Konstanza Breizh
Konstanza Breizh | |
Dugez Breizh | |
Ren | 1166—1201 Gant Jaffrez II (1181-1186) Arzhur Iañ (1196-1201) Guy de Thouars (1199-1201) |
---|---|
A-raok | Konan IV |
Goude | Arzhur Iañ |
Kontez Richmond | |
Ren | 1171—1201 Gant Jaffrez II (1181-1186) Arzhur Iañ (1196-1201) Guy de Thouars (1199-1201) |
A-raok | Konan IV |
Goude | Arzhur Iañ |
Kontez Naoned ha Roazhon | |
Ren | 1181—1186 Gant Jaffrez II (1181-1186) |
A-raok | Herri II |
Goude | Arzhur Iañ |
Buhez | |
Ganet | w.d. 1161 |
Marvet | Gwengolo 1201 Naoned, Breizh |
Bez | Abati Villeneuve |
Tiegezh | Pentevr |
Tad | Konan IV, dug Breizh |
Mamm | Margaret of Huntingdon, dugez Breizh |
Priedoù | Jaffrez II (1181, marvet e 1186) Ranulph de Blondeville (1188, dispartiet e 1198) Guy de Thouars (1199) |
Diskennidi | Eleonora, kontez Richmond Matilda Arzhur Iañ, dug Breizh Alis, dugez Breizh Katelin Marc'harid |
Relijion | Katolik |
Konstanza Breizh, pe Konstañsa Pentevr (war-dro 1161 - 1201) a oa Dugez Breizh etre 1166 ha 1201, ha kontez Richmond etre 1171 ha 1201.
Buhez
kemmañMerc'h e oa d'an dug Konan IV ha d'e bried Marc'harid Bro-Skos hag o bugel nemetañ. He mamm a oa c'hoar d'ar rouaned Malcolm IV ha William Iañ Bro-Skos.
Pemp bloaz e oa pa zilezas he zad ar gurunenn e 1166, ha dek vloaz pa varvas-eñ e 1171. Herri II, roue Bro-Saoz, en devoa rediet anezhi da zimeziñ d'e vab henañ, Jafrez.
Etre 1166 ha 1181, betek 20 vloaz Konstanza, e voe renet Breizh gant Herri II.
Goude 1181 e kemeras Jafrez ar galloud, met mervel a reas e 1186, ha Konstanza dougerez. Konstanza a renas neuze. C'hoant en doa he zad-kaer Herri da lakaat e grabanoù war dugelezh Breizh, ha dre chañs e c'hanas ur mab, Arzhur, a voe dug war-lerc'h e dad.
Dimezioù ha bugale
kemmañTeir gwech e timezas.
- E 1181, da Jafrez Planatagenet, ha bugale o doe :
- Eleonora Breizh (1185-1241), kontez Richmond, bac'het gant hec'h eontr Yann Dizouar (1199-1216) ;
- Matilda (1185-1189) ;
- Arzhur (1187-1203), dug Breizh, lazhet gant e eontr Yann Dizouar ;
- E 1188, da Ranulph de Blondeville, 4vet Kont Chester ;
- E 1199, da Guy de Thouars, ha gantañ he doe div verc'h, gevellezed anezho :
- Alis, a voe dugez Breizh ;
- Katelin, dimezet gant Andrev III Vitré ;
- marteze Marc'harid[1],[2],[3],[4],[5],[6],[7],, dimezet gant Jafrez I a Roc'han[8],[9],[10].
Mervel a reas en Naoned etre ar 1añ a viz Gwengolo hag ar 4 a viz Gwengolo 1201.
En e raok: Konan IV a Vreizh |
Rouaned ha Duged Breizh 1166 – 1201 gant Herri (1166-1181) Jafrez II (1181-1186) Arzhur Iañ (1196-1201) Guy (1199-1201) |
War e lerc'h : Arzhur Iañ a Vreizh |
En e raok: Konan IV a Vreizh |
Konted Richmond 1171 – 1201 gant Herri (1171-1183) Jafrez II (1183-1186) Arzhur Iañ (1196-1201) Guy (1199-1201) |
War e lerc'h: Arzhur Iañ a Vreizh |
Notennoù
kemmañ- ↑ Merc'h Konstanza ha Guy de Thouars a oa Marc'harid diouzh a istorianed Dom Morice, Dom Charles Tailandiers, Prudence-Guillaume de Roujoux ha Arthur Le Moyne de La Borderie. Sellout ouzh Medieval Lands
- ↑ Pierre-Hyacinthe Morice, Histoire ecclésiastique et civile de Bretagne, I, p 129 ha 150
- ↑ Charles Taillandier, Histoire ecclésiastique et civile de Bretagne, II, p IX
- ↑ Prudence Guillaume de Roujoux, Histoire des rois et des ducs de Bretagne, II, p 231
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, Histoire de Bretagne, III, p 288
- ↑ Pierre Daru, Histoire de Bretagne, I, p 407
- ↑ François Manet, Histoire de la Petite-Bretagne, ou Bretagne Armorique, depuis ses premiers habitans connus, II, p 308
- ↑ Pierre-Hyacinthe Morice, Histoire ecclésiastique et civile de Bretagne, I, p 129 ha 150
- ↑ Prudence Guillaume de Roujoux, Histoire des rois et des ducs de Bretagne, II, p 231
- ↑ Medieval Lands