Improvised Explosive Device
Un Improvised Explosive Device, berraet e IED (Brezhoneg: Ardivink-Tarzh Primaozet), a vez graet eus ur vombezenn savet hag implijet e doareoù amreizh e-keñver gwir ar brezel pe an implijoù milourel boas. Gellout a reer sevel un ardivink-tarzh primaozet pe dre un doare milourel boas (un obuzenn) koublet gant un tarzher, pe dre un doare amreoliek gant produioù kimiek. Darn eus an IED-où a vez implijet evel bombezennoù war vordoù an hentoù. An ardivinkoù-tarzh primaozet a vez implijet e-pad emgannoù ha brezelioù sponterezh kreñv pe stourmoù disimetrek doare guerrilla, pe gant nerzhioù kommando war an dachenn emgann.
Na Trioblóidí/ Brezel Norzhiwerzhon
kemmañE-pad mare an Troubles (1968-1998) e oa bet implijet kalz an ardivinkoù-tarzh primaozet gant ar Provisional Irish Republican Army. Implijet e oa bet ganto mortarioù ha bombezennoù meret primaoazet. Gant an amzer o redek a oa bet izili an IRA o sevel kadoniezhoù nevez kement ha doareoù-sevel arbenikaet muioc'h-mui evit ar bombezennoù (oc'h implijout minennoù da skouer). Bombezennoù an IRA a implije ivez spanaeroù merkur pe micro switch, o fal dezho lakaat ar bombezennoù da darzhañ pa veze klasket fiñval anezho dre nep doare. Boaz e veze implijet munuterioù-kegin gant 60 munutenn amzer a-raok an tarzh ur wech enaout an IED, evit ma vije amzer gant izili an IRA da dec'hout pell. Ouzhpenn-se e veze lakaet ar munuterioù-se e oa lakaet e-plas ardivinkoù enep-fiñv.
-
Ur robot Wheelbarrow enep-IED e straedoù Norzhiwerzhon e 1978.
-
Ur c'harbed Cougar stadunanat bet tapet gant tarzhadenn un ardivink-tarzh primaozet en Irak e 2007.
-
Tarzhadenn un IED en Irak e 2007.
-
Ur soudard stadunanat a-us un ardivink-tarzh primaozet en Irak.