Gwalldaolioù Warrington

Gwalldaolioù Warrington (saozneg:The Warrington bombings) a oa bet div dagadenn gant bombezennoù sevenet gant an IRA e penn kentañ ar bloavezh 1993 e Warrington, e Bro-Saoz.

Ar c'hentañ tagadenn a oa bet d'ar 26 a viz C'hwevrer 1993. Ur vombezenn a oa tarzhet en ur mirlec'h gaz. Drastus e oa bet an darzhadenn met ne oa bet den lazhet pe gloazet ebet. Pa oant tec'het diouzh al lec'h, enaouerien ar bombezennoù a oa bet heuliet gant archerien dre ma oant o ruilhañ re vuan. Tri ofiser polis a oa bet gloazet.

Lec'h ar c'hentañ tagadenn.

An eil tagadenn a oa bet d'an 20 a viz Meurzh, div vombezenn vihan o devoa tarzhet dres dirak stalioù bihan hag ur greizenn genwerzhel e Bridge Street. Daou vugel a oa bet lazhet war an taol (Jonathan Ball 3 bloaz, ha Tim Parry 12 vloaz). Ouzhpenn-se e oa bet gloazet 56 den.

Bridge Street e Warrington. Lec'h an eil tagadenn.

An tagadennoù a oa bet sevenet gant izili eus ar Provisional Irish Republican Army (IRA). Hervez mammennoù 'zo e oa bet ivez izili eus al luskad Red Action o kemer perzh. Abaoe penn-kentañ ar bloavezhioù 1970, an IRA a oa bet o seveniñ tagadennoù lies en Norzhiwerzhon kement hag e Bro-Saoz evit klask bountañ war gouarnamant Bro-Saoz evit adunvaniñ Iwerzhon. Gwalldaol an 20 a viz Meurzh a oa diskouezet kalz er mediaoù o tegas kounnar bras, bez e voe manifestadoù bras a-enep an IRA betek e Dulenn.

Tro-dro d'ar gwalldaolioù

kemmañ

E 1993 e voe skrivet ar ganaouenn « Zombie », en enor d'ar vugale Jonathan Ball ha Tim Parry, gant Dolores O'Riordan. Bez eo ivez ur ganaouenn a-enep ar feulster en Iwerzhon an Norzh. Embannet e 1994, ar ganaouenn a erru dres pa oa bet sinet un emglev a beoc'h gant an IRA. Rebechet e oa bet neuze da O'Riordan klask plantañ cheu muioc'h c'hoazh.