Arzhur II
Arzhur II | |
Bez Arhur II (tresadenn) | |
Dug Breizh | |
Ren | 18 a viz Du 1305 27 a viz Eost 1312 |
---|---|
A-raok | Yann II |
Goude | Yann III |
Buhez | |
Ganet | 25 a viz Gouere 1261 |
Marvet | 27 a viz Eost 1312 (51 bloaz) Kastell an Enez, Breizh |
Bez | Kouent ar Gordellerien, Gwened |
Tiegezh | Dreux |
Tad | Yann II, dug Breizh |
Mamm | Beatris Bro-Saoz |
Priedoù | Marie Limoges (1275, m. 1290) Yolande Moñforzh (1294) |
Diskennidi | Yann III, dug Breizh Guy VIII, kont Pentevr Yann Moñforzh, klemmet dugelezh Breizh gantañ |
Relijion | Katolik |
Arthur II, a oa ganet d'ar 25 a viz Gouhere 1261, hag a varvas d'ar 27 a viz Eost 1312 e Kastell an Enez (war ar stêr Gwilun), a voe dug Breizh eus 1305 betek e varv. Mab e oa d'an dug Yann II, dug Breizh, ha da Beatris Bro-Saoz.
E vuhez
kemmañKont Richemont e oa pa oa e dad e buhez, ha lezel a reas an titl gant e vreur pan eas da zug war-lerc'h marv o zad. Berr e voe e ren, sioul ivez.
Bugale diwar e wreg kentañ
kemmañE 1275 e timezas e Tours gant Marie Limoges, (1260-1290), beskontez Limoges, merc'h da Guy VI, ha da Marc'harit Bourgogne. Tri bugel o devoe:
- Yann III, dug Breizh (1286 † 1341), a voe dug Breizh;
- Pêr (1289 † 1312), aotrou Avesnes.
Bugale diwar e eil gwreg
kemmañE miz Mae 1294, goude ma oa bet intañvet, e timezas gant Yolande Moñforzh (1263 † 1330), a oa merc'h da Robert IV, kont Dreux ha Braine, ha da Véatrice Moñforzh, kontez Moñforzh. C'hwec'h bugel o devoe :
- Yann Moñforzh (1294 † 1345), kont Moñforzh ;
- Gwenn (18 Gouhere1300)
Mervel a eure d'ar 27 a viz Eost 1312 e Kastell an Enez, ha beziet e kouent ar gordellerien e Gwened, en ur bez marmor a voe distrujet da vare an Dispac'h. Mont a reas tammoù anezhañ da veinañ un hent, hogen tammoù zo a vez diskouezet a-wechadoù er vro.
En e raok: Yann II |
Rouaned ha Duged Breizh 1305 – 1312 |
War e lerc'h: Yann III |