Enrique Ballestrero

Enrique Ballestrero (lesanvet Pulpo pe Quique), bet ganet d'an 18 a viz Genver 1905 e Colonia del Sacramento (Uruguay) hag aet da Anaon d'an 11 a viz Here 1969 e Montevideo (Uruguay), a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (diwaller-pal e bost dezhañ war an dachenn).

Enrique Ballestrero e 1930
(an trivet e tu kleiz an eil renk).

Chomet e oa da c'hoari, a-hed e vicher, e kleuboù en Uruguay :

Naontek gwech en devoa douget krez La Celeste[1] etre 1930 ha 1937, ha paket tri fal warn-ugent en holl.

D'ar 25 a viz Mae 1930 e oa Ballestrero diwaller-pal skipailh Uruguay a zeuas d'ober ur c'hrogad rampo (1-1) ouzh hini Arc'hantina : dre ma oa bet c'hoariet e Buenos Aires e oa aet ar maout gant Uruguayiz.

Dalc'het e oa bet an trizekvet doare en Estadio Nacional del Perú (Lima) e miz Genver 1935 : aet ar maout gant skipailh Uruguay (hag Enrique Ballestrero ennañ) goude bezañ trec'het skipailhoù Perou (1-0), Chile (2-1) hag Arc'hantina (3-0).

Kemer a reas perzh ivez er pevarzekvet dalc'h (27 a viz Kerzu 1936-30 a viz Genver 1937) aozet e Buenos Aires : renket e voe skipailh Uruguay da bevarvet an dro-se.

Kemeret en devoa perzh Enrique Ballestrero en un dalc'h hepken :

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.