Diego Forlán
Diego Forlán Corazzo (lesanvet Cachavacha), bet ganet d'an 19 a viz Mae 1979 e Montevideo (Uruguay), a zo ur melldroader etrebroadel uruguayat.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/26/U10_Diego_Forl%C3%A1n_7569.jpg/220px-U10_Diego_Forl%C3%A1n_7569.jpg)
Kreizer pe argader e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh e tri dalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 2002 bet aozet e Japan hag e Republik Korea,
- Kib vell-droad ar bed 2010 bet aozet e Suafrika ma tapas ar Vell aour (gwellañ c'hoarier ar genstrivadeg),
- Kib vell-droad ar bed 2014 bet aozet e Brazil.