Pêr Iañ (Breizh)
Pêr, lesanvet Brizhkloareg[1], (1191 - 1250) a oa Dug Breizh e-pad 25 bloaz, eus 1213 betek 1237, jure uxoris, ha kont Richmond hag aotrou Machecoul.
![]() Engravadur en Istor Breizh Dom Morice |
IstorAozañ
Ganet e oa war-dro 1187 e Dourdan. Mab e oa da Robert II, kont Dreux, ha kenderv d'ar roue gall Fulup II an Aogust.
Goude marv Arzhur Iañ eo e c'hoar Alis Breizh an hini a oa pennhêrez an dugelezh. Alis a oa bet prometet he dorn d'un aotrou breizhat (ne oa nemet 3 bloaz!), met Fulup a zimezas anezhi da Bêr Dreux, evit startaat al liammoù etre Breizh ha Bro-C'hall.
Stourmet en deus Pêr Iañ gant Fulup hag e vab Loeiz a-enep Yann Dizouar hag Herri III a Vro-Saoz, met goude marv Loeiz en em savas a-enep Gwenn Kastilha, rouanez Bro-C'hall.
N'eo ket bet dug Breizh gwech ebet, met rejant hepken, ur seurt "lezdug" eta. Ren a reas Breizh en anv e wreg, betek marv homañ e 1212, ha goude-se en anv e vab Yann, pa oa dindan oad. Pa dizhas hemañ e 20 vloaz e 1237 e lezas an dugelezh en e emell, hervez ar reizh. Betek fin e vuhez e vevas evel ur marc'heg baleant. Mont a reas d'an Douar Santel, stourmet en deus a-enep ar Saozon hag an Arabed.
Mervel a reas pa oa o tistreiñ diouzh ar Groaziadeg diwezhañ, e 1250.
NotennoùAozañ
- ↑ Pierre de Dreux pe Pierre Mauclerc e galleg