ETA
Euskadi Ta Askatasuna, berraet en E.T.A. ([ˈɛːta] ; euskareg evit Euskadi Ha Frankiz), zo anv un aozadur dizalc'hour ha marksour-leninour ledvilourel euskarat a oa e bal krouiñ ur Stad dizalc'h ha sokialour en Euskadi, distag eus Stadoù Frañs ha Spagn. Oberiant eo bet etre an 31 a viz Gouere 1959 hag an 2 a viz Mae 2018 (loezadur ofisiel embannet gant e izili).
Deiziad krouiñ | 31 Gou 1959 |
---|---|
Anvet da sponter gant | Stadoù-Unanet, Kanada, Unaniezh Europa, Spagn, Frañs |
Brezel | Basque conflict |
Stad | Spagn, Frañs |
Ideologiezh politikel | Basque nationalism, revolutionary socialism, independentism, separatism, Abertzale left |
Raklec'hiet gant | Ekin, ETApm (VIII) |
Bro orin | Spagn |
SRGB color hex triplet | 003399 |
Lec'h produiñ | Euskal Herria |
Deiziad divodañ | 3 Mae 2018 |
Operating area | Euskal Herria, Spagn, Frañs |
Emdroet en deus an aozadur kuzh-se eus ur strollad stourm ouzh renad Franco d'un aozadur sponterezh, hag anavezet eo evel-se gant Bro-C'hall, Spagn, Unaniezh Europa (betek 2009), Stadoù-Unanet Amerika hag all. Adalek 1968, hervez ar sifroù ofisiel ha kemenadennoù an ETA[1] eo bet lazhet gantañ 829 den[2], gloazet miliadoù, muturniet kantadoù[3] ha skrapet dekadoù a dud, hep mennegiñ an tunadurioù fontoù a-leizh graet gantañ[4].
Bietan jarrai ("Dalc'hit d'an daou anezho") eo lugan ETA. Ober a ra dave d'an div skeudenn a gaver war banniel ETA, an naer (arouez an derc'hel kuzh hag ar gwidre) korvigellet en-dro d'ur vouc'hal (arouez an nerzh).
Istor an ETA
kemmañE 1959 e oa bet krouet ETA dindan renad ar jeneral Franco. Buan eo emdroet eus ur strollad a zifenne doareoù bevañ hengounel ur strollad armet. E 1973 eo drouklazhet Luis Carrero Blanco, penn ar gouarnamant ha niverenn 2 ar renad "frankour", e Madrid.
D'an 22 a viz Meurzh 2006 e voe disklêriet gant an aozadur un harz-an-tan da badout. Embannet e voe gant mouezh ar strollad e oa prest ETA da harpañ "un argerzh demokratel en Euskadi a-benn sevel ur framm labour nevez m'eo anavezet hor gwirioù evel pobl ha m'eo gwarantet an tu da ziorren en un doare digor an holl emdroadurioù politikel a c'hall bezañ evit an amzer da zont."
D'an 8 a viz Ebrel 2017 e oa bet dizarmet ar strollad drezhañ e-unan.
Arc'hadurioù
kemmañSetu amañ daou arc'hadur pennañ an aozadur :
- krouidigezh ur gouarnamant sokialour dizalc'h war dachenn Euskadi etre Frañs ha Spagn ;
- frankiz evit prizonidi ar strollad barnet d'ar vac'h pe o c 'hortoz bezañ barnet.
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ (en) https://web.archive.org/web/20230101135504/https://edition.cnn.com/2000/WORLD/europe/11/19/spain.eta/index.html
- ↑ (es) E-barzh pajennoù Ministrerezh an Diabarzh spagnol eo bet lazhet 823 den gant an ETA betek an 19/08/08
- ↑ (en) Pennad-skrid gant Joshua Hammer Smithsonian magazine, Miz Genver 2007
- ↑ Los extorsionados por ETA toman la palabra