José Sócrates Carvalho Pinto de Sousa, pe José Sócrates ent-berr (distaget [ʒuˈzɛ ˈsɔkɾɐtɨʃ] e portugaleg), ganet d'ar 6 a viz Gwengolo 1957, zo ur politiker portugalat hag a voe kentañ ministr Portugal eus an 12 a viz Meurzh 2005 betek an 21 a viz Mezheven 2011.

José Sócrates
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhPortugal Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJosé Sócrates Kemmañ
Anv-bihanJosé, Sócrates Kemmañ
Anv-familhSousa, Pinto, Carvalho Kemmañ
Deiziad ganedigezh6 Gwe 1957 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAlijó Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetportugaleg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Bet war ar studi ePolytechnic Institute of Coimbra, Lusíada University, Polytechnic Institute of Lisbon, Independente University, ISCTE – Lisbon University Institute Kemmañ
Strollad politikelStrollad sokialour Kemmañ
Prizioù resevetGrand Cross of the Order of Prince Henry, Order of the White Star, 1st Class, Knight Grand Cross of the Order of St. Gregory the Great Kemmañ
DefenderJoão Araújo Kemmañ
José Sócrates e 2010

Ezel e voe eus Strollad Sokialour Portugal adalek 1981 ha dilennet e voe da gannad e 1987. E 1995 e voe ministr e gouarnamant António Guterres. E 2004 e teaus da vezañ pennsekretour e gostezenn ha gant honnezh ez eas ar maout e dilennadeg ar gannaded e 2005. EVel-se e teuas da vezañ kentañ ministr d'an 12 a viz Meurzh 2005.

Gant ar sokialourien ez eas ar maout adarre e dilennadeg Gwengolo 2009, ha chom a reas e penn ar gouarnamant.

D'an 23 a viz Meurzh 2011 e roas e zilez eus e garg goude ma oa bet nac'het votiñ e ginnigoù gant ar parlamant. Un dilennadeg nevez a voe d'ar 5 a viz Mezheven ha koll e voe ar strollad sokialour ar wech-se. Neuze e paouezas Sócrates da vezañ e penn ar strollad.