Dolores Mary Eileen O'Riordan, ganet d'ar 6 a viz Gwengolo 1971 e Ballybricken hag aet d'an Anaon d'ar 15 a viz Genver 2018 e Londrez d'an oad a 46 vloaz, a oa ur ganerez hag ur saverez tonioù iwerzhonat. E penn ar strollad The Cranberries e voe e-pad 13 vloaz betek ma voe ehanet ganto e 2003. Adlañset e oa bet ar strollad celtic rock e 2009.

Dolores O'Riordan e 2007.
The Cranberries e Barcelona e 2010

Buhez kemmañ

Dolores Mary Eileen O'Riordan a oa bet ganet e Ballybricken, ur gêriadenn eus Kontelezh Luimneach, Iwerzhon. Merc'h Terence hag Eileen O'Riordan e oa, hag ar bugel yaouankañ diwar seizh. Skoliataet e oa bet e skolaj seurezed Laurel Hill, e Luimneach.

The Cranberries kemmañ

E 1990 ez eas Dolores O'Riordan war ar renk, ha kemeret e voe, evit bezañ kanerez ar strollad The Cranberry Saw Us (kemmet e The Cranberries diwezhatoc'h). Pemp pladenn zo bet embannet gant ar strollad : Everybody Else Is Doing It, So Why Can't We? (1993), No Need to Argue (1994), To the Faithful Departed (1996), Bury the Hatchet (1999) ha Wake Up and Smell the Coffee (2001) ; bez' ez eus bet ivez un dastumadeg kanaouennoù anvet The Best of 1992–2002 (2002), a-raok ma vefe paouezet ganto e 2003.

Mennozhioù kemmañ

 
The Cranberries e-pad an abadenn Roxy Bar show e Bologna e 1995

Deskadur Dolores O'Riordan a oa bet unan katolik hengounel. Mamm O'Riordan a zo kredourez don, an anv Dolores a zo deuet adal ar Mater Dolorosa. Sot e oa Dolores gant ar Pab Yann-Baol II. Goude bezañ bet kejet outañ er Vatikan, O'Riordan a embannas : "[He] was lovely, very saintly. I was mad about him. I thought he really cared for the poor and he loved to meet the people. I saw him when he came to Limerick, when I was a kid. So it was pretty mindblowing to take my mum out to meet him."

Kejet he devoa div wech ouzh Yann-Baol II, e 2001 ha 2002. E 2013 he devoa dalc'het ur sonadenn evit sonadeg Nedeleg ar Vatikan goude ur bedadenn gant ar Pab Frañsez.

A-du e oa gant kastiz ar marv, enebet e oa d'ar sioc'hanidigezh. Setu ar pezh a soñje diwar-benn ar wregelouriezh : "To me, this is just for girls who have been dumped 30 times in their lives and who decide that men are bastards."

Tabutoù kemmañ

E 1993, e voe skrivet ar ganaouenn Zombie. Un enoriñ da Jonathan Ball, 3 bloaz, ha Tim Parry, 12 vloaz, lazhet e-kerzh gwalldaolioù Warrington (Bro-Saoz) gant ar Provisional Irish Republican Army. Bez' ez eo ivez ur ganaouenn a-enep ar feulster e Norzhiwerzhon. Embannet e 1994, ar ganaouenn a erruas dres pa oa bet sinet un emglev a beoc'h gant an IRA, rebechet e oa bet neuze da O'Riordan klask plantañ reuz muioc'h c'hoazh.

E miz Du 2014, O'Riordan a oa bet harzet ha rebechet dezhi da vezañ bet feuls a-enep bourzhidi ur c'harr-nij Aer Lingus e-kerzh un nij etre New York ha Shannon. E-pad an nij e oa bet dichek dre gomz betek feuls dre jestroù a-enep bourzhidi an embregerezh-nij. Ur wech pradet ar c'harr-nij e oa bet feuls gant an archerien, o lakaat war-raok e paee tailhoù ha neuze o goproù. Huchet he devoa warno "I'm the Queen of Limerick! I'm an icon!", o reiñ un taol-penn d'ur gward aerborzh ha tufañ war unan all. D'ar media he devoa embannet diwezatoc'h e oa bet enkrezet gant an nij hag an disparti diouzh he gwaz. Ar barner a oa bet sioul hag en devoa roet lamm d'an holl rebechoù lezennel a-enep ul lizher digarez d'an holl re bet taget ha dre baeañ un tailh-kastiz d'ar re baour a 6 000 €.

Marv kemmañ

Diasur e chom betek-henn met hervez kazetennoù 'zo e vefe marvet Dolores O'Riordan dre ur regorfad Fentanyl. Adkavet e oa bet e korn gibellañ ar gambr lec'h ma oa o lojañ el leti London Hilton on Park Lane. 46 vloaz e oa hi.