Levr ar Salmoù

naontekvet ha bras levr an Bibl, kediad ar 150 pennads, faoutañs yn 5 levres: Levr I: 1 a 41; levr II: 42 a 72; levr III: 73 a 89; levr IV: 90 a 106; levr V: 107 a 150
(Adkaset eus Salmoù)

Levr ar Salmoù (ספר תהילים / Sefer Tehillim en hebreeg, Levr ar Meuleudioù ; زبور Az-Zabur en arabeg) zo ul levr eus ar Bibl, ennañ barzhonegoù da vezañ kanet. Emañ en Testamant Kozh ha skrivet eo bet en hebreeg evel-just. 150 salm zo ennañ, niverennet eus I da CL.

Levr ar Salmoù

Dont a ra an anv eus ar ger gregach ψαλμός psalmos a veze graet eus un ton sonet gant ar psalterion. Diouzh o anv neuze e ouzer eo ar Salmoù barzhonegoù bet skrivet evit bezañ kanet. An eilad a c'helle dont eus binvioù a bep seurt, alies binvioù dre gerdin, binvioù all a-wechoù. Bez' ez eus Salmoù a zo meneget ar benveg-seniñ aliet enno.

Savet e vijent bet gant un dek oberour bennak ; 73 anezho a vez lakaet war gont ar Roue David : gantañ e vijent bet skrivet en Xvet kantved kent JK. Moarvat eo bet skrivet ar Salmoù etre ar bloavezhioù 1300 ha 800 kent JK.

Stumm lennegel

kemmañ

Diwar-benn o stumm lennegel eo posupl kevrennañ ar Salmoù e pemp lodenn.

  • Kanaouennouù-meuliñ : e-keñver Doue (d.s. niv. 8, 24, 29, 47, 105, 113), e-keñver ar Roue eouliet gant Doue (d.s. niv. 2, 72, 110), e-keñver kêr Zoue, Jeruzalem (d.s. niv. 84, 87, 122)
  • Pedennoù o tisplegañ : ar fiziañs (d.s. niv. 4, 11, 16, 23), trugarekadennoù (d.s. niv. 103), ar geuzidigezh (d.s. niv. 32, 38, 51, 130), ar c'houzañvded (d.s. niv. 3, 5, 6, 7, 13)
  • Barzhonegoù kelennus (d.s. niv. 1, 139)
  • Lavaroù profedel (d.s. niv. 50)
  • Meur a stumm mesket er memes Salm (d.s. niv. 118)

Niveradur ar Salmoù

kemmañ

Daou zoare zo da niverenniñ Salmoù ar Bibl. Hervez ar Bibl hebreeg evel ma ra ar bibloù a-hiziv, pe hervez ar Bibl c'hresianeg (“Septañt”), implijet e levrioù al liderezh roman hag en Ilizoù ortodoks ha katolik ar Reter.
Ur sifr ouzhpenn zo en niveradur hebreeg, adalek eil hanterenn ar Salm 9, ha betek lodenn gentañ ar Salm 147, war-bouez evit ar Salm 114[1].

Troidigezhioù e brezhoneg

kemmañ
  • E 1873, troidigezh Yann-Frañsez ar Gonideg, embannet gant James William, "Levr ar Psalmou".
  • E 1897, troidigezh Gwilh ar C'hoad, "Levr ar Zalmou", pp. 467-544 (eus pe levr?).
  • E 1953, troidigezhioù eus darn eus ar Salmoù kinniget gant Yeun ar Gow da gentañ e Pedennou evit eun noz-veilh gant eun den maro (Ar Voulerien Unanet, 1953) ha diwezatoc'h (1962) e Ar Gêr Villiget (pajenn 18 eus embannadur Mouladurioù Hor Yezh : troidigezh eus salm kentañ ar binijenn, ar salm 6).
  • E 1974, troidigezh Maodez Glanndour, Ar Salmou, embannet gant Al Liamm, 220 p.
  • E 1985, troidigezh Job Lec'hvien ha Pêr ar Gall, levrenn Ar Salmoù hag ar Skridoù all, An Tour-Tan, 1985, pp 4-166.
  • E 1988, troidigezhioù eus meur ar salm gant Job an Irien ha Saik Falc'hun e Pedenn an deiz (Minihi Levenez, 1988), p. 2-110, evit al liderezh.
  • E 2008, troidigezh Koulizh Kedez, Un dibab salmoù, e Kan ar Garantez hag an Avel – tri levr biblek, (An Diaoul Dieub, 2008).

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. « Ar Zalmou » war lec'hienn eskopti Kemper ha Leon.