesarea. Adalek 830 e oa en Impalaeriezh ar Vulgared, ha goude-se en Impalaeriezh Bizantion. E 1018 e teuas da vezañ sez un eskopti. En XIvet ha XIIvet kantved e voe aloubet meur a wech : gant Serbed ha Bulgared a-bep-eil. Ur greizenn a bouez e teuas da vezañ evit ar c'henwerzh. Adalek 1545 e oa en Impalaeriezh Otoman, ha chom a reas enni e-pad meur a gantved, met kreizenn sevenadurel Albaniz e oa. E 1878 e voe savet eno Kevre Prizren, ul luskad a venne dieubiñ Albaniz diouzh yev an Durked. Gant Kevre Prizren e voe embannet dizalc'hidigezh Albania d'ar 15 a viz Eost 1880. E-pad Brezel ar Balkanioù e voe aloubet gant ar Serbed. Goude ar Brezel-bed Kentañ e voe staget ar c'horn-bro ouzh stad nevez Yougoslavia. E-pad an Eil Brezel-bed e voe staget ouzh Albania aloubet gant an Italianed. Abaoe diskar Yougoslavia ha Brezel Kosovo emañ Prizren e republik Kosovo.

Notennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.