Enor Richmond
(Adkaset eus Kontez Richmond)
Enor Richmond eo an anv a vez graet eus an dalc'h, e gwalarn Yorkshire hiziv, hag a voe roet d'ar c'hont breizhad Alan ar Rouz gant ar roue Gwilherm an Alouber e 1071. An dalc'h-se, hag a oa gouest da bourveziñ peadra da servij 60 marc'heg, a oa unan eus ar re vrasañ eus Bro-Saoz norman[1]. An darn vrasañ eus an douaroù-se a oa bet d'ar roue Edwin Mercia a-raok.
Dalc'herien Enor Richmond
kemmañAn dud-se a veze graet « aotrouien Richmond » (Lords of Richmond e saozneg) anezho. Distaget e veze Enor Richmond a-wechoù diouzh titl kont Richmond pe, diwezhatoc'h, diouzh hini dug Richmond. Darnel e vez ar gwirioù roet gant ar roue saoz ha kastell Richmond ne veze ket lod anezho atav.
- Alan ar Rouz
- Alan an Du, breur da Alan ar Rouz
- Steven Iañ Pentevr, breur dezho
- Alan an Du, kentañ kont Richmond - mab da Steven ha niz d'an daou Alan, ar Rouz hag an Du.
- Konan IV, mab da Alan an Du; marvet divab; distreién a reas an Enor etre daouarn ar Gurunenn saoz;
- Gouarnet gant Herri II da c'hortoz eured e vab Jafrez gant Konstanza Breizh, merc'h Konan IV
- Jafrez II (dug Breizh) ha Konstanza Breizh, kontez Richmond
- Arzhur Iañ, mab da Jafrez ha Konstanza Breizh, - bac'het gant Yann Dizouar dre ma felle dezhañ ren war-lerc'h e eontr Richarzh Kalon Leon e Bro-Saoz ;
- Eleonora Breizh (1185-1241), c'hoar da Arzhur - considérée par beaucoup comme la comtesse héréditaire de Richmond, bac'het gant Yann Dizouar ha Herri III.
- Guy de Thouars - trede pried Konstanza Breizh ; adkemeret e voe an Enor gant ar gurunenn saoz evit kastizañ an daou bried savet a-enep ar roue Yann Dizouar en 1204 evit tennañ dial eus marv Arzhur Iañ;
- Ranulph de Blondeville, kont Chester - a voe roet dezhañ Enor Richmond en 1205 ; Ralph a oa eil pried Konstanza Breizh.
- Pêr Iañ (Breizh) - pried da Alix de Thouars ha deuñv da Guy de Thouars ha Konstanza Breizh ; un darn eus Enor Richmond en doe e 1218 hogen tennet e voe digantañ gant Herri III dre m'en devoa touet e le d'ar roue gall Loeiz IX
- Pêr II Savoia, kont Richmond (dimezet e oa Herri III d'e nizez, Éléonore Provañs)
- Yann Iañ (dug Breizh), mab da Pêr Brizhkloareg
- Yann II (dug Breizh), mab da Yann Iañ
- Yann Breizh (kont Richmond), mab yaouankañ Yann II
- Yann III (dug Breizh), mab-bihan da Yann II;
- Yann IV (dug Breizh) , kont Richmond - pa varvas, en 1342, ez eas ar gondelezh en-dro gant ar Gurunenn saoz ha miret betek dibenn Brezel Hêrezh Breizh
- Jean de Lancastre, kentañ dug Bedford ha kentañ kont Richmond
- Distro d'ar Gurunenn saoz entre 1435 ha 1450
- Ralph Neville, kont Westmorland -
- Charles Lennox - fiziet en tiegezh en 1675 gant ar roue Charlez II (Bro-Saoz), tad da Charles Lennox
Notennoù
kemmañ- ↑ Butler, Lawrence (2003). "4.The origins of the honour of Richmond and its castles", in Robert Liddiard: Anglo Norman Castles. Woodbridge, Suffolk : The Boydell Press. 91–95 p. ISBN 0851159044.
Levrlennadur
kemmañ- Jeulin, Paul, Un grand « Honneur » anglais. Aperçus sur le « comté » de Richmond en Angleterre, possession des ducs de Bretagne, Annales de Bretagne XLII, p. 265
- Chartier, Erwan, L'Honneur de Richmond, Manoirs et châteaux des pays de Bretagne, niv. 9