Provisional Irish Republican Army
Ar Provisional Irish Republican Army (IRA pe Provisional IRA pe PIRA) a oa ur strollad armet republikan eus Iwerzhon en devoa klasket lemel Norzhiwerzhon diouzh ar Rouantelezh-Unanet ha dre-se degas ur Republik dieub ha gant enezenn Iwerzhon a-bezh. Ar strollad armet republikan kreñvañ ha niverusañ a voe e-pad mare an Troubles.
Deiziad krouiñ | 1969 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Provisional Irish Republican Army, Sealadach Óglaigh na hÉireann |
Stad | Iwerzhon, Norzhiwerzhon |
Ideologiezh politikel | Irish republicanism, left-wing nationalism, United Ireland, Irish nationalism |
Darvoud-alc'hwez | 1979 Brussels bombing |
Roll elfennoù | list of chronologies of Provisional Irish Republican Army actions |
En em zisklêriet e oa e-unan evel hêr d'an IRA kentañ. Evit izili ar strollad e oa anv an aozadur Irish Republican Army, pe Óglaigh na hÉireann en iwerzhoneg.
An IRA da c'hortoz a oa deuet war-wel e miz Kerzu 1969, goude ma voe freuzet a dammoù al luskad republikan iwerzhonat.
Brudet e oa ar PIRA evit implij Ardivinkoù-Tarzh Primaozet. Ar Provisional IRA en deus bet embannet un arsav-brezel e miz Gouhere 1997, ar pezh en doa aotreet ar Sinn Féin skourr politikel an aozadur da vezañ degemeret en eskemmoù peoc'h evit dazont Iwerzhon. Dre-se e oa bet tu kavout un emglev e 1998 hag anvet Good Friday Agreement. E 2005 an IRA en doa embannet fin ofisiel e c'hampagn feulster ha roet e armoù dindan sell ur bodad etrevroadel Dieub evit an dizarmañ. Meur a strolladig disivouderien a oa bet krouet adal an IRA, evel ar Continuity IRA, hag a gendalc'h da stourm er C'hampagn feulster republikan, hag ar Real IRA.