Ar Misterioù Glorius eo misterioù meneget en Aviel a denn da zasorc'hidigezh Jezuz Krist ha gloar an Neñv. Heuliañ a reont ar Misterioù Joaius, ar Misterioù Goulaouus hag ar Misterioù Poanius. Bez ez eus pemp mister glorius : an Dasorc'hidigezh, Pignidigezh ar C'hrist, ar Pantekost, Gorroidigezh ar Werc'hez, Kurunidigezh ar Werc'hez. Prederiet e vez war ar misterioù-se gant kement kristen a bed gant e chapeled d'ar Merc'her ha d'ar Sul.

Hervez Compendium Katekiz an Iliz Katolik e vez graet mysteria gloriosa anezho e Latin.

Dasorc'hidigezh ar C'hrist kemmañ

 

Dasorc'hidgezh ar C'hrist war lerc'h tri devezh (Resurrectio)

Profañ a reomp deoc'h, Aotrou Krist, an dizenez-mañ, en enor ho Tasorc'hidigezh, hag e c'houlennomp diganeoc'h, dre ar mister-se ha gant hanterouriezh ho Mamm Santel-Meurbet, ar c'hras eus ar Feiz.

Deiz kentañ ar sizhun, e teujont mintin mat d'ar bez, o tegas ganto al louzoù a c'hwez-vat o devoa fichet; [hag ur re bennak o heulie]. Hag e kavjont e oa bet ruilhet ar maen a-zirak ar bez. O vezañ aet ennañ, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz. Evel na ouient petra da soñjal war gement-se, setu, daou zen en em ziskouezas dezho, gwisket gant dilhad lugernus. Evel ma oant spontet, ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho : "Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev ? N'emañ ket amañ, adsavet eo a varv. Ho pet soñj penaos en devoa komzet ouzhoc'h, pa oa c'hoazh e Galilea,o lavarout : Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec'herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv an trede deiz."

Luk 24,1-7


Me ho salud Mari, leun a c'hras, an aotrou Doue zo ganeoc'h. Benniget oc'h dreist an holl wragez, ha benniget ar frouezh eus ho korf Jezuz, trec'h war ar marv. Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herion, bremañ ha da eur hon marv. Amen.

Ar Bignidigezh en Neñv kemmañ

 

Pignidigezh ar C'hrist en Neñv, daou-ugent devezh diwezhatoc'h (Ascensio).

Profañ a reomp deoc'h, Aotrou Krist, an dizenez-mañ, en enor ho Pignidigezh en Neñv, hag e c'houlennomp diganeoc'h, dre ar mister-se ha gant hanterouriezh ho Mamm Santel-Meurbet, ar c'hras da hetiñ ha da gaout goanag an Neñv.

An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv, hag ec'h azezas a-zehou da Zoue.

Mark 16,19


Me ho salud Mari, leun a c'hras, an aotrou Doue zo ganeoc'h. Benniget oc'h dreist an holl wragez, ha benniget ar frouezh eus ho korf Jezuz, savet d'an Neñv evit kempenn ur plas dimp. Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herion, bremañ ha da eur hon marv. Amen.

Ar Pantekost kemmañ

 

Diskenn ar Spered Santel da zeiz ar Pantekost (Descensus Spiritus Sancti)

Profañ a reomp deoc'h, Aotrou Krist, an dizenez-mañ, en enor Diskenn ar Sepred Santel er C'hoanlec'h, hag e c'houlennomp diganeoc'h, dre ar mister-se ha gant hanterouriezh ho Mamm Santel-Meurbet, ar c'hras eus ar Garantez hag eus donezonoù ar Spered Santel.

Deiz ar Pantekost o vezañ erruet, e oant holl a-unvan en hevelep lec'h. A-greiz-holl e teuas eus an neñv un trouz bras evel hini un avel o c'hwezhañ gant nerzh, hag e leunias an ti holl e-lec'h ma oant azezet. Teodoù evel teodoù tan en em ziskouezas dezho hag en em rannas, hag en em lakajont war bep hini anezho. Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag en em lakajont da gomz e yezhoù all, hervez ma roe ar Spered dezho da gomz.

Oberoù an Ebestel 2, 1-4


Me ho salud Mari, leun a c'hras, an aotrou Doue zo ganeoc'h. Benniget oc'h dreist an holl wragez, ha benniget ar frouezh eus ho korf Jezuz, en ur gas donezonoù ar Spered Santel dimp. Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herion, bremañ ha da eur hon marv. Amen.

Gorroidigezh ar Werc'hez kemmañ

 

Gorroidigezh ar Werc'hez, korf hag ene, d'an Neñv (Assumptio).

Profañ a reomp deoc'h, Aotrou Krist, an dizenez-mañ, en enor Gorroidigezh ar Werc'hez Santel, hag e c'houlennomp diganeoc'h, dre ar mister-se ha gant hanterouriezh ho Mamm Santel-Meurbet, ar c'hras da vout deol da Vari hag eus ar marv mat.

Ha setu, diwar vremañ, e vin galvet eürus gant an holl rummadoù,rak an Holl-C'halloudek en deus graet traoù bras din.

Luk 1, 48-49


Me ho salud Mari, leun a c'hras, an aotrou Doue zo ganeoc'h. Benniget oc'h dreist an holl wragez, ha benniget ar frouezh eus ho korf Jezuz, ouzh ho tegemer, korf hag ene. Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herion, bremañ ha da eur hon marv. Amen.

Kurunidigezh ar Werc'hez kemmañ

 

Kurunidigezh selestiel ar Werc'hez, Rouanez an Neñv (Coronatio in Caelo).

Profañ a reomp deoc'h, Aotrou Krist, an dizenez-mañ, en enor Kurunidigezh ar Werc'hez Santel, hag e c'houlennomp diganeoc'h, dre ar mister-se ha gant hanterouriezh ho Mamm Santel-Meurbet, ar c'hras eus trec'h Kalon dinamm Mari.

Ur sin bras a voe gwelet en neñv : ur wreg gwisket gant an heol, hag al loar dindan he zreid, ha war he fenn ur gurunenn a zaouzek steredenn.

Diskuliadur 12, 1


Me ho salud Mari, leun a c'hras, an aotrou Doue zo ganeoc'h. Benniget oc'h dreist an holl wragez, ha benniget ar frouezh eus ho korf Jezuz, ouzh ho lakaat da vout Rouanez an Hollved. Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herion, bremañ ha da eur hon marv. Amen.

Skeudennoù arall eus ar misterioù glorius kemmañ