Janed Navarra (dugez Breizh)
Janed Evreux, pe Janed Navarra (1370-1437), a oa dugez Breizh (1386-1399), hag a deuas da vout rouanez Bro-Saoz (1403-1413) goude dimeziñ da Herri IV (Bro-Saoz).
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Navarra |
Anv e yezh-vamm an den | Juana de Navarra, Jeanne de Navarre, Joan of Navarre |
Anv-bihan | Jeanne |
Titl noblañs | duchess |
Deiziad ganedigezh | 1368 |
Lec'h ganedigezh | Évreux |
Deiziad ar marv | 10 Gou 1437 |
Lec'h ar marv | Havering-atte-Bower |
Lec'h douaridigezh | Canterbury Cathedral |
Tad | Carlos II Navarra |
Mamm | Janed Bro-C'hall |
Breur pe c'hoar | Charlez III Navarra, Maria di Navarra, Peter of Navarre |
Pried | Herri IV, Yann IV |
Familh | Tiegezh Évreux |
Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg |
Place of detention | Pevensey Castle, Leeds Castle |
Micher | politiker |
Karg | Rejañs |
He buhez
kemmañMerc'h e oa da Charlez, kont Evreux, anavezet ivez evel Carlos II Navarra dre ma teuas da vezañ roue Navarra, ha da Janed Bro-C'hall.
Dugez Breizh
kemmañDimeziñ a reas e 1386 da Yann IV, dug Breizh. Nav bugel o doe :
- Janed Breizh (1387-1388)
- ur verc'h (1388-1388)
- Yann V (1389-1399-1442), dug Breizh
- Mari Breizh (1391-1446),
- Arzhur III (1393-1457-1458), dug Breizh
- Jili Breizh (1394-1412) aotrou Chantocé
- Marc'harid Breizh (1392-1428), dimezet da Alan IX Rohan
- Richard d'Étampes (1395-1438), kont Vertus, Etampes ha Mantes, tad da Frañsez II, dug Breizh
- Blanche Breizh (1397-goude 1419), dimezet da Jean IV d'Armagnac
Rouanez Bro-Saoz
kemmañMervel a reas Yann IV, pried Janed d'an 1 a viz Du 1399. Intañvez e chomas e-pad pevar bloaz, ha rejantez e voe evit he mab Yann V a-hed ar bloavezhioù-se.
Hervez an Encyclopedia Britannica e krogas an darempred etre Janed ha Herri Bolingbroke (a deuas da vezañ Herri IV (Bro-Saoz)) pa oa o chom e lez Breizh, harluet eus Bro-Saoz. En 1403 ec'h addimezas Janed da Herri IV. Bugel ebet n'o doe, met un darempred mat he doe gant bugale pried kentañ ar roue. Alies e save a-du gant he lezvab, priñs Kembre, a-enep ar roue.
Koulskoude e voe tamallet dezhi, pa oa intañvez, en amzer ren he lezvab Herri V, da vezañ sorserez ha da glask lazhañ ar roue. Kondaonet e voe en 1419 ha bac'het pevar bloaz e kastell Pevensey e Sussex.
Goude-se e vevas sioul dindan Herri V koulz ha dindan e vab Herri VI.
Beziet e voe en Iliz-veur Canterbury e-kichen he fried ar roue Herri IV.