Seamus Heaney
Seamus Heaney zo ur barzh iwerzhonat ganet e Caisleán Dhásain (Castledawson) e Norzhiwerzhon, d'an 13 a viz Ebrel 1939, ha savet nepell alese e Béal Eochaidh (Bellaghy), ha marvet d'an 30 a viz Eost 2013 e Dulenn.
Seamus Heaney
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Iwerzhon |
Anv e yezh-vamm an den | Seamus Heaney |
Anv-bihan | Seamus, Justin |
Anv-familh | Heaney |
Deiziad ganedigezh | 13 Ebr 1939 |
Lec'h ganedigezh | Castledawson |
Deiziad ar marv | 30 Eos 2013 |
Lec'h ar marv | Dulenn |
Abeg ar marv | Gwallzarvoud eus gwazhied an empenn |
Tad | Patrick Heaney |
Mamm | Margaret Kathleen McCann |
Pried | Marie Devlin |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Tachenn labour | barzhoniezh |
Implijer | Skol-veur Harvard, University of California, Berkeley |
Bet war ar studi e | St Columb's College, Queen's University Belfast, Bates College |
Deroù ar prantad labour | 1966 |
Relijion | Katoligiezh |
Oberenn heverk | Death of a Naturalist, District and Circle, Human Chain |
Diellaouet gant | Leeds University Library, Stuart A. Rose Manuscript, Archives, and Rare Book Library, British Library, University of Liverpool Library |
Ezel eus | Aosdána, Royal Irish Academy, Royal Society of Literature, American Academy of Arts and Sciences, Academia Europaea |
Tachenn | barzhoniezh |
Bet kinniget evit | Neustadt International Prize for Literature, Costa Book Awards, World Fantasy Special Award: Professional |
Diskouez a ra e oberennoù ur frailh diabarzh, savet diwar e garantez ouzh Iwerzhon hag e garantez ouzh ar sevenadur hag al lennegezh saoznek.
E-touez e zastumadoù emañ Door into the dark ("Dor war-zu an teñval") pe North ("Hanternoz"). Troet en deus ivez Beowulf diwar an hensaozneg.
Aet e oa priz Nobel al lennegezh gantañ e 1995. Anvet e oa bet da zDoctor honoris causa e skol veur A Coruña e Galiza.