Banniel Luksembourg

Banniel Luksembourg
Banniel Luksembourg
Kenfeurioù 3:5 pe 1:2
Kod bannielouriezh

Banniel douar

Degemeret d'an 12/06/1845; 23/06/1972 (lezenn)
Banniel listri Luksembourg
Kenfeurioù 5:7
Kod bannielouriezh

Banniel listri hag aerlistri

Anv (pe lesanv) Roude Léiw (Leon ruz)
Livioù
  • ██ ruz P032C
  • ██ gwenn 1C
  • ██ glas P299C
  • ██ melen P116C
  • Banniel Luksembourg eo banniel broadel Dugelezh Veur Luksembourg. Un banniel triliv eo gant teir bandenn gevatal a-led, ruz, gwenn ha glas. Peuzheñvel eo ouzh Banniel an Izelvroioù nemet ez eo sklaeroc'h arliv ar glaz, hag ivez gant e genfeurioù a zo 3:5 (pe 1:2) e-lec’h 2:3 evit hini an Izelvroioù (ar pezh na c'hoarvez ket bepred dre ma vez graet dre vras gant kenfeurioù heñvel pa vez lakaet bannieloù kichen-ha-kichen).

    Dont a ra al livioù eus skoed ardamezioù ar vro.

    Ar banniel ardamezek

    kemmañ

    Al listri, koulz hag an aerlistri, hag ivez rannoù 'zo eus an arme, a ra gant ur banniel ardamezek, da lavaret eo ur banniel hag a adkemer tresadenn skoed ardamezioù Luksembourg. Graet e vez gant ar banniel-se evit disheñvelout gwelloc'h diouzh banniel an Izelvroioù. Lesanvet eo ar “Roude Léiw” (al Leon Ruz), hag implijet e vez alies ivez gant an dud, evel e degouezhioù ’zo evel Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn, bepred evit disheñvelout diouzh hini an Izelvroioù.

    Ar banniel ardamezek a vez implijet kalzik ivez e Proviñs Luksembourg e Belgia, tra ma ne vez ket implijet ar banniel ofisiel a zo evel hini an Dugelezh-Veur gant ur skoed e-kreiz. Graet e vez ivez gant ar banniel-se el lodenn eus ar Frañs ma vez komzet luksembourgeg, e korn-bro Thionville.

     
    Palez Proviñs Luksembourg en Arlon, e Belgia, gant ar banniel a-zehou war ar skeudenn.


    Liammoù diavaez

    kemmañ

     
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.