Alberzh Trevidig (Albert Trévidic en ti-kêr), ganet e miz Mezheven 1921 e Plougêr ha marvet e miz Gouere 2012 e Karaez-Plougêr, a zo un den en deus gouestlet e vuhez da sevenadur Breizh ha d'ar brezhoneg.

Skolaer eo bet a-raok dont da vezañ merour ospital Karaez.

Labouret en deus gant Polig Monjarret evit dastum tonioù kozh, gant Loeiz Roparz evit reiñ lañs en-dro d'ar festoù-noz. Savet en doa Kelc'h Keltiek Karaez e 1947, ha Bagad Chiminaoued Karaez e 1948. Prezidant ar c'helc'h eo bet e-pad 25 bloaz (1947-1972).

Dastumet en deus kontadennoù (bet embannet gant Hor Yezh). Kaset en deus ar gouren war-raok ivez. Sekretour meur ar FALSAB (Fédération des Amis des Luttes et des Sports Athlétiques Bretons) eo bet.

Gant Pêr Roy e krouas Kreizenn Sevenadurel Kendalc'h.

Ezel eo bet eus ar MOB (Mouvement pour l'Organisation de la Bretagne) adalek 1958 hag e-pad un toullad bloavezhioù.

Resevet en deus kolier Urzh an Erminig e 1990.

Aet eo da Anaon e miz Gouere 2012.

Skridoù

kemmañ
  • (gant Mai Aoffred) Gerioù implijet e korn-bro Karaez Hor Yezh, 1982, niv. 144, ha niv. 148-149 (1983).
  • "Kontadennoù Iwan ar Roc'h ha Jañ-Louilh Rolen" Hor Yezh, niv. 156-157 (1984), niv. 172-173 (1987).
  • "Dibarderioù rannyezh ar Poc'hêr", niv. 172-173 (1987)

Liammoù diavaez

kemmañ