Héctor Castro, bet ganet d'an 29 a viz Du 1904 en Aguada (unan eus karterioù Montevideo (Uruguay)) hag aet da Anaon d'ar 15 a viz Gwengolo 1960 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (argader e bost dezhañ war an dachenn).

Héctor Castro e 1926.

Hag eñ yaouank (trizek vloaz) e voe mac'hagnet e arvrec'h dehou (bet troc'het gant un heskenn dredan tra m'edo o labourat gant e dad) ; se zo kaoz e voe lesanvet El Manco, El Manco Castro, El Manco Divino pe El Divino Manco.

E vicher evel c'hoarier kemmañ

Er c'hleuboù kemmañ

Lavarout a c'haller e voe tomm-mat kalon Castro ouzh Nacional Montevideo e vuhez-pad : daou c'hant ur c'hrogad ha tregont en devoa c'hoariet ennañ ha merket kant pemp pal ha daou-ugent en holl. Ne vankas dezhañ nemet kemer perzh e Copa de Campeones de América a voe krouet e... 1960.

Sed amañ da-heul red e vicher dre ar munud :

E skipailh broadel Uruguay kemmañ

Pemp gwech warn-ugent en devoa douget krez La Celeste[1] etre 1923 ha 1935, ha merket triwec'h pal.

Krogadoù a vignoniezh kemmañ

Deiziad Lec'h Krogad Merk
25 a viz Du 1923 Estadio de los Pocitos (Montevideo) Uruguay - Chile 2-1
10 a viz Kerzu 1927 Viña del Mar (Chile) Chile - Uruguay 2-3

Copa Ministro de Relaciones Exteriores kemmañ

Deiziad Lec'h Krogad Merk
8 a viz Kerzu 1923 Avellaneda (Arc'hantina) Arc'hantina - Uruguay 2-3

Copa América kemmañ

Kemeret en devoa perzh Héctor Castro e pevar dalc'h, aet ar maout gantañ dre ziv wech (e 1926 ha 1935), renket da eil e 1927 ha da drivet e 1929. Sed amañ da-heul ar c'hrogadoù en devoa c'hoariet gant e skipailh broadel :

Deiziad Lec'h Krogad Merk
17 a viz Here 1926 Campos de Sports de Ñuñoa (Santiago de Chile) Chile - Uruguay 1-3
24 a viz Here 1926 Campos de Sports de Ñuñoa Uruguay - Arc'hantina 2-0
28 a viz Here 1926 Campos de Sports de Ñuñoa Uruguay - Bolivia 6-0
1añ a viz Du 1926 Campos de Sports de Ñuñoa Uruguay - Paraguay 6-1

Gant c'hwec'h (6) pal merket e-pad ar genstrivadeg e voe renket Castro da eil, just war-lerc'h ar gwellañ paler, ar chileat David Arellano.

Deiziad Lec'h Krogad Merk
1añ a viz Du 1927 Estadio Nacional del Perú (Lima) Perou - Uruguay 0-4
6 a viz Du 1927 Estadio Nacional del Perú Uruguay - Bolivia 9-0
20 a viz Du 1927 Estadio Nacional del Perú Arc'hantina - Uruguay 3-2

Daou (2) bal a voe merket gantañ e-pad ar genstrivadeg.

Deiziad Lec'h Krogad Merk
1añ a viz Du 1929 Buenos Aires (Arc'hantina) Paraguay - Uruguay 3-0
11 a viz Du 1929 Buenos Aires Uruguay - Perou 4-1
17 a viz Du 1929 Buenos Aires Arc'hantina - Uruguay 2-0


Deiziad Lec'h Krogad Merk
13 a viz Genver 1935 Estadio Nacional del Perú (Lima) Uruguay - Perou 1-0
18 a viz Genver 1935 Estadio Nacional del Perú Uruguay - Chile 2-1
27 a viz Genver 1935 Estadio Nacional del Perú Uruguay - Arc'hantina 3-0

Daou (2) bal a voe merket gantañ e-pad ar genstrivadeg.

C'hoarioù Olimpek hañv kemmañ

Ezel e oa eus ar skipailh a yeas ar vedalenn aour gantañ da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1928 (en Amsterdam, Izelvroioù). Ur (1) pal a verkas e-kerzh an daou grogad a gemeras perzh enne :

Deiziad Lec'h Krogad Merk
3 a viz Mezheven Olympisch Stadion (Amsterdam) Uruguay - Alamagn 4-1
10 a viz Mezheven (gourfenn) Olympisch Stadion (Amsterdam) Arc'hantina - Uruguay 1-1

Adc'hoariet e voe ar gourfenn d'an 13 a viz Mezheven ha gounezet 2-1 gant Uruguay.

Copa Newton kemmañ

Deiziad Lec'h Krogad Merk
20 a viz Gwengolo 1929 Estadio Gran Parque Central (Montevideo) Uruguay - Arc'hantina 2-1
25 a viz Mae 1930 Buenos Aires Arc'hantina - Uruguay 1-1

Copa Lipton kemmañ

Deiziad Lec'h Krogad Merk
28 a viz Gwengolo 1929 Buenos Aires Arc'hantina - Uruguay 0-0

Copa Hector Gomez kemmañ

Deiziad Lec'h Krogad Merk
18 a viz Gouere 1935 Estadio Centenario (Montevideo) Uruguay - Arc'hantina 1-1

Copa Juan Mignaburu kemmañ

Deiziad Lec'h Krogad Merk
15 a viz Eost 1935 Avellaneda Arc'hantina - Uruguay 3-0

Kib vell-droad ar bed kemmañ

Kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken :

E vicher evel gourdoner ha dibaber kemmañ

Da-heul e amzer c'hoarier e tistroas da Nacional evel gourdoner (1939-1943, 1952) : ha c'hwec'h titl Primera División de Uruguay ouzhpenn en e c'hodell (1939[2], 1940, 1941, 1942, 1943 ha 1952). Pevar zTorneo de Honor (1940, 1941, 1942 ha 1943) a yeas gantañ ivez, kement ha div gCopa Aldao (1940 ha 1942).

E 1959 ez eas da zibaber Uruguay a renas da-geñver Copa América dalc'het e Buenos Aires (7 a viz Meurzh-4 a viz Ebrel) : renket e voent da c'hwec'hvet diwar seizh.

Un nebeud mizvezhioù diwezhatoc'h e varvas, skoet gant ur gwallzarvoud kalon.

Liamm diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.
  2. Evel eiler ar Skosad William Reaside.